Politikerezh Envel Departamantoù Frañs (tabut)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Pajenn diellaouet Diellaouet ha stanket eo bet ar bajenn-mañ rak ne vez ket labouret warni ken. |
Mar fell deoc'h labourat war an dachenn-mañ klikit amañ. |
Achu ar votadeg Klozet e voe ar votadeg war ar bajenn-mañ d'ar sul 12 a viz Du 2006 00:00 evel ma oa net kemennet er penn-kentañ ha stanket e vo ar bajenn-mañ warlerc'h. |
Savet eo bet ar pennad-mañ a-ratozh-kaer a-benn klask diskoulmañ un tabut bet savet a-divout an daore ma ranker ober war ar wikipedia e brezhoneg evit envel Departamantoù Frañs.
Klasket e vo lakaat ar muiañ posubl a dud da reiñ o ali war an afer-mañ evit tizhout un emglev ledan a-walc'h hag a deufe da vezañ war-lerc'h ur bolitikerezh envel ofisel war ar wikipedia da heul hag e vo erbedet d'an holl sentiñ outi.
Kinniget e vo da gentañ an doareoù-ober bet kinniget betek-hen war an dachenn-mañ evit gallout dibab kenetreze. Bez' e c'hell pep implijer/ez ouzhpennañ doareoù-ober all mar fell dezhi/añ.
Pedet e vez amañ votiñ nemetken evit an hentenn a gav pep hini ar gwellañ ha leuskel o soñjoù war ar bajenn-gaozeal stag ouzh ar pennad-mañ mar bez ezhomm.
Ur wezh ma vo bet tizhet un emglev (a-benn ur sizhunvezh pe div) e vo embannet an disoc'h war ar bajenn-mañ evel ur bolitikerezh ofisiel ha kaset e vo an traoù bet komzet diwar o fenn amañ d'ar bajenn gaozeal stag outi.
War-lerc'h eo betr klasket dastum an holl tammoù kaozeadennoù bet leusket war ar pennad-mañ'r-pennad betek-hen e-keñver an tem-mañ evit an neb a fellfe dezhi/añ kaout muioc'h a didtour diwar-benn ar rag hag ar perag istorel eus ar gudennig-mañ.
Kinnigoù a denn d'an doare-envel
1. Implijout an anvioù-ofisiel
(ouzpennet e c'hellfe bezañ war-lerc'h e korf pep pennad anvioù all e yezhoù lec'hel all, da skouer anvioù departamantoù Okitania en okitaneg)
- 1.a Implijout an anvioù ofisiel nemete atav, da lâret eo an anvioù e gallek
- 1.b Implijout an anvioù ofisel estreget evit Departamantoù Breizh (22, 29, 35, 56, 44) hag a vefe da lakaet e brezhoneg e titl pep pennad a denn oute (ouzhpennet e c'hellfe bezañ ar stummoù ofisiel e galleg e korf pep pennad)
- Da ziwall: Votiñ war ar mennad-mañ a zo votiñ evit ma vije lakaet Corse e plas Korsika, Pyrénées-Atlantiques e plas Pireneoù Atlantel!!! Hag all!!! Benoni 8 Du 2006 da 13:14 (UTC)
2. Brezhonekaat an anvioù
- 2.a Brezhonekaat an holl anvioù pe dre dreiñ (da skouer o lakaat anvioù an Departamantoù da glotaat gant re ar stêrioù) pe/ha dre brezhonekaat an doare skrivañ.
Evit gwelet ar stummoù brezhonekaet bet kinniget betek-hen, sellit ouzh Patrom:Departamantoù Frañs
- 2.b Brezhonekaat an holl anvioù etreget ar re a ra dave da Departamantoù gallek rik (da skouer “Seine-Saint-Denis”)
- Notenn: Ma c'hounez an dibab-mañ e vo ret klask un emglev war-lerc'h diwar-benn ar stummoù brezhonek gwellañ.
- 2.c Damvrezhonekaat (2)
Kinnig a ran un dra un tamm luzietoc'h:
- -Stummoù brezhonek: evit Breizh, pa 'zo un hengoun e brezhoneg (Vañde, Korsika, h.a.), pa 'z eo anv an departamant graet gant perzhioù douaroniel e brezhoneg dija (Alpoù, Pireneoù, Liger, Garona, h.a.): a-ziwar-se ez on evit Tarn-ha-Garona, Alpoù-an-Arvor, Pireneoù-ar-Reter, h.a.
- -Lakaet e yezh ar vro pa 'z eo disheñvel eus ar Galleg (gant ar reizhskrivañ e brezhoneg). Kinnig a ran neuze Lozera, Vaokluza, Krueza, h.a.
- -Laoskel e galleg evit peurrest an departamantoù (o lakaat an distagadur fonetikel: n'eo ket sañset an holl brezhonegerien gouzout galleg): Val d'Oise, Pas-de-Calais, h.a.
- -Bewech e vo ret lakaat e penn-kentañ ar pennad: ar stumm "ofisiel" brezhoneg dibabet ganeomp (gant an distagadur fonetikel e brezhoneg ma n'eo ket ar stumm-se skrivet e brezhoneg), ar stumm ofisiel e galleg, hag ar stumm e yezh ar vro ma 'z eo disheñvel eus ar galleg (e Okitaneg, Alsaseg, Euskareg, Kreoleg, h.a.)
