ISBN
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
An ISBN (International Standard Book Number = Niver etrebroadel reolataet al levrioù) a zo un niver implijet er bed a-bezh evit anavezadur pep levr embannet. Evit euunañ ar c'heveriañ dre urzhiataer eo bet ijinet ma vije simploch labour al levrdierien, al levrouegerien, an dasparzherien levrioù hag all. Graet e vez ivez gant al lavarenn kod ISBN.
N'eo ket memestra eget an ISSN (International Standard serial Number = Niver etrebroadel reolataet evit ar mareadegoù) hag a vez enskrivet war ar mareadegoù da lavaret eo ar c'helaouennoù, ar c'hazetennoù ha ivez evit niverenniñ dastumadegoù levrioù.
[kemmañ] Neuz
An niver ISBN a ziskouez 3 heuliadenn sifroù kemmus o hirder hag un heuliadenn stabil he hirder, 10 sifr a ya e-barzh evit ober an holl hirder.
An 3 heuliadenn : A, B, C, D
- Kemmus eo he hirder hervez fonnusted ar produerezh:
- 1 sifr evit ar yezhoù bras ar produerezh (saozneg, galleg, spagnoleg), muioc'h a sifroù evit yezhoù all, da skouer 9954 evit an arabeg marokan.
- Ar 92 a zo evit an aozadurioù etrebroadel nemetken.
- Evit anavezout ar c'hodoù e c'hellez mont da welout al lec'hienn saozneg http://www.isbn-international.org/en/identifiers/allidentifiers.html l.
- N'eus ket a god ISBN evit ar yezhoù nebeut implijet evel ar brezhoneg (ISBN o kregiñ gant 2).
- B a zo evit an embanner