Jacques Mieses
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Jacques Mieses, Gall a orin, bet ganet d'ar 27 a viz C'hwevrer 1865 e Leipzig (Alamagn), marvet d'an 23 a viz C'hwevrer 1954 e Londrez (Breizh-Veur).
Mestrc'hoarier echedoù alaman a-vicher, kazetennour ha skrivagner. E c'hoari tagus a dalvas dezhañ bout ar c'hoarier enoret gant ar brasañ niver a brizioù braventezh, met ne zeuas morse a-benn da vout an hini kentañ en un tournamant. Menegomp e bartienn a-enep da Frank Marshall e Monte Carlu e 1903: [1].
Gantañ e voe aozet tournamant etrebroadel 1911 Donostia (Euskadi). Anvet e voe Mestr Meur gant Kevre Etreboadel an Echedoù e 1916.
Yuzev ag orin e oa: er bloavezhioù 1930 e rankas kuitaat e vro evit mont da Vreizh-Veur, o vezañ e 1950 ar c'hentañ Mestr Meur Etrebroadel eus e vro nevez.