Morskoul
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
|
|||||
---|---|---|---|---|---|
Daou vorskoul
|
|||||
Rummatadur klasel | |||||
Ren : | Loened | ||||
Skourrad : | Chordata | ||||
Kevrennad : | Aves | ||||
Urzhiad : | Ciconiiformes (Sibley) | ||||
Kerentiad : | Sulidae | ||||
Genad : | Morus | ||||
Anv skiantel | |||||
Morus bassanus Linnaeus, 1758 |
|||||
|
Un evn mor bras eo ar morskoul (Morus bassanus pe Sula bassana).
Taolenn |
[kemmañ] Doareoù pennañ
Ul labous brav eo, gwenn-splann e bluñv, ha melen e benn hag e c’houzoug, da vare ar gouennañ. Glas-sklaer eo e zaoulagad, gant liv du tro-dro. Du eo e bavioù ha begoù e zivaskell. Etre 165 ha 180 cm eo e hed-eskell, hag etre 87 ha 100 cm hed e gorf pa vez echu e gresk gantañ. N’eus ket a gemm etre ar pared hag ar parezed. Teñval e vez ar re yaouank, er bloavezh kentañ ha sklaeraat a reont tamm ha tamm da c’houde. A-benn pemp bloaz e vezont gwenn-holl.
[kemmañ] Annez
Neizhiañ a reont e lodenn hanternoz ar Meurvor atlantel hag e Mor an Hanternoz. Annezañ a reont e reter Kanada, en aber ar Sant Laorañs hag en Douar-Nevez hag en Europa : e Breizh-Veur, en Iwerzhon, e Breizh, e Norvegia, en Inizi Faero hag en Island. N’eus nemet ul lec’h e Breizh ma vezont o neizhiañ, ar Jentilez. Goude mare an neizhiañ ez eont da c’hoañviñ war aodoù morioù tommoc’h, evel Pleg-mor Mec’hiko pe ar Mor Kreizdouar.
Neizhiañ a reont, stok-ha-stok, war ar c’herreg bras hag an inizi. Chom a ra ar par gant an hevelep parez e-pad meur a vloaz. Heverk eo o doareoù e-pad ar paradur : stouiñ an eil dirak egile, frotañ o figos, astenn-diastenn o fenn hag o divaskell. Sevel a reont o neizh gant bezhin, man, kinvi ha geotennoù. Ennañ e vez dozvet ur vi hepken, a vez goret gant ar par hag ar barez a-bep-eil, e-pad 6 sizhun.
[kemmañ] Boued
En em vagañ a reont diwar besked. Pesked bihan a vez paket ganto : brizhilli, harinked, talareged pe stioganed. Pa vezont o pesketa e nijont uhel en oabl ha splujañ trumm, eeun-tenn, e-kreiz ar bankadoù pesked. Barrek e vezont da nijal, gant o divaskell kreñv, ha da neuial dindan an dour, gant o favioù palvezek. Amparfal e vezont war an douar, avat.
[kemmañ] Traoù all
War-gresk ez a an niver a vorskouled e Breizh adarre. Miliadoù anezho a vez o neizhiañ war enez Riouzig (Jentilez) bremañ, peogwir eo gwarezet o gouenn, met en amzer dremenet e oa kalz nebeutoc’h anezho ha darbet e oa bet dezho mont diwar wel en hor bro.
[kemmañ] Anvioù all
Morskoul eo anv boas an evn en hor yezh, da lavaret eo skoul-mor ; kavet e vez ivez a-wechoù Margav ha Margod.
[kemmañ] Levrlennadur
- Jones, Islyn, Laboused an Arvor, troet diwar ar c'hembraeg gant Tudual Huon ha Padraig an Habask, Embannadurioù Al Lanv, 1984
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Morskoul - Oiseaux.net
- Morskoul - Gouarnamant Kanada
- ITIS 174712 Renkadur ar morskoul e-touez an evned
- Ar morskouled e Breizh