Maorieg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Ur yezh aostronezek eus skourr ar yezhoù polinezek eo ar maorieg (te reo Māori) komzet gant 100.000-160.000 den e Zeland-Nevez e-lec'h m'emañ unan eus an teir yezh ofisiel gant ar saozneg ha yezh ar sinoù.
Tost-tre eo d'ar rarotongeg ha tost a-walc'h ivez d'an tahitieg ha d'an hawaieg.
Ouzhpenn ar yezh unvan (waikato) e vez isrannet ar maorieg e daou vloc'had rannyezhel pennañ:
- Maorieg an norzh
- Maorieg ar su (kāi tahu)
Skrivet eo bet gant al lizherenneg latin abaoe ar bloavezhioù 1840 d'an nebeutañ.