He (lizherenn)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Pempvet lizherenn meur a abjad semitek eo he (prenestr), en o zouez al lizherennegoù fenisek , aramaek , hebraek (ה) , siriek (ܗ) hag arabek (ﻩ).
Dont a ra hec'h anv diwar ar fed ma veze heñvel he stumm orin ouzh hini ur prenestr.
Distaget e vez (LFE) [h].
Diwar stumm al lizherenn fenisek-mañ e oa bet diorroet al lizherennoù gresianek epsilon E, estruskek , latin E ha kirillek E, Ë ha Э.
Hervez ar sistem niverenniñ hebraek gematria e talvez al lizherenn-mañ da 5.
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |