Euskadi
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Euskadi (anv euskarek distaget e-ouch-ka-di) pe Bro-Vask eo an anv a vez roet da dri hollad melestradurel, daou e Spagn hag unan e Frañs:
- En Hego Euskal Herria pe aliesoc'h Hegoalde, al lodenn su (e dalc'h Spagn), emañ :
- Euskal Autonomia Erkidego pe Euskadi en euskareg, Comunidad Autónoma del País Vasco e spagnoleg (pe El Pais Vasco), enni teir froviñs (Araba, Bizkaia, Gipuzkoa);
- Kumuniezh forel Nafarroa, Nafarroako Foru Erkidegoa en euskareg, (ur broviñs hepken).
- Ipar Euskal Herria pe aliesoc'h Iparralde, a zo al lodenn norzh, hag a zo e dalc'h Frañs), e kornôg departamant ar Pireneoù-Atlantel. Enni ez eus teir froviñs (Lapurdi, Nafarroa Behera, Zuberoa).
War an darn vrasañ eus an tiriadoù-se e vez komzet euskareg koulz ha yezh ofisiel ar riez e-lec'h m'emaint. Kastilhaneg evit an daou hollad melestradurel kentañ, galleg evit an hini diwezhañ.
[kemmañ] Euskadi hag Euskal Herria
Euskadi a zo ur ger bet savet e dibenn an XIXvet kantved, e 1896, gant Sabino Arana Goiri. Un anvadur politikel a zo anezhañ, troet eo bet gant “broad Vask” pe “Stad Vask”. Brudet eo bet an anv-se, hag anavezet-mat eo dre ar bed a-bezh. Hiziv an deiz avat, er vro end-eeun, ne dalvez Euskadi mui-ouzh-mui nemet evit ar Gumuniezh emren (3 froviñs hepken). Graet e vez gant Euskal Herria evit ober anv eus ar vro a-bezh (7 proviñs). Herri a dalvez “bro”, a zo ur ger-mell, hag Euskal a dalvez “Bask” (adkavout a reer er ger euskal ar memes gwrizienn hag en euskara, anv ar yezh, an euskareg), EH eo ar berradur evel ma c’haller gwelet ouzh penn a-dreñv ar c’hirri-tan. Un den eus ar vro a zo un euskaldun (liester euskaldunak), ar pezh a dalvez e penn kentañ “euskareger”. Diazezet eo ar vroadelezh war ar yezh eta (evel-se e c'haller klevet tud zo o lavaret n'int ket euskarat dre ma n'ouzont ket ar yezh, daoust ma oa euskarat holl o zadoù-kozh dre ma ouient ar yezh). Evit ober anv eus tud bask a-orin, pe tud o chom e Bro-Vask e vez graet gant gerioù nevez evel euskotar pe euskal erritar.
[kemmañ] Kumuniezh emren Euskadi
Emañ Kumuniezh emren Euskadi e Norzh Rouantelezh Spagn war ribl ar Meurvor atlantel. E menezioù an aradennad kantabrik emañ, menezioù a reer Menezioù Euskadi anezho ivez. Er Gevred emañ harzoù Frañs, er Reter emañ Kumuniezh forel Nafarroa, er Su ar Rioja ha Kastilla-ha-Leon hag er C'hornôg kumuniezh Kantabria.
Hervez bonreizh ar Rouantelezh eo anavezet kumuniezh Euskadi evel unan eus broadelezhioù Spagn war diriadoù proviñsoù Araba, Gizpuzkoa ha Bizkaia. Dezho ur gorread a 7 234 km², hag ur boblañs a 2 124 846 a annezidi (2005) gant ur stankter poblañs a 292,4 annezad/km². Emañ kêr-benn ar Gumuniezh e Gazteiz (spagnoleg : Vitoria) en Araba. Staliet eo gouarnamant Euskadi ha Breujoù ar Gumuniezh eno.
Divyezhek eo an annezidi p'eo, hervez ar vonreizh, dever an holl Spagnoled gouzout spagnoleg, yezh ofisiel ar riez, met 45% a oar komz euskareg, ur yezh ha na zeu ket eus al latin evel ar yezhoù all komzet en Iberia. Anavezet eo da bep annezad e Bro-Spagn ar gwir da implij yezhoù ar broadelezhioù er vuhez foran. Bez' ez eus skolioù unyezhek e-lec'h ma vez implijet yezh ar vroadelezh lec'hel, reoù all unyezhek e spagnoleg ha reoù all gant spagnoleg hag ar yezh lec'hel.