Kaozeadenn Implijer:Breizhadig
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Degemer mat war Wikipedia, Breizhadig !
Diouzhtu e c'hallez mont da sellet ouzh an alioù kentañ evit kemmañ ha skridaozañ pennadoù war Wikipedia.
Gallout a rez ivez mont da foar ar goulennoù (FAG), da ereadur Wikipedia hag ober taolioù esae er poull-traezh. Kavout a ri an holl draoù-se displeget dre ar munud war al levr-heñchañ evit stagañ gant Wikipedia.
Evit ma vo klok an degemer e kinnigan dit mont d'ober un tamm tro war ar reolennoù da heuliañ (reolennoù an neptuegezh, an degemer pennadoù, ar gwirioù aozer...) ha war pajennoù ar raktresoù. Moarvat e kavi tra pe dra dedennus evidout dre eno.
Evit sinañ da gemennadennoù (war ar pajennoù kaozeal nemetken), e c'hallez bizskrivañ ~~~ ; ha gant ur pevare tildenn, ouzhpenn da "sinadur", e vo diskouezet an deiz hag an eur (~~~~). Arabat sinañ pennadoù ar c'helc'hgeriadur. Posupl eo adkavout --Fulup 20 Kzu 2005 da 17:23 (UTC)roll an aozerien en ur glokañ war rann Istor pep pennad.
A-wechoù e vez implijet arouezennoù pe gerioù kevrinus gant ar Wikipedourien : adkavout anezho a --Fulup 20 Kzu 2005 da 17:23 (UTC)c'hallez ma'z ez war ar bajenn luc'haj. Eno emañ displeget o zalvoudegezh.
Mar fell dit e c'hallez lavaret deomp piv out, eus pelec'h out ha gant petra out dedennet. Evit se e c'hallez personelaat da bajenn hiniennel. Mard deuez eus ur Wikipedia all, na zisoñjez ket da lakaat liammoù war-du da bajennoù hiniennel all. Gallout a rez dont d'en em ginnig war kannadig ar Wikipedourien nevez ivez.
Kement hag aesaat an eskemmoù etre an implijerien disheñvel o yezh e c'hallez merkañ ar yezhoù boaziet ganit — ha da beseurt live — en ur lakaat unan eus ar patromoù a gavi war Wikipedia:Babel war da bajenn bersonel.
Ha ma'z peus goulennoù da sevel, arabat chom etre daou soñj a-raok dont e darempred ganin. Gallout a rez sevel da c'houlennoù en ti-chopin ivez, pe ouzh an implijerien prest da sikour, pe c'hoazh dont da gaozeal war IRC.
Avel vat war ar c'helc'hgeriadur kentañ e brezhoneg !
--Fulup 19 Du 2005 da 20:36 (UTC)
- Trugarez da chom hep reizhañ traoù n'int ket fazioù war ar pennadoù. N'eo ket un dra ret tamm ebet e brezhoneg lakaat ar ger miz dirak un deiziad, daoust d'ar boaz zo dre gomz. Divizet ez eus bet e oa tu da aozañ an deiziadoù evel-se war ar Wiki. Skañvoc'h eo hag ouzhpenn eo bet diazezet an holl batromoù a servij d'ober liammoù evit an deiziadoù evel-se. Ma ouzhpennez miz e torrez al liamm. --Fulup 19 Du 2005 da 20:46 (UTC)
--Fulup 17 Kzu 2005 da 21:42 (UTC)
