Kazh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
|
|||||
---|---|---|---|---|---|
Kazh ti
|
|||||
Rummatadur klasel | |||||
Ren : | Loened | ||||
Skourrad : | Chordata | ||||
Isskourad : | Vertebrata | ||||
Kevrennad : | Mammalia | ||||
Urzhiad : | Carnivora | ||||
Kerentiad : | Felidae | ||||
Genad : | Felis | ||||
Anv skiantel | |||||
Felis silvestris Linnaeus, 1758 |
|||||
|
Ar c'hazh (liester kizhier), anvet ar c'hazh doñv, a zo ur bronneg bihan, ur c'higdebrer hag an hini anavezetañ e-touez ar c'hazheged. Renket e vez er c'herentiad Felidae hag en isspesad "Felis silvestris cattus" p'eo bet e c'hourdad ar "Felis silvestris", ur c'hazh afrikan na oa ket doñvaet ha n'eo ket c'hoazh.
Bevañ a ra ar c'hazh nes-tre d'an den abaoe 3 500 vloaz d'an nebeutañ pa implije Henegiptiz kizhier e-leizh evit diwall o grignoloù eus al logod hag eus ar c'hrignerien all. Bremañ eo deuet ar c'hazh da vezañ al loen ti stankañ.
Enrollet e vez lignezoù kizhier 'zo evit ma vefent disklêriet evel kizhier gouennet-mat hag ar marilh a vez anvet ar pedigree (ger saozneg). Kentstrivadegoù etre perc'henned ha saverien-kizhier a vez aozet evit keñveriañ al loened ha dibab pere a zo an nesañ d'ar patrom termenet evit pep gouenn pe pep isouenn. Koulskoude, nebeutoc'h eget 1% eus niver an holl gizhier a zo loened a-ouenn.
Renket e vez ar c'hizhier all etre kizhier ti hir o blev ha kizhier ti berr o blev.
Taolenn |
[kemmañ] Dezverkoù
[kemmañ] Dezverkoù fizikel
Pouez ur c'hazh a bouez etre 2,5 ha 7 kilogramm (ral a wech en tu-hont da 10 ha betek 23 pa vezont dreistvaget). Bezañ dreistvaget n'eo ket mat evit yec'hed ar c'hazh hag en deus ezhomm bras da bleustriñ e gorf ha da gaout ur reol-voued aozet mat, dreist-holl pa vez miret ar c'hizhier er gêr. Ar c'hizhier bihanañ a zo re ar ouenn treid-du (war-dro 2 gilogramm).
Pa vezont dalc'het e-barzh an tiez e c'hell ar c'hizhier bevañ e-pad 15-20 vloaz, hag anavezout a reer ur c'hazh hag en deus bet bevet betek 36 vloaz. Bevañ a ra pellikoc'h peurliesañ ar c'hizhier ti pa ne vezont ket aotreet da vont er-maez (izelaet eo an arvar diwar emgannoù ha darvoudoù marvel) hag ivez pa vezont difrouezhet (kizhier-mamm) pe spazhet (targizhier). War-zigresk e laka an oberatadennoù-se ar riskloù war ar c'hrign-bev e-keñver ar c'helloù pe ar vierezoù. Ar c'hizhier-mamm pa vezont difrouezhet a-raok kasha pe kaout ar c'hentañ klodad a c'hell chom hep tapout krign-bev en o bronnoù. Bevañ a ra ar c'hizhier dizoñv (deuet da vezañ gouez en-dro) a gaver e kêrioù 'zo war-dro daou vloaz (keidenn) pe nebeutoc'h peurliesañ (nemet e Roma e-lec'h ma vez graet war o zro gant tud a-youl-vat).
An darnvuiañ eus ar c'hizhier o deus divskouarn sonn ha rouez eo an divskouarn pleget evel m'o deus ar chas . P'eo fuloret pe spontet e kas ar c'hazh e ziskouarn a-dreñv p'emañ o krozal pe o pufal. E pep skouarn ez eus 32 gigenn hag e c'hell bezañ fiñvet ar skouarn hec'h-unan.
Evit mirout o energiezh e kousk ar c'hizhier muioc'h eget meur a loen ha mui-oc'h-mui en o buhez. Keitat an eurioù kousket bemdez a zo 13 pe 14, met 12 pe 16 ivez. A-wechoù ez a betek 20 eur diwar 24.
Gwrezverk normal e gorf a zo 39 pe 40 derez Celsius (37 evit an dud).
Kredet e vez eo gouest ar c'hazh da zibradañ bewech war e bavioù met n'eo ket gwir e pep degouezh. Gwir eo koulskoude e c'hell ar c'hazh p'emañ o kouezhañ lakaat e gorf da weañ dre dastaol. Dont a ra eus e varregezh evit lakaat e gorf gwevn war e gempouez. Kavet e vez unan eus an abegoù e-barzh e livenn-gein 60 mell enni (34 hepken evit an Den). Gant-se e c'hell al loen ober ur c'hamm don gant e c'hein.
Ar c'hazh, an dremedal hag ar jirafenn eo ar pevarzroadeged nemeto a c'hell keflusk pavioù ur gostezenn asambles (hag an hini all goude). Pa vez kaoz eus ar c'hezeg a lakaer d'ober evel-se dre ar pleustriñ e vez graet ar paz-inkane eus al lusk-se. E-touez al loened doñv n'eus nemet ar c'hizhier hag a vale war o bizied (evit-se e vezont anvet digitigradioù).
[kemmañ] Gweled
Mat-tre eo gweled ar c'hizhier e-pad an deiz, met dibar eo ar gweled e-pad an noz ivez. P'eo skedus-tre ar goulou, an iris a zeu da vezañ ur faout moan-tre evit diwall ouzh ar retina a resev re a c'houlou ha tachenn ar gweled a vez strishaet. Bez' e c'hell ar c'hizhier gwelout pa vez nebeut-tre a c'houlou p'o deus e-barzh al lagad un organ ispisial anvet an tapetum lucidum . Evel an darn-vuian eus ar breizherien, e wel o daoulagad war-eeun asambles ha diouzh-se n'eo ket mat ar gweled war ar c'hostezioù. N'o deus ket ar c'hizhier ur gweled aes gant an tri liv : pa sellont pell e teuz al livioù en o daoulagad.
[kemmañ] Selaou
[kemmañ] C'hwesha
Barregezh war ar c'hesha a zo 14 gwech brasoc'h eget hini an Den, rak div wech muioc'h a gelliged santus zo e fri ar c'hizhier ken e c'hellont santout traoù na vezont ket santet gant an dud.
[kemmañ] Mourroù
[kemmañ] Kundu sokial
===Yec'hedoniezh===