- Benoni 5 Du 2006 da 09:38 (UTC)
Daoust a-du emañ an dud amañ war ster ar ger damvrezhonekaat? Pegement a zamvrezhonekaat? Seine-ha-Oise? pe Sena-ha-Oaz? Bianchi-Bihan 7 Du 2006 da 17:32 (UTC)
3. Implijout ar stummoù lec'hel atav
- Implijout stummoù lec'hel pep Departamant atav, da skouer en okitaneg anvioù Departamantoù Okitania. Bez e c'hellfe bezañ troet an anvioù e brezhoneg e korf pep pennad hag ouzhpennet kichen-ha-kichen gant ar stumm ofisiel nemetañ e galleg
4. Kinnigoù all
- 4.a Kinnig Llydawr
Kinnig a ran un doare all rak ne gavan ket mat strishaat an dibab da 1) ober gant ar stummoù ofisiel, 2) brezhonekaat ar stummoù ofisiel, ha 3) ober gant ar stummoù a gaver e « yezh ar vro ». Da’m soñj e ranker ober gant ar stummoù a zo en implij e brezhoneg evel m’emañ (komzet ha skrivet). Riskl a zo, gant an dibab a ginniger deomp, da vont war-zu stummoù n’emaint ket en implij. Sklaer eo e vez graet gant stummoù brezhonek atav evit departamantoù zo (evit « Penn ar Bed » lakaomp) ; sklaer eo ivez e vez graet gant stummoù brezhonek a-wechoù evit departamantoù all (ar re o deus anvioù savet diwar anvioù menezioù da skouer : Pireneoù Atlantel e-kichen Pyrénées Atlantiques, Pireneoù ar Reter/Sav-heol e-kichen Pyrénées Orientales) ; ken sklaer all eo ne reer ket e brezhoneg gant stummoù brezhonek(aet) evit departamantoù evel « Creuse », « Loir et Cher ». Daoust hag e-touez ar vrezhonegerien lennek pe ar vugale skoliet e brezhoneg ez eus unan bennak en deus klevet pe lennet traoù evel « Krueza » ur wech bennak ? Ma c’hinnig neuze : ober gant stummoù brezhonek pa vez, da lavarout eo evit departamantoù Breizh evel-just hag evit un nebeud departamantoù all (roll da sevel, a-gevret, gant arguzennoù ha skouerioù) hag ober gant stummoù gallek evit ar re all (ne gav ket din e vefe talvoudus doujañ ouzh ar stummoù okitanek pe e yezhoù all en degouezh-se, er c’hontrol diouzh ar pezh a reer evit ar c’hêrioù pe ar stêrioù, rak ensavadurioù melestradurel eo an departamantoù). --Llydawr 6 Du 2006 da 17:28 (UTC)
Ober gant stummoù brezhonek pa vez stummoù brezhonek en implij, da lavarout eo evit departamantoù Breizh evel-just hag evit un nebeud departamantoù all (roll da sevel, a-gevret, gant arguzennoù ha skouerioù) hag ober gant stummoù gallek evit ar re all (pa vezer boas da implijout stummoù gallek evito e brezhoneg, er skinwel, er skingomz, er c'helaouennoù hag el levrioù). --Llydawr 8 Du 2006 da 10:13 (UTC)
Votit amañ
Digor e vo ar votadeg-mañ e-pad ur sizhunvezh d'an nebeutañ (betek an 12 a viz Du 2006) hag e-pad div sizhunvezh d'ar muiañ mar vez ezhomm (klozet e vo da vat d'an 19 a viz Du 2006).
1a Stummoù hollc'hallek (ofisiel)
1b Stummoù brezhonek evit Breizh, gallek evit Bro-C'hall
- Paotr 6 Du 2006 da 07:51 (UTC)
- N'on ket enep treiñ anvioù zo, gant ma vo kaoz etrezomp db pep hini a-raok, ha ne vo ket froudenn un den hepken. Ha n'eus ket da lakaat titloù okitanek en anvioù ofisiel gallek. Bernez Bernioù 7 Du 2006 da 14:15 (UTC)
- --Tintin Anna 8 Du 2006 da 08:12 (UTC)
2a Peurvrezhonekaat
- Neert 5 Du 2006 da 10:59 (UTC)
2b Damvrezhonekaat (1)
2c Damvrezhonekaat (2)
- Benoni 5 Du 2006 da 09:38 (UTC)
- Neal 5 Du 2006 da 10:04 (UTC)
- Padraig Marc'heg 5 Du 2006 da 12:50 (UTC)
- J. Pokorny 5 Du 2006 da 20:46 (UTC)
- Jañ-mai 6 Du 2006 da 13:25 (UTC)
- Luzmael 7 Du 2006 da 15:39 (UTC)
3 Stummoù orin
4a Stummoù brezhonek pa vez
- Llydawr 8 Du 2006 da 10:48 (UTC)
- Rognogno 9 Du 2006 da 12:23 (UTC)
- --Ch. Rogel 12 Du 2006 da 21:42 (UTC)
5 Neutrel (pe vot gwenn)
Istor an tabut
Krouet e oa bet meur a pennad (berr an darn vrasañ anezhe) a rae dave da Departamantoù Frañs o lakaat er penn-kentañ an anvioù ofisiel nemete da ditl, da lâret eo ar stummoù gallek.
