Metr kub
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Ar metr kub (simbol m³) eo an unanenn volum deveret eus an SI. Bezañ ez eo volum ur c'hub dezhañ kerioù ur metrad hirder.
[kemmañ] Troidigezhioù
Gwelet ar pennad pennañ Troidigezhioù unanennoù
1 metr kub a zo kevatal gant :
- 1 000 litr
- ~35,3 troatad kub (nesaet). 1 troatad kub a zo 0,028 316 846 592 m³ (rik)
- ~1,31 yard kub (nesaet). 1 yard kub a zo 0,764 554 857 984 m³ (rik)
- ~6,29 barilh (nesaet). 1 varilh a zo 0,158 987 294 928 m³ (rik)
Ur metrad kub dour pur d'an temperadur a 3,98 ºC (derez Celcius) ha dindan ar gwask atmosferek standart (101,325 kPa) a zo 999,972 kg e vas (war-dro un donenn).
A-wezhioù e vez berraet m3 pe m^3 pa n'heller ket ober gant an arouezennoù eksponant.
[kemmañ] Lieskementoù ha ranngementoù
Gwelet ar pennad pennañ Rakgerioù ar sistem unanennoù etrebroadel
- Un desimetr kub (simbol dm³) a zo volum ur c'hub dezhañ kerioù 1 desimetrad (0,1 metr) hirder.
- 1 desimetr kub a zo kevatal bremañ gant 1 litr.
- Etre 1901 ha 1964 e veze termenet al litr evel volum 1 c'hilogramad dour pur da 4 derez Celcius ha dindan ur gwask a 760 milimetrad merkur. E-pad ar mare-se e voe al litr tost ouzh 1,000028 dm³. E 1964 e voe adlakaet an termenadur kozh da dalvezour en-dro.
- 1 desimetr kub a zo kevatal bremañ gant 1 litr.
- Ur santimetr kub (cm³) a zo kevatal gant volum ur c'hub dezhañ kerioù 1 santimetrad hirder. Unanenn volum diazez ar sistem CGS e oa, hag un unanenn SI lezennel eo. Kevatal eo gant ur mililitr (mL).
- Ur milimetr kub (mm³) eo ar volum kevatal gant hini ur c'hub dezhañ kerioù 1 milimetrad hirder.
- Ur c'hilometr kub (km³) eo ar volum kevatal gant hini ur c'hub dezhañ kerioù 1 c'hilometrad hirder.
[kemmañ] Gwelet ivez
- Troidigezhioù unanennoù
- Rakgerioù an SI