Gravitadur
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar gravitadur pe ar gravitaçïon a so unan deus pewar nerzh-dïasez ar fisik.
[kemmañ] Ewid ar fisik pre-relativist
Ewid ar fisik pre-relativist (ar "mekanik klassik"), ar gravitadur a so an nerzh-dessachañ a vez etre objetoù gant mass e-barzh an univers.
Kerzhoud a ra herwez ur lesenn kenniget gant Isaac Newton en 1687 ha displeget dre ar formulenn :
- so an nerzh gravitadurel (en newton).
- G, ar gonstantenn gravitadurel, o talvezañ 6,6742.10-11 N·m2·kg-2 (pe m3·kg-1·s-2)
- m1 ha m2, massoù an daou g-korf koñsideret (en kilogramm) ;
- d, an distañs etre an daou gorf (en metr).
- , ur vektor unitar war an eeunenn adaleg korf 1 beteg korf 2.
Herwez an deorïenn-se e vefe gwelet fenomen ar gravitadur e-gis un nerzh, gant ster ar mekanik newtonian. Diouzh ar formulenn-se e kaver lar :
- pounnerroc'h e vo ur c'horf, kreñvoc'h e vo dessachet ur c'horf all gantañ ;
- pelloc'h e vo daou objet an eil deus é-gile, nebeutoc'h e vint dessachet ;
- ar buanadur subisset gant un objet abalamour d'ar gravitadur ne zepant ked deus é vass.
Gweled a reer emà ar formulenn-se kompatibl gant priñsip an aksionoù reçiprokel.
Ar lesenn-se so bet verifïet esperimantalamant. Teknikamant emà mad-a-walc'h ewid lakaad da nijal objetoù pounnerroc'h eged an aer, hag ewid kass tud war ar loar. Memes-tra ne vez ked kemeret mui hiziw an deiz, nemed e-gis un tostadur deus teorïenn relativist ar gravitadur.
[kemmañ] Teorïenn relativist
Adaleg bloawezh 1915 so bet kenniget gant Albert Einstein ur visïon all deus ar gravitadur, e-barzh é deorïenn deus ar Relativite jeneral. Ar gravitadur n'eo ked un nerzh mui, med manifestaçïon un deformaçïon deus ar spaç gant ar c'horfoù pouesus a gaver e-barzh ennañ.
Pezh en-doa lakaet Einstein (ha memes Newton en é raog) da zouetiñ deus interpretaçïon mekanik ar gravitadur, a oa lar an nerzh-se a ziskouee boud « intellijant ». Peogwir neb objekt, ne verne é vass, a vuanne memes-mod diwar é boues. Pezh so, an dra-se a g'houlenne lar un objekt diw wezh pounnerroc'h a vefe dessachet diw wezh muioc'h, ne verne é gomposiçïon.
Einstein en-deus kavet ar problem oc'h remarkiñ e oa moaien da ziferiñ daou goñsept-mass :
- ar mass « gravitadurel », o korespont d'an nerzh-dessachañ egzerset gant ur c'horf (an nerzh-se so proporçionel d'ar mass-se), un nerzh hag a haller traduiñ e-gis ur b-pantenn e-barzh ar spaç-amser induset gant presañs ur c'horf all, ha gouest da lakaad ar c'horfoù all da ziskenn beteg ennañ.
- ar mass « inert » pe an « inersi », o korespont da reaksïon ur c'horf da forzh pezh-sort nerzh ; ar buanadur gounezet diwar neb nerzh o voud inversamant proporsionel d'an inersi-se.
A priori al liamm etre an daou vass a rankfe varïañ herwez ar c'horfoù, dress evel mass ha volum ou-deus rapportchoù varïet-tre. Setu 1 kg-pluñv hag 1 kg-plomm (da skwer), soumetet d'ur memes nerzh gravitadurel, a rankfe buannad en modoù dishañval, herwez ou mass inert (an inertañ a vefe da vuannad nebeutoc'h). Pezh n'eo ked gwir. An daou v-mass a so a-taw kevatal, pezh a vefe, pe un taol-degouez miraklus, pe (resonaploc'h) ur relaçïon dïasez, an heni esprimet gant ar relativite jeneral just-a-walc'h.