Savet e oa bet ur patrom war-lerc'h gant un implijer all ma veze brezhonekaet penn-da-benn anvioù an Departamantoù ha kemmet e oa bet gantañ titl penp pennad bet savet dija evit ma klotfent gant ar stummoù-se, en ur sevel un adkas a gase adal ar stumm gallek betek ar pennadoù nevez-vrezhonekaet o zitl.
Reter-Pireneoù
(Diwar Kaozeal:Reter-Pireneoù)
Ar pezh zo dispar u r wech ouzhpenn eo ne vo ket koz gant ar re o deus boulc'het gant al labour.
Pive en deus dibabet ar ger "Reter Pireneoù"? Pelec'h eo bet implijet a-raok? Neblec'h nemet e penn un den. Ha ma sav c'hoant din lakaat Pireneoù ar Reter, ganet pemp munut zo e Breizh etrezon ha ma gwreg, anavet gant daou zen , petra a ran? Evel un aotrou amañ, cheñch hep kaozeal? Ouzhpenn 90 pennad zo, peadra zo da c'hoari. Ha Val d'Oise, penaos e lakaez se? Bianchi-Bihan 3 Du 2006 da 19:59 (UTC)
Me 'm boa lakaet "Pireneoù ar Sav-Heol" er pennad Katalonia ha Katalonia an Norzh. Rognogno 3 Du 2006 da 20:05 (UTC)
- N'on ket a-enep na tamm ebet, daosut ha ma vez implijet muioc'h - war a welan -- ar stummoù reter, kornôg, norzh ha su en anvioù-lec'h kentoc'h evit sav-heol (kv. levant),
kuzh-heol, hanternoz ha kreizsteiz. ro din da soñj. A-hednall, mar fell dit e c'hellez sevel adkasoù "Pireneoù ar Sav-Heol" > ""Pireneoù ar Reter" ma'c'h out a-du gant ar stumm-se met fellout a ra dit mirout ar stumm-se er pennad bet savet ganez.--Neal 3 Du 2006 da 21:02 (UTC)
A zo un tamm mat brezhonekoc'h eget ar brizhanv plantet dimp. N'eus forzh penaos n'hon eus ket da dreiñ nag Arkansas nag anvioù an departamantoù gall. Pe neuze e troomp Somerset, Oxford, hag an holl anvioù saoz a c'hallor ivez .
- ha n'eo ket bet brezhonekaet anv Londrez 'michañs? Met ur gudenn diheñvel-mik an hini eo, rak e Stad Frañs emañ Breizh ha dave a reer e brezhoneg aliesik-tre da draoù a denn d'ar stad-se, evel, da skouer, an departamantoù. un undad politikel ha sevenadurel an hini eo - Breizh-Veur n'eo ket ata. ha c'hoazh, bez' e c'hellfer komz eus ar Finistère ivez kentoc'h evit treiñ? ha mar vez tu da dreiñ an anv-mañ, perak cjom hep teriñ reoù all, ken gallek all (rak n'eo ket un anv brezhonek hengounel Finistère ivez, anat deoc'h). --Neal 3 Du 2006 da 21:01 (UTC)
-
- An anv, pe droienn, penn ar bed, zo bet implijet a-raok savidigezh an departamant a gav din. n'eo ket nevez e brezhoneg, pe n'eo ket ken nevez ha re naoned pe roazhon.
Ober a ran ar c'hemm etre: 1° an anvioù brezhonek kozh (londrez, mezven, alamagn); 2°an anvioù brezhonekaet (Liger atlantel). er re-se e ran ar c'hemm etre a) ar re hon eus ezhomm evit ren ur vuhez vrezhonek (Liger atlantel) b) ar re zo ken estren ha ken diezhomm ha Birmingham pe Vladivostok, a c'haller treiñ evit ar fent, lakaat en ur pennad, met n'int ket da lakaat e-lec'h an anv ofisiel en un holloueziadur. Bianchi-Bihan 4 Du 2006 da 09:23 (UTC)
-
-
- sur-amt ez eus kement a dud a oar hag a gomz ingal brezhoneg e departamantoù zo e frañs evit el liger atlantel - muioc'h marteze. ezhomm e vefe gallout kaozeal diwar o fenn e brezhoneg ivez kea? ha ken kozh all eo e gwirionez an "anvioù brezhonek kozh" - ha pet oa oa bet krouet gant Roparzh Hemon ha tud all n'eo ket keid all zo?--Neal 4 Du 2006 da 10:48 (UTC)
-
Kemmadurioù
-
- Reterbireneoù e vije, en ur ger, gant ar c'hemmadur: votomp etre an tri anv brezhonek hag an hini gallek eta. pet den a vot? Tri? pevar? Bianchi-Bihan 4 Du 2006 da 09:23 (UTC)
ya, perak ket? evit a sell ouzh ar votadegoù, kemer a raio perzh an dud ma fell dezhe, hini ebet (na merour/ez e vefe) a c'hell rediañ an dud da votiñ. ha mat e vefe dit lakaat utr sizhunvezh evit menel digor ar votadeg pe hiroc'h evit ma kemerfe perzh ar muiañ tud posubl?--Neal 4 Du 2006 da 10:39 (UTC)
Gwiana
(Diwar: Kaozeal:Gwiana)
A-viskoazh em eus bet graet Gwian eus ar vro, ha Gwiana eus an hini saoz.Bianchi-Bihan 8 Mez 2006 da 20:24 (UTC)
War a seblant eo troet an dud gant an departamantoù, neuze e kadarnaan pezh am eus skrivet uheloc'h.Bianchi-Bihan 4 Du 2006 da 09:11 (UTC)
