Josef Cukierman
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Josef (Józef, Iosif) Cukierman, bet ganet e 1900, nepell eus Białystok (Polonia), marvet e Bro-C'hall e 1941.
Mestrc'hoarier echedoù poloniat-gall.
[kemmañ] Buhez
Trec'h e voe e eil kampionad Moskva (Unvaniezh Soviedel) e 1920-1921. Bevañ a reas e Białystok ; e penn-kentañ ar bloavezhioù 20 e voe trec'h en ur c'hampionad eno. Divroañ a reas evit mont da Vro-C'hall.
E 1928 e voe eilvet-trede a-gevred gant Schwarzmann ha goude Abraham Baratz, e Pariz(Bro-C'hall). E 1929 e voe 5vet-6vet e Pariz(dont a reas ar maout gant Savielly Tartakower). E 1930, Josef Cukierman a drec'has e Pariz, dirak Savielly Tartakower. Cukierman a voe kampion Bro-C'hall e Pariz e 1931. 6vet e voe e Pariz e 1933, Aleksandr Alekhin o vout an hini kentañ. E 1938, Cukierman a voe trede goude José Raúl Capablanca ha Nikolaz Rossolimo e Pariz.
E-pad an Eil brezel bed en em zistrujas e 1941.
[kemmañ] Partiennoù dedennus
- Josef Cukierman a-enep da George Koltanowski, Pariz 1929, Difenn Philidor , Kemmadur Eskemm, C41, 1-0 ;
- Josef Cukierman a-enep da Savielly Tartakower, Pariz 1930, Partienn Indian , Kemmadur Capablanca , A47, 1-0 .