- Ur fazi lec'hiañ zo bet graet ganit evit ar bajenn Langaj chon (barrennig-stagañ diezhomm). Pajennoù dibar (ispisial) eo ar pajennoù dindan askell Wikipedia, n'int ket pennadoù kelc'hgeriadur. Enno e renker ar pennadoù a denn da mont en-dro ar wiki pe ar gumuniezh. Lakaet em eus diverkañ ar bajenn hag adsavet em eus ar pennad gant el lec'h reizh : Langaj chon. Fulup
-
- Trugarez da vezañ lakaet pep-tra en urzh mat, n'on ket kustumet mat gant wiki c’hoazh ;o) Breizhadig
Taolenn |
[kemmañ] Keltiek ha gerioù deveret
Ober a ra ar yezh unvan gant gerioù deveret diwar ar wrizienn kelti-. Hennezh eo ar stumm zo en implij gant an holl, geriadurioù, kelaouennoù, yezh komzet, skol-veur, hag all. N'haller ket evel-se divizout cheñch skritur ur ger ken boutin ha ken pouezus er c'helc'hgeriadur peogwir ne blij ket da hemañ-henn pe peogwir eo bet lennet amañ pe aze e vije bet gwelloc'h pe reishoc'h loc'hañ diwar elfenn pe elfenn. Favereau a blij dezhañ degas adstummoù a bep seurt na zegasont ket gwalldra peurliesañ nemet ar blijadur da lakaat kemmesk er genyezh pa n'eo ket deuet a-benn da lakaat cheñch an doare-skrivañ. --Fulup 17 Kzu 2005 da 15:37 (UTC)
- M'ho peus c’hoant, gwir eo stumm "keltiek" ivez... Ar stumm "keltek" zo bet meneget ivez gant meur a yezhourien (lod anezho a gelenn pe a gelenne e skolioù-meur) hag a oar istor ar yezh hag ar yezhoù keltek all... Evidon, Keltia a ro Kelt ha Keltek, evel Serbia a ro Serb ha Serbek ha neket Serbiek, yezhoù keltek all a ra gant ar reizhad-mañ, perak e vije ur fazi e Brezhoneg ? Ha n'eo ket gwall ziaes kaout daou stumm evit ur ger, e Galleg ez eus ar stumm "clef" ha "clée", n'eo ket ur gudenn ? Geo ?.. Arabat bezañ ken strizh evit degemer traoù e-barzh ur yezh, ma'z eo traoù reizh pe draoù evit pinvidikaat ar yezh, ne vo ket ur gudenn evit kompren ster un destenn gwelout "keltek" e lec’h "keltiek"... Grit evel ho peus c’hoant, n'eo ket din Wikipedia...
- Wikipedia zo d'an holl ha gwir en deus pep hini da zisplegañ e soñjoù. Se eo spered ar raktres just a-walc'h. Dre an eskemm soñjoù eo e vez kensavet an oberenn. N'eus droug ebet e neblec'h. Reizh eo e vefe soñjoù kontrol gant an dud a-wechoù. Ar pezh zo d'ober memes tra eo diazezañ reolennoù boutin hag en em glevet war an termenoù evit ma yafe an oberenn war an hevelep tu. Ar ger keltiek zo un termen boutin-kenañ er yezh ha kavet hag implijet e vez alies-tre. Derc'hel a ran da soñjal ne zegas netra vat klask degas cheñchamantoù reizhskrivañ dizehan er yezh e-lec'h stabilaat an implij, dreist-holl evit gerioù ken anavezet ha ken ledet o implij. Pa'z peus adcheñchet ar reizhadenn am boa graet em eus leusket ar pezh ar pezh skrivet. Skrivet em eus ma soñj e pajenn gaozeal ar pennad evel m'eo dleet evit ma c'hallfe an implijerien all reiñ o soñj war ar c'hraf-mañ ivez ha ma vo divizet un dra bennak. :) --Fulup 17 Kzu 2005 da 21:42 (UTC)