n'eo ket ganin m'eo bet krouet ar pennad-mañ na kemmet eo bet an totil ganin ivez evit klotaat gant an doare am boa bet d'ober war-dro anvioù an departamantoù all - bez' e oa bet ouzh ar pennad dija ha savet am boa al liamm er patrom a-benn gas war e du, setu tout. dres evel war ar pennad Gwadeloup (so. kaozeadenn stag ouzh ar pennad-se) eo bet labourat war ar pennad-mañ gant meur a hini ha n'en doa hini ebet savet a-enep d'ar stumm bet implijet evit e envel, neuze komprenet am boa e oa un emglev war ar fed-se. kemmet e c'hello bezañ evel an anvioù all ur wez ma vo bet votet war an afer-se.--Neal 4 Du 2006 da 10:44 (UTC)
- Amañ hon eus da blediñ muioc'h gant un anv bro eget gant un anv departamant. Gwiana eo a vez kavet a-gozh gant R. Hemon, ha kavet e vez ivez e-barzh Geriadur an Here. Rognogno 5 Du 2006 da 13:06 (UTC)
Gwadeloup
(Diwar: Kaozeal:Gwadeloup)
Perak Gwadeloup , teir silabenn (ha distagañ "e" evel Menez Bre?) ha nelet Gwadloup, pa ne vez distaget nemet div silabenn ha pa glot gant an anv kreolek ouzhpenn?Bianchi-Bihan 4 Du 2006 da 06:40 (UTC)
ingal eo din. petra soñj an dud all? met sell da gentañ ouzh istor ar bajenn hag e weli eo bet labourat warnañ gant meur a hini (n'on ket en o zouez d'am soñj) ha betek-hen hini ebet en doa savet ar goulenn-se. ret eo kompren neuze eo reizh ar stumm-se evit an darn vrasañ eus an implijerion ha rankout a ra bezañ miret keit ha ma ne vije ket bet tizhet un emglev all.--Neal 4 Du 2006 da 08:07 (UTC)
A-du on gant an doare se de labourat. Salv ma vo graet gantañ gant an holl.Bianchi-Bihan 4 Du 2006 da 09:09 (UTC)
an doare boas da labourat an hini eo. pa sav ur gudenn 8evel ma'z eus bremañ) e vez tabutet ha klasket e diskoulmañ.--Neal 4 Du 2006 da 10:41 (UTC)
- Amañ hon eus da blediñ muioc'h gant un anv bro eget gant un anv departamant. Gwadeloup eo a vez kavet e-barzh geriadur R. Hemon hag en hini an Here. Brezhonekoc'h e seblant bezañ eget "Gwadloup", gant ar pouez-mouezh war an eil silabenn èl rezon "Gwadeloup". Keñveriañ stummoù amprestoù evel "batiri" (brezhonekaet gant ar bobl) ha "batri" (manet gallek e genoù ar vrezhonegerien).Rognogno 5 Du 2006 da 13:13 (UTC)
- Kompren a ran, ha plijout a ra din gwelout unan bennak prederiet gant an distagadur.
- N'eo ket fall gwelout orin ar ger. Koulz din ober gant ar ger spagnolek (gant ar spagnoled eo bet degaset ar ger, Guadalupe, arabek e orin) a gloto e zistagadur gant doare ar brezhoneg. A-hend-all e vo taolmouezhiet ar ger gallek evel an hollc'herioù gallek.Bianchi-Bihan 6 Du 2006 da 00:54 (UTC)
-
-
- me gave din e oa bet lâret ganez e oas a-du gant ar stumm-se hag an doare-se d'ober ha bremañ o klask pemp traod d'ar maout peogwir n'emañ ket an traoù o vont war da du-te? Gant "Gwadalopa" e vije bet tu ober evit ma kouzhfe ar pouez-mouezh e brezhoneg evel e spagnoleg. n'on ket a-enep tamm ebet. u c'hinnig eo ha ken talvoudus eo da re ha re ar re all (daoust ma ma klaskez lakaat an dud da grediñ ne vez ket doujet ouzhit ganin-me!)--Neal 6 Du 2006 da 06:34 (UTC)
-
Nisa ha dre vras (1)
(Diwar: Kaozeadenn Implijer:Neal)
Nis, not nice? A-raok kemm un anv, ne vije ket fall kaozeal. Lod all a ra. Bremañ ne chom ken dit kemm ar ger er pennad. Un tamm hiroc'h e vo.Bianchi-Bihan 2 Du 2006 da 17:57 (UTC)
ha n'eo ket bet kemmet? hag un abeg resis 'teus evit kavout gwell brezhonekaat ar stumm gallek kentoc'h evit brezhonekaat ar stumm okitanek, dreist-hholl pa vez ar stumm Nisa an hini a gaver e geriadur Roparzh Hemon? me 'gave din e ranke bezañ ur fazi nemetken, setu n'an ket da c'houlenn bewech ma kavan un dra skrivet fall (hervez ar stummoù anavezetañ, evel-just, ha n'eo ket diouzh ma c'hoant-me). ma, ma 'teus c'hoant implijout stummoù gallekaet hag advrezhonekaet anvioù-lec'h zo disheñvel diouzh an implijoù boutin, lâr din ha tu e vo da gaozeal diwar-benn ar poent-se etrezomp-ni holl. Betek-hen e vefe gwell ober gant stummoù a c'hell pep hini o c'havout en uj doare aezet. ha sevel un adkas a c'hellfen ober ma 'teus c'hoant. ha na ankoue ket, moiaen zo da menel sevn atav ivez - un tammig berroc'h e vo --Neal 2 Du 2006 da 18:04 (UTC)
Karout a rafen bezañ gouest da implij ar wikipedia brezhonek da zeskiñ anvioù an departamantoù gall d'am bugale evel ma implijan al Larousse da zeskiñ dezho broioù Afrika.
