Tirol
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Tirol a zo ur vro istorel en Alpoù hag ur rannvro europat (EuroRegion). Goude bezañ bet e dalc'h an Habsbourged abaoe 1369 e voe rannet etre Aostria hag Italia diwar emglev Saint Germain-en-Laye e 1919. Teir rannvro a zo bremañ:
- Stad kevredet Tirol (pe Tirol an Norzh hag ar Reter, Aostria)
- Su Tirol (Proviñs Bozen, Italia)
- Trentino (Proviñs Trento, Italia)
Menezioù uhelañ Tirol eo an Ortler (italianeg Ortles, 3 905 m) hag ar Großglockner (3 798 m). Teiryezhek eo ar vro: e Tirol an Norzh hag ar Reter e komzer alamaneg, e Su Tirol alamaneg, italianeg ha ladineg (reto-romaneg), hag en Trentino italianeg.