[kemmañ] Patromoù
Trugarez da vezañ kempennet patromoù evit yezhoù nevez. Hir-tre hag arabadus eo d'ober rak kalz yezhoù zo ha betek-henn e oan bet ma-unan penn o krouiñ anezho. --Fulup 18 Kzu 2005 da 18:09 (UTC)
- Mann ebet ;o) M'ho peus ezhomm un tamm sikour evit traoù zo, goulennit diganin, ma'm eus amzer e rin. Ur wir plijadur eo labourat war Wiki. --Breizhadig 18 Kzu 2005 da 21:12 (UTC)
- mat eo trugarez. Gwelet a ran out dedennet gant an traoù keltiek. Mat-tre, mankout a ra ur bern pennadoù war an dachenn-mañ. Merzet em eus ur fazi er skeudenn enporzhiet ganit : Kroaz keltiek eo ar stumm reizh, k keltiek ne gemm ket goude z kroaz (reolenn kemmadur an anvioù-gwan). Dedennus eo ar pennad diwar-benn an oghamoù. Diwall da chom hep kregiñ atav da frazennoù gant ar rener. Klasket em eus adkempenn un tamm. --Fulup 20 Kzu 2005 da 17:23 (UTC)
[kemmañ] Ogham
Salud, krouet em eus ar rummadoù Rummad:Ogham ha Rummad:Lizherennoù oghamek evit ma c'hallfes renkañ da bennadoù. Graet em eus al liamm gant rummad Iwerzhon hag an iwerzhoneg ivez. Kalon dit da genderc'hel ganti. --Fulup 21 Kzu 2005 da 17:43 (UTC)
- Trug ;)
[kemmañ] Luc’haj
Me renk deoc'h hoc'h yezhadur, ha c'hwi da revertiñ an artikl !!! -- RobinHood 22 Kzu 2005 da 00:09 (UTC)
- Cheñchet ho peus traoù ha ne oa ket fazioù, ouzhpenn-se, n'ho peus netra d'ober gant ar pennadoù skrivet e Peurunvan, n'eo ket ar memes Brezhoneg ! Ma welit fazioù, cheñchit, mes arabat enlec’hiañ traoù evel "na vezañ" gant "nompas bezañ", memestra eo ! --Breizhadig 22 Kzu 2005 da 00:17 (UTC)
- "nompas bezañ" zo brezhoneg, a gav din a-taw. Mod pe vod, galloud a rit miroud ma chanchoù reizh ha renkañ reoù all evel plij deoc'h.
- "netra d'ober gant ar pennadoù skrivet e Peurunvan" ? ha c'hwi 'ta, d'ho tu, c'hwi a zilam an degemer "tradicionel" !!! -- RobinHood 22 Kzu 2005 da 00:23 (UTC)
- Ar bajenn-degemer zo e Peurunvan, neuze n'eus ket tu ober gant ur Brezhoneg all, m'ho peus c’hoant ober ho tispac’h, digorit ho kelc’hgeriadur ! Pik echu, na cheñchit ket mui ma fennadoù peotramant e vo fall-tre an traoù evidoc’h... Mes ne ra ket forzh, bepred e vo skarzhet gant unan all ho Prezhoneg... Ne gavit ket iskis bezañ hoc’h unan e-barzh ho tispac’h ?.. Ouzhpenn-se, soñjit e-barzh ar vugale a glask traoù e-barzh wikipedia evit ar skol, peseurt skouer e vo evito gwelout pennadoù skrivet gant ur skritur ha n'int ket kustumet gantañ ? --Breizhadig 22 Kzu 2005 da 00:33 (UTC)
- Ar bajenn-degemer (ar bajenn-zegemer memes, en peurunvan, sañset !) a oa en Etrerannyezhel. Digoret moa anehi d'ar peurunvan ewid peoc'h an añsiklopedi. Implijer:Fulup an-heni en-deus hadkomañset da g'hober jeu.
