Nikolaz Rossolimo
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Nikolaz Rossolimo, bet ganet d'an 28 a viz C'hwevrer 1910 e Kyiv (Ukraina), marvet d'ar 24 a viz Gouere 1975 e New York (SUA).
Mestrc'hoarier echedoù ukrainat, gresian, gall ha stadoùunanedat.
Mestr Meur adalek 1950.
Mestr Meur Etrebroadel adalek 1953.
E 1929 e kuitaas Ukraina a-gevred gant e vamm rusian-ukrainat evit mont da Bariz (Bro-C'hall).
Eilvet e voe goude José Raúl Capablanca e 1938 en un tournamant e Pariz.
Kampion Bro-C'hall e voe e 1948.
Pemp gwezh e voe kampion Pariz.
E 1948 ha 1949 e reas div wezh match nul a-enep da Savielly Tartakower.
Da SUA ez eas e 1953 da adkavout e dad (hemañ a oe gresian). Gober a reas meur a vicher. Mervel a reas goude bout bet gloazet en ur gwallzarvoud.
[kemmañ] Ur bartienn
Rossolimo-Paul Reissman, Puerto Rico e 1967:
1.e4 e5
2.Mf3 Mc6
3.Fc4 Fc5
4.c3 Mf6
5.d4 exd4
6.cxd4 Fb4+
7.Fd2 Fxd2+
8.Mbxd2 d5
9.exd5 Mxd5
10.Db3 Mce7
11.O-O c6
12.Tfe1 O-O
13.a4 b6
14.Me5 Fb7
15.a5 Rc8
16.Me4 Dc7
17.a6 Fa8
18.Dh3 Mf4
19.Dg4 Med5
20.Ra3 Me6
21.Fxd5 cxd5
22.Mf6+ Rh8
23.Dg6!! Dc2
24.Rh3! 1-0