- n'eo ket bet savet evit ar pal-se mac'hat, met bez' e c'hellez ober memestra. n'eus forzh penaos, ma vefont lakaet e galleg holl ingal eo ober gant ar wikipedia e brezhoneg, gant al larousse pe c'hoazh gant ar wikipedia e galleg evit deskiñ o anvioù.--Neal 4 Du 2006 da 08:23 (UTC)
Lakaat anvioù brezhonek d'an departamantoù zo droch peogwir ne servijint ket: n'eus ket bet ezhomm anezho a-raoK, ne vo ket ezhomm anezho war-lerc'h war zigarez ma vint bet ijinet da lakaat e-barzh wikipedia, ha n'o deus ket kalz chañsoù da vezañ adkemeret en ul levr douaroniezh embannet gant TES.
- ken "droch" int (gerioù gros atav ganez, trugarez) ha lakaet e brezhoneg anvioù departamantoù breizh evel h "Finistère" > "Penn-ar-Bed" ha ne oa ket bet oute a-raok ivez evel-just. "droch" int, evel ma lârez, peogwir n'out ket boas oute, setu tout. ha goulennet e oa bet ali an hoill a.-benn kavout an doare gwellañ d'o zreiñ e brezhoneg (kenlabourat n'ec'h eus ket graet war an afer -se, rak re "heuget" e oas). ne dalvez ket ar ger "radar", bet krouet a-ratozh-kaer e 1941 e saozneg? ne oa ket bet anezhañ a-raok ivez, met boaziet out bet outañ ha ne seblant ket ken droch ken hiziv ha ma seblante d'ar mare-se sur ha n'eo ket marteze. TES n'eo ket mestr war ar wikipedia ivez, met ne vern, pa vez adkasoù e c'heller mont d'an eil stumm d'egile hep poan ebet. setu, n'eus kudenn ebet implijout stummoù disheñvel war ar wikipedia diouzh ar re a gever e lec'h all.--Neal 4 Du 2006 da 08:23 (UTC)
EFED: Mont a raio an dud ordinal da sellout e-barzh ar wiki gallek peogwir e c'hallor fiziout ennañ evit an anvioù ofisiel. Ma n'eo ket graet ar wikipedia brezhonek evit ma vo sellet outañ, ne vo ket graet. Setu disoc'h an tamm enklask graet en dro din.
- war a welan-me ec'h eo aet kalz war-raok an niver a dud agenlabour war ar wikipedia e brezhhoneg hag ivez an niver a bennadoù da gaout. evel-just ec'h aio an dud da sellet war ar wikipedia e gallek peogwir e kaver ennañ kalz muioc'h a bennadoù. ne vern da damm enklask-te e gwirionez, rak da vont war an hent-se e vije ret d'ar genlabourerion sevel ar pennadoù bet pedet gant an dud ma'ch out bet da c'houlenn digante ha n'a ket en-dro evel-se. mne lâran ket e vefe mat klask kenlabourat gant skolioù hag all, met n'ahallont ket dont da vezañ mest war ar raktres hag a zo libr e meur a geñver.--Neal 4 Du 2006 da 08:23 (UTC)
A-hend-all e karfen adsevel skeudennoù evit bikini, kavet er wiki italian. Ma anavezez unan... Bianchi-Bihan 4 Du 2006 da 07:11 (UTC)
Dre vras (2)
(Diwar: Kaozeadenn Implijer:Benoni)
Skeudennoù zo da adsevel war ar bajenn bikini. Mar anavezez unan gouest d'ober. Setu pennadoù ha ne sav ket re a zizemglev diwar o fenn. Aesoc'h da implij er skolioù eget taolenn an departamantoù gall. Diwar-benn an anvioù departamantoù e vije bet gwelloc'h lezel echuiñ sevel ar pennadoù a-raok kregiñ da gemm ... ha kaozeal etrezomp un tamm. Bianchi-Bihan 4 Du 2006 da 07:00 (UTC)
o ya 'hat, talvoudus-tre seurt pennadoù evit ar skolioù feiz! ha daoust ha m'emañ gwir e c'hell ar wikipedia bezañ talvoudus evit ar skoloioù e berzhoneg, n'eo ket hennezh e bal, pe d'an nebeutañ ne oa ket bet savet gant ar pal se. hag ur wezh all, n'eo ket ret leuskel an dud da "achuiñ" ar pennadoù bet kroget gante. paour a-walc'h eo meur a bennad diwar-benn an departamantoù, ha ret e vije d'an implijerion/ezed all gortoz ma vefent bet peurachuet an holl gwitibunan a-raok gallot labourat warne? --Neal 4 Du 2006 da 08:00 (UTC)
Dre vras (3)
(Diwar: Kaozeadenn Implijer:Bianchi-Bihan)
Anvioù Departamantooù ha Stêrioù Frañs ha ne vefe ket tu da vrezhonekaat anvioù departamantoù ha stêrioù Frañs (kentoc'h dre implijout da diazez ar stummoù orin, da skouer an okitaneg, hag all) kentoc'h evit implijout ar stummoù gallek war-eeun? evit aezaat ar c'hlaskoù e c'hellfe bezañ savet adkasoù. (gwelet a rez, goulenna ran mar vez ezhomm!) --Neal 3 Du 2006 da 07:57 (UTC)
Enoret on ... Kaozeal a-raok diskar, pe goude? 1° An departamantoù gall zo gall, gallek, hag ofisiel. Sed ar pezh a c'hortozer gwelout en un holloueziadur. Perak ne drofemp ket Oklahoma pe Saskatchewan? 2° Brezhonekaat re Vreizh, mat. Abalamour dimp da vevañ e brezhoneg: pelloc'h n'in ket. 3°Neuze, da studiañ:
- Na gemm netra a-raok ali an dud a labour war ar pennad. Re ziwezhat evel just. Neuze e adlakin ma labour evel a-raok ma-unan.