- Ar vugale zo ba skol ewid deskiñ ar vuhez evel emà, ha n'eo ked ar bed comme si -- RobinHood 22 Kzu 2005 da 01:04 (UTC)
- N'eo ket ur fazi, "pajenn-degemer" eo ar stumm gwir abalamour ma n'eo ket "degemer" un anv-gwan mes ul lodenn deus ar ger "pajenn-degemer" eo... Klaskit e-barzh geriaduroù, e-barzh skridoù, e-barzh google... // A-zivout ar skol hag ar vugale, ne gomprenan ket, n'eo ket ur skritur (pe ur yezh) un dra a zesk traoù kealoniek (ideolojik m'ho peus c’hoant) mes ur benveg evit eskemm e soñjoù pe e ouiziegezh nemetken, ne zesker ket ar bed gant ur reizhad skritur, lu eo ar soñj-se... Ret eo implij un hevelep yezh, un hevelep skritur evit bezañ komprenet, evit beviñ gant ar re all, penaos ema an traoù gant ar yezhoù all ?? Digorit ho taoulagad un tamm ! Arabat huñvreal hag ober ho tispac’h hoc’h unan, gwalldrivilus (patetik) eo ! Gwir eo ez eus ur yezh poblek hag ur yezh skiantel, mes Wikipedia zo un dra skiantel, ne skriver ket e-barzh evel e prezeger, daoust hag eñ e vez gwelet e-barzh kelc’hgeriaduroù saoznek traoù e-giz " 'is man fàz very nownn" pe gerioù poblek e lec’h gerioù skiantel ? Vez ket... Un diforc’h bras zo etre ar yezh dre-skrid hag ar yezh dre-gomz... Perak e vije disheñvel evit ar Brezhoneg ? Ur menoz droch eo... --Breizhadig 22 Kzu 2005 da 01:56 (UTC)
- Da ma soñj e ra Fulup gant "bajenn-zegemer". Gwelit penn kentañ Kaozeal:Degemer. Normalamant ne zegass ked ur yezh (nag ur skritur) un ideoloji, nann, nemed ar brezhoneg arnewez hag ar Peurunvan a ra : ar brezhoneg arnewez a glask pellaad ar vroioù/yezhioù an eil deus he-ben (Breizh deus Frañs, brezhoneg deus ar g'heriaoueg internacional -- nemed e vefent deus ar memes "gouenn"), ha pellaad aneze en un doare aotoriter c'hoazh (eneb d'ar bobl) ; ar peurunvan, a-hend-all, zo bed mired abalamour da bloawezh 1941, daoust n'eo ked parfed (ha skritur Falc'hun zo bed kroued enep d'ar gollaboracïon-se...). Ur brezhoneger normal, mod pe vod, n'eo ked gouest da gompren yezh ho "kelc'hgeriadur".... Diferañsoù vez etre neb yezh komsed hag he versïon skrived, evel just, mes james kemend-all hag ez eus etre an newez-vrezhoneg hag ar brezhoneg tradicionel, evel-kent ! An nebeutañ diferañsoù ar gwellañ. An diferañsoù-se zo lakaed war an daol, e-gis digarezoù, ewid pass lâred ar pezh e klask gober paotred an newez-vrezhoneg : dilatinnaad ar yezh. -- RobinHood 23 Kzu 2005 da 01:04 (UTC)
- Da ma soñj e ra Fulup gant "bajenn-zegemer". Gwelit penn kentañ Kaozeal:Degemer. Normalamant ne zegass ked ur yezh (nag ur skritur) un ideoloji, nann, nemed ar brezhoneg arnewez hag ar Peurunvan a ra : ar brezhoneg arnewez a glask pellaad ar vroioù/yezhioù an eil deus he-ben (Breizh deus Frañs, brezhoneg deus ar g'heriaoueg internacional -- nemed e vefent deus ar memes "gouenn"), ha pellaad aneze en un doare aotoriter c'hoazh (eneb d'ar bobl) ; ar peurunvan, a-hend-all, zo bed mired abalamour da bloawezh 1941, daoust n'eo ked parfed (ha skritur Falc'hun zo bed