- Mezven evit ar stêr, Mayenne evit an departamant (anv ur gêr eo ivez). Alioù all? Roen evit ar stêr. Haut/Bas-Rhin evit an dep. Hag all.
- Garona evit ar stêr. Chom hep treiñ Tarn et-Garonne, hag all.
- Liger ar stêr. Loire en anvioù departamantoù.
Mar gallomp kaozeal, kaozeomp. Evit poent n'em eus ket c'hoant ken da echuiñ al labour e oan krog gantañ. Kerzh da c'houzout perak. Bianchi-Bihan 3 Du 2006 da 20:42 (UTC)
un tammig re dechet out da gaout c'hoant atav da adlakaat 'da labour d'am soñj. hag al labour bet boulc'het ganez, pe gant forzh pehini all (me en o zouez, evel-just) a c'hell bezañ kemmet, achuet, kendalc'het gant n'eus forzh peseurt implijer/ez all hep rankout mont da c'houlenn da ali na ali ebet tud all bet o labourat war ar pennad-mañ'r-pennad. un ali an hini nemet kene evef ret lakaet liger evit ar stêr ha loire evit an departamant. me, n'on ket a-du. mar sav ur gudenn diwar-bnn se n'eus nemet lakaat an termennoù-se da dabutal gant an holl hag ur wezh bet kemeret un diviz doujañ dezhañ (ha doujañ a rin, diouzh ma ferzh, plij pe ne blijo ket din, evel em eus bet graet dija). hag evit achuiñ, n'eo ket gwir e toujfer d'an anvioù ofisiel war ar wikipedia e brezhoneg evit envel ar pennadoù - n'eo ket Kanada anv ofisiel ar vro-se, met Canada ha koulskoude e vez lakaet Kanada e brezhoneg (keit gant re an Here ha ganin-me...). ha perak e vefe ken disheñvel all anvioù departamantoù frañs - peogwir e oar ar vrezhonegerion holl galleg marteze? ur mell abeg e vefe neuze evit svel pennnadoù gante titloù evel pskiloji hag all. boñ, ay on skuizh, kalz am eus labourat, gant tud all, evit lakaat ar wikipedia e brezhoneg da dizhout pal an 10.000 pennad ha n'on ket o vont da dabutal pelloc'h diwar-benn an tem-mañ. kaset e vo d'ar gumuniezh ar goulenn ha diskoulemet etrezon-ni holl a-benn klask kaout un emglev--Neal 3 Du 2006 da 20:59 (UTC)
Setu! Dre ar penn-se e oa ret kregiñ ganti a-raok ober sklabez.Bianchi-Bihan 4 Du 2006 da 06:03 (UTC)
arabat dit lâret e fell dit kaozeal pa ne rez ket. displegañ am eus graet dre an hir ha n'out goust nemet da lâret eo "sklabez" pep tra na glotfe ket gant da vennozhioù-te ha da lâret out "heuget" bewech ma vexz kemmet ur pennad bet boulc'het ganez.--Neal 4 Du 2006 da 08:03 (UTC)
Dre vras (4)
(Diwar: Kaozeadenn Patrom:Departamantoù Frañs)
brezhonekaet am eus un tammig ha kuitaet displegadennoù pe heñvelstummoù rak kavet e vefont e korf pep pennad ha tu 'zo ivez da sevel adkasoù--Neal 3 Du 2006 da 10:24 (UTC)
ne gomprenan ket perak emañ diouezet e div golonenn rak sañset ec'h afe e bloc'hadoù c'hwec'h ha c'hwec'h. Piv a c'hello renkar ar gudenig-se?--Neal 3 Du 2006 da 11:38 (UTC)
- Diskoulmet 'm eus ar gudenn. Añfin, krouet 'm eus ur patrom nevez, peogwir e oa re luziet da hini evidon. Ret adbrezhonekaat bremañ... Pe tu 'zo dit dont en-dro d'az fatrom kozh, met ne ouezan ket e renkañ... Benoni 3 Du 2006 da 12:37 (UTC)
Trugarez vras dit. Brezhonekaet e vo en-dro war-lerc'h. ya. aezetoc'h e vije bet mont da dapout ur patrom all kentoc'h evit klask adober unan bet savet evit un tem all.--Neal 3 Du 2006 da 12:42 (UTC)
Brezhonekaat Me 'gav din e vefe gwell brezhonekaat ar muiañ posubl anvioù an departamantoù. Mat e vefe kaozeal etrezomp-ni holl evel-just a-benn kavout un emglev ledan.