kroued enep d'ar gollaboracïon-se...). Ur brezhoneger normal, mod pe vod, n'eo ked gouest da gompren yezh ho "kelc'hgeriadur".... Diferañsoù vez etre neb yezh komsed hag he versïon skrived, evel just, mes james kemend-all hag ez eus etre an newez-vrezhoneg hag ar brezhoneg tradicionel, evel-kent ! An nebeutañ diferañsoù ar gwellañ. An diferañsoù-se zo lakaed war an daol, e-gis digarezoù, ewid pass lâred ar pezh e klask gober paotred an newez-vrezhoneg : dilatinnaad ar yezh. -- RobinHood 23 Kzu 2005 da 01:04 (UTC)
- N'eo ket ur fazi, "pajenn-degemer" eo ar stumm gwir abalamour ma n'eo ket "degemer" un anv-gwan mes ul lodenn deus ar ger "pajenn-degemer" eo... Klaskit e-barzh geriaduroù, e-barzh skridoù, e-barzh google... // A-zivout ar skol hag ar vugale, ne gomprenan ket, n'eo ket ur skritur (pe ur yezh) un dra a zesk traoù kealoniek (ideolojik m'ho peus c’hoant) mes ur benveg evit eskemm e soñjoù pe e ouiziegezh nemetken, ne zesker ket ar bed gant ur reizhad skritur, lu eo ar soñj-se... Ret eo implij un hevelep yezh, un hevelep skritur evit bezañ komprenet, evit beviñ gant ar re all, penaos ema an traoù gant ar yezhoù all ?? Digorit ho taoulagad un tamm ! Arabat huñvreal hag ober ho tispac’h hoc’h unan, gwalldrivilus (patetik) eo ! Gwir eo ez eus ur yezh poblek hag ur yezh skiantel, mes Wikipedia zo un dra skiantel, ne skriver ket e-barzh evel e prezeger, daoust hag eñ e vez gwelet e-barzh kelc’hgeriaduroù saoznek traoù e-giz " 'is man fàz very nownn" pe gerioù poblek e lec’h gerioù skiantel ? Vez ket... Un diforc’h bras zo etre ar yezh dre-skrid hag ar yezh dre-gomz... Perak e vije disheñvel evit ar Brezhoneg ? Ur menoz droch eo... --Breizhadig 22 Kzu 2005 da 01:56 (UTC)
- Ar bajenn-degemer zo e Peurunvan, neuze n'eus ket tu ober gant ur Brezhoneg all, m'ho peus c’hoant ober ho tispac’h, digorit ho kelc’hgeriadur ! Pik echu, na cheñchit ket mui ma fennadoù peotramant e vo fall-tre an traoù evidoc’h... Mes ne ra ket forzh, bepred e vo skarzhet gant unan all ho Prezhoneg... Ne gavit ket iskis bezañ hoc’h unan e-barzh ho tispac’h ?.. Ouzhpenn-se, soñjit e-barzh ar vugale a glask traoù e-barzh wikipedia evit ar skol, peseurt skouer e vo evito gwelout pennadoù skrivet gant ur skritur ha n'int ket kustumet gantañ ? --Breizhadig 22 Kzu 2005 da 00:33 (UTC)
-
-
-
-
-
- Me a gompren mat-tre pezh a lârez mes ret eo ober un diforc’h etre ar yezh prezeget hag ar yezh skrivet, dre-brezeg eo ret bezañ komprenet gant an holl peogwir ez eo rediet bezañ komprenet diouzhtu, ne vo ket implijet an hevelep gerioù gant un den hag en deus desket ar yezh er skol ha gant un den ha n'en deus ket desket ar yezh nemet e-barzh e familh, dre-skrid n'eo ket e-giz-se tamm ebet... Yezh ebet a vez skrivet e-giz ma'z eo prezeget, ar yezh skrivet zo disheñvel-tre diouzh ar yezh prezeget, n'eo ket an hevelep geriaoueg nag an hevelep ereadurezh, ul live uheloc’h zo er yezh skrivet. Ma ne gredit ket ac’hanon, lennit traoù e Galleg, gerioù zo ha