Setu ma c'hinnigoù.
- 01 Ain En (< frankeg-provañseg: En)
- 02 Aisne ?
- 03 Allier Aleir (?) (< * okitaneg: Alèir)
- 04 Alpes-de-Haute-Provence Alpoù-Provañs-Uhelañ
- 05 Hautes-Alpes Alpoù-Uhelañ
- 06 Alpes-Maritimes Alpoù-an-Arvor
- 08 Ardennes ?
- 09 Ariège Arieja (<okitaneg: Arièja)
- 10 Aube Aob (?)
- 11 Aude Aod (?) (< okitaneg: Aude)
- 12 Aveyron Aveiron / Avaeron (?) (<okitaneg: Avairon)
- 13 Bouches-du-Rhône ?
- 14 Calvados Kalvados / Kalvadoz (?)
- 15 Cantal Kantal (< okitaneg: Cantal / Cantau / Chantal / Chantau)
- 16 Charente Cherant / Charanta (?) (< poitevineg-saintoñjeg: Chérente; okitaneg: Charanta)
- 17 Charente-Maritime ?
- 18 Cher Char (<okitaneg: Char)
- 19 Corrèze Koreza (< okitaneg: Corresa)
- 2A Corse-du-Sud Su Korzika / Korsika-ar-Su (< korseg: Corsica suttana)
- 2B Haute-Corse Korsika-Uhelañ (< korseg: Alta Corsica)
- 21 Côte-d'Or Aodoù-Aour / Aodoù-Alaouret (?)
- 23 Creuse Krueza (?) (<okitaneg: Cruesa)
- 24 Dordogne Dordogna (< (okitaneg Dordonha)
- 25 Doubs Doubs (< frankeg-provañseg: Dubs)
- 26 Drôme Droma (< okitaneg: Droma)
- 27 Eure ?
- 28 Eure-et-Loir ?-ha-Liger
- 30 Gard Gard (< okitaneg: Gard)
- 31 Haute-Garonne Garona-Uhelaañ
- 32 Gers Jers (< okitaneg: Gers)
- 33 Gironde Jironda (< gwaskoneg: Gironda; poitevineg-saintoñjeg: Jhirunde)
- 34 Hérault ? (< okitaneg: Erau/Eraur)
- 36 Indre ?
- 37 Indre-et-Loire ?-ha-Liger
- 38 Isère Izera (> okitaneg: Isèra; frankeg-provañseg Isera)
- 40 Landes Lannoù (< gwaskoneg: Las Lanas)
- 41 Loir-et-Cher 'Liger-ha-Char (<okitaneg: Char)
- 42 Loire Liger
- 43 Haute-Loire Liger-Uhelañ
- 45 Loiret ?
- 46 Lot Olt ? (<okitaneg: Òlt/Òut)
- 47 Lot-et-Garonne Olt-ha-Garona (?)
- 48 Lozère Lozera (<okitaneg: Losera)
- 49 Maine-et-Loire ?-ha-Liger
- 50 Manche 'Mañch ?
- 51 Marne Marn
- 52 Haute-Marne Marn-Uhelañ
- 54 Meurthe-et-Moselle ? Mas-ha-Mozel (?) (< alamaneg: Maas + alamaneg: Mosel; luksembourgeg: Musel)
- 55 Meuse Mas (?) (< alamaneg: Maas)
- 57 Moselle Mozel (< alamaneg: Mosel; luksembourgeg: Musel)
- 58 Nièvre Nièvre
- 59 Nord Norzh ?
- 60 Oise ?
- 61 Orne Orn
- 62 Pas-de-Calais ?
- 63 Puy-de-Dôme ? (< okitaneg: lo Puèi de Doma / lo Puèi Domat)
- 64 Pyrénées-Atlantiques Pirineoù-Atlantel
- 65 Hautes-Pyrénées Pirineoù-Uhelañ
- 66 Pyrénées-Orientales Reter-Pirineoù
- 67 Bas-Rhin Roen-Izelañ (< alamaneg: Unterelsass, d.l.e. "Elzas-Izelañ")
- 68 Haut-Rhin Roen-Uhelaañ (< alamaneg: Oberelsass, d.l.e. "Elzas-Uhelañ")
- 69 Rhône Rona (< frankeg-provañseg: Rôno)
- 70 Haute-Saône Saona-Uhelaañ
- 71 Saône-et-Loire Saona-ha-Liger
- 72 Sarthe ?
- 74 Haute-Savoie Savoia-Uhelañ
- 76 Seine-Maritime Saena-an-Arvor
- 77 Seine-et-Marne Saena-ha-Marn
- 78 Yvelines ?
- 79 Deux-Sèvres ?
- 80 Somme ?
- 82 Tarn-et-Garonne Tarn-ha-Garona
- 83 Var Var (< provañseg: Var)
- 84 Vaucluse 'Vaokluza (< provañseg: Vauclusa)
- 86 Vienne Viena (< poitevineg-saintoñjeg: Viéne; okitaneg: Vinhana pe Viena)
- 87 Haute-Vienne Viena-Uhelaañ
- 88 Vosges
- 89 Yonne Yonne
- 90 Territoire de Belfort Takad Befert (< alamaneg: Bef(f)ert)
- 91 Essonne Eson
- 92 Hauts-de-Seine Uhelderioù-Saena' ?
- 93 Seine-Saint-Denis Saena-Sant-Denez'
- 94 Val-de-Marne ?