n'int ket implijet dre-brezeg, diaesoc’h eo e Brezhoneg peogwir n'eus media ebet evit lakaat ar yezh da vont war-raok, ret eo ober gant gerioù a zo anavezet, neuze emprestiñ diouzh ar Galleg, daoust hag eñ ez eo un doare reizh d'ober bepred ? Hervezon n'eo ket, ret eo implij traoù e-giz Wiki evit lakaat ar yezh da vont war-raok e-giz ma ra ar Saozneg, ar Ruseg, ar Galleg ha kement yezh a zo anezho : an digloserezh a vez graet deus an dra-se (ur brezhoneg lennek hag ur brezhoneg prezeget)... N'eo ket ur menoz a vroadelouriezh mes ur menoz a zreistelezh, ret eo mont war-raok ha pelloc’h gant ar ouizidigezh bepred, arabat chom stag ouzh un dra bennak a zo a-is, ret eo bepred mont war an tu uhelañ, ne zegas netra an den a chom bepred en e lec’h... Hag ur blijadur eo deskiñ traoù ouzhpenn-se... Ret e vefe termeniñ petra eo ar Brezhoneg evidoc’h, ur yezh hag a zle chom e-giz ma oa er bloavezhioù '50 pe ur yezh hag a zle mont war-raok evit bezañ implijet evit pep tachenn a zo ?.. Peogwir ma'z implijomp gerioù Gallek hag un ereadurezh Gallek e pep lec’h, gwelloc’h eo prezeg Galleg...
-
- Evel just e lakaon un diferañs etre yezh skrivet hà yezh prêget. N'on ket Implijer:Chañ Maï pe me oar-me... Ewid emprestiñ diouzh ar Galleg, ez eus bet savet reolennoù, geo, gant tud Diwan, Yann Gerven, n'ouzon ket re : implijed int gant Geriadur ar Matematikoù... Ne ran ket gante penn-da-benn, OK, mes reolennoù ez eus. Ur yezh skrivet zo forzh pessort yezh mar be sklaer, en heh yezhadur ha geriadur, gant gerioù an aessañ possubl da gompren memes-tra. Brezhoneg gant gerioù kembraeg zo un dra vad ewid nacionalisted, ha setu tout : n'eo ket bet akseptet gant an dud normal. Ur yezh hag a ya war-raog hiziw an dez, zo ur yezh hag a gemer gerioù internacional. -- RobinHood 27 Kzu 2005 da 20:21 (UTC)
-
- A-raok lâr traoù e-giz "broadelourien", sellit ouzh ar bed, e Galleg uhel e kavan gerioù hag a ne gomprenan ket, gerioù savet diwar ar Gresianeg (pe c’herioù kozh) ha distummet kalz... E Gresianeg, ez eus ur yezh uhel : ar C’hoïne ; en Islandeg, an dud a fell dezho mirout ar yezh hogos-tre deus ar yezh orin neuze ne vez ket degemeret gerioù-all e-giz-se, broadelourien int ? Ne soñjan ket... Gerioù "internasional", e Bulgareg e vez lâret "méjdounaroden" evit "etrebroadel" pe "internasional", "meðunarodni" e Serbeg, "alþjóðlegur" en Islandeg, "rhyngwladol" e Kembraeg, graet e vez gant ar stumm "international" gant ar yezhoù romanek kentoc’h, ur skouer eo, mes ez eo memes tra evit gerioù all... N'eus "ger internasional" ebet nemet un nebeut gerioù skiantel e-giz "dinosor", "elektron", "atom" ha kement zo, mes gerioù boutin-tre e yezhoù brasañ ar bed n'int ket gerioù etrebroadel, deskit yezhoù, kit kuit deus ho koadoù, beajit ha keñverit ho spered gant spered ar re all... Ma reomp gant gerioù etrebroadel, gant ur yezhadur aes kennañ, ar yezhoù a yelo da get, chom a raio ur yezh nemetken, ur yezh etrebroadel... C’hwi a brezeg deus broadelourien mes petra lar diwar-benn an etrebroadelourien ?.. Dre huchal "Faskourien int !" e teu an nen da vezañ "faskour", soñjit e-barzh an dra-mañ... Un difoc’h zo etre "faskour" ha "desket", n'eo ket gant tud dizesk (emsaverien pe dud o deus c’hoant kaout ur yezh a denn d'o c’hoantoù) e reer ur yezh (me a brezeg deus ar yezh skrivet ha lennek) mes gant yezhadurourien, istorourien ar yezh ha kement zo... Mod-se ema, ma n'hoc’h ket a-du savit ho Wikipedia hag ho yezhadur mes ne vioc’h ket heuliet gant kalz a dud, me ' lar deoc’h... Un dra iskis zo ouzhpenn, anavezout a ran kalz tud ha n'o deus ket desket ar yezh, ne implijont ket kement a c’herioù gallek ouzhpenn, n'hallan ket krediñ ac’hanoc’h pa lârit ha c’hwi zo nes-tre deus ar brezhoneg poblek (tradissionnel), n'eo ket gwir, n'anavezan ket brezhoneg Penn-ar-Bed nag hani Aodoù-an-Arvor nag hani kornôg Mor-Bihan en ho Prezhoneg... (PS : arabat klevout francoise morvan, hi zo "nasionalist" penn-da-benn ! lol ret eo deoc’h ober an difoc’h etre "nasionalist" ha tud desket) - Gwir eo, ret eo pinvidikaat ar yezh dre zegemer gerioù estren a-wechoù mes arabat ober un trefoedaj dre c’hallekaat anezhi... In faque 't, vous speakez Breton comme si un French speakait avec plein de words emprunted from l'English, eske vous understandez mieux mon point of view comme ca ? Je ne joke pas but votre Breton est exactly comme un French rempli d'English words, cette way de speaker voudrait être chokant pour plus d'un French, et more encore si c'était written ! --Breizhadig 27 Kzu 2005 da 22:33 (UTC)
-
-
-
-
[kemmañ] Porched Babel
- Mat ha sklaer e kavan ar pezh ac'h eus graet. Gant petra out nec'het ?
--Fulup 29 Kzu 2005 da 17:33 (UTC)
-
- N'on ket nec’het ken mes sell ouzh stumm kentañ ar porched hag e kompreni, ur spont e oa mes dre glaskañ em eus kavet penaos kempenn an traoù gwelloc’h... N'eo ket dreist c’hoazh mes gant sikour e vo savet ur porched dereat...
- --Breizhadig 29 Kzu 2005 da 17:41 (UTC)
[kemmañ] Dilennit ho merourien
Digor eo ar votadeg evit dilenn ho merourien, votit AMAÑ
[kemmañ] Doare envel Departmantoù Frañs (votadeg)
Savet 'zo bet un tabut war ar poent-mañ (displeget dre an hir war ar bajenn-mañ). Kaset e vo da benn ur votadeg e-pad ur sizhunvezh d'an nebeutañ evit klask kaout un diskoulm diazezet war un emglev ledan.
Pedet oc'h neuze da vont da lakaat ur sell war an displegadurioù ha da reiñ ho soñj dre votiñ.
Mat e vefe d'an holl implijerion/ezed kemer perzh, rak seul ledaoc'h e vo an emglev ytizhet a-benn ar fin seul aezetoc'h e vo lakaat an traoù da vont war-raok en un doare aezet.
Lennit ha votit amañ: Politikerezh Envel Departamantoù Frañs (tabut)
--Neal 5 Du 2006 da 08:42 (UTC) (Merour)
[kemmañ] Dilennadeg
Lañset zo bet ur votadeg (amañ[[[br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Kumuniezh/votadeg_evit_merourien_Du_2006]) evit dilenn merourion/ezed nevez. Tu zo deoc'h da lakaat hoc'h anv ha/pe da reiñ ho vot evit ar re all bet lakaet o anv dija.