- 95 Val-d'Oise ?
- 971 Guadeloupe Gwadeloup (< kreoleg: Gwadloup)
- 974 Réunion Ar Reunion
--Neal 3 Du 2006 da 13:10 (UTC)
Me gav din e vije ret, pa 'z eus tu, kemer ar muiañ posubl an anv roet gant tud ar vro, pa n'eus ket un anv brezhoneg. Setu a-du gant Alpoù-an-Arvor evit Alpes-Maritimes, met marteze lakaat kentoc'h Losera (dle e Okitaneg) evit Lozère. Hag e barzh ar pennad lavar petra eo an anv ofisiel e galleg, ha penaos distagañ e brezhoneg ma 'zo ezhomm. Benoni 3 Du 2006 da 14:31 (UTC)
A-du penn-da-benn. setu ma soñj-me lâret gant unan bennaket all ger-ha-ger! --Neal 3 Du 2006 da 15:07 (UTC)
Lozera ha Koreza gant z e brezhoneg, diouzh an okitaneg Coresa ha Losera (ha n'eo ket *Coressa ha *Lossera)--Neal 3 Du 2006 da 15:19 (UTC)
Ne dalv ket ar boan mont da ijinañ stummoù nevez pa'z eus reoù hag a zo en implij dija (el levrioù pe er Wiki brezhonek paneveken), pe a gaver e geriadur Roparz Hemon. Pireneoù (gant daou e) (Pyrénées), Ron (Rhône), Roen (Rhin)... a gaver gant R. Hemon. A-hend-all, mat eo doujañ d'ar stummoù e yezh ar vro, kement-se a dalv evit ar galleg ivez, ne gav ket din eo dreist mont da glask ijinañ stummoù evit Nièvre pe Yonne, a zo galleg ha mat pell 'zo, evit an dra a zo gall pa n'eus ket galloc'h, an departamañchoù. Rognogno 3 Du 2006 da 16:40 (UTC)
- Trugarez eus da gomzoù fur. Rak krog ez eus lod da bellat diouzh ar furnezh .Bianchi-Bihan 3 Du 2006 da 20:07 (UTC)
trugarez. reizhet. hag ar re a van?--Neal 3 Du 2006 da 17:06 (UTC)
Heuget
Ar pezh zo dispar ur wech ouzhpenn eo ne vo ket kaoz gant ar re o doa boulc'het (ha boulc'het mat) al labour a-raok kaoc'hañ ar stal.
Piv en deus dibabet ar ger "Reter Pireneoù"? Pelec'h eo bet implijet a-raok? Neblec'h nemet e penn un den. Ha ma sav c'hoant din lakaat Pireneoù ar Reter, ganet pemp munut zo e Breizh etrezon ha ma gwreg, anavet gant daou zen da vihanañ e-maez ar wiki, petra a ran? Evel un aotrou amañ, cheñch hep kaozeal? Ouzhpenn 90 pennad zo, peadra zo da c'hoari. Ha Val d'Oise, penaos e lakaez se? Bianchi-Bihan 3 Du 2006 da 20:04 (UTC)
da gentañ-penn e c'hellfez chom sioul - met hom anaout areomp ha goût mat a-walc'h e vo diaezet dit pa c'hoarzvez un dra n'out ket plijet gantañ. m'añfin... ret eo goût n'eo ket *dav* mont da c'houlenn ali unan bennak a-raok kemmañ ur pennad bet boulc'het gantañ/i pe bet labourat warni ganti/añ. evel-se eo ma'c'h an end-dro ar wikipedia. ha mar sellez un tammig pisjoc'h e weli omp bet daou den (n'eus ket kalz a dud a labour ingal war ar wikipedia e brezhoneg) bet roet hom ali - ha bremañ, ganez-te, omp tri (ha n'eo ket un den e-unan) - n'eus forzh penaos ne welan ket perak e vefe falloc'h ur mennozh diwanet e penn un den e-unan pa denn da vrezhonekaat an traoù evit ur mennozh all bet diwanet e penn un den all e-unan hag en doa divizet sevel pennadoù e galleg o zitloù penn-da-benn hep goulenn ali da dud all (da skouer tud eveldon hag a zo bet o labourat satrt abaoe keidall war ar raktres-mañ - met goût mat a ran penaos ec'h a en-dro an traoù ha n¡on ket on vont da glemm na da c'houlenn kemendall). peurliesañ e klasker ober gant titloù ar pennadoù e brezhoneg (kea?) ha mar vez ezhomm (evit an abeg-mañ'n-abeg) e vez graet gant adkasoù evit aezaat ar c'hlaskoù. ne welan ket pelec'h emañ an dalc'h, pe reishoc'h e vefe ober gant Pyrénées Atlantiques evit gant Pireneoù Atlantel e brezhoneg? ne welan ket perak. ha goulenn ali an dud am eus graet - ha n'ec'h eus ket respomntet a-raok (na te na da wreg). ha ken diazet eo kompren Pireneoù ar Reter - pe tu zo da gompren e vefe La Mayenne lakaet e brezhoneg? ha ma klasker Pyrénées Orientales e vezer kaset war-eeun d'ar pennad-se. ouzhpenn-se emañ meneget niverenn pep departamant er patrom, setu ec'h eo aezet a-walc'h mont eus ar stummoù brezhonekaet d'ar stummoù e galleg mar karer. Evit a sell ouzh Val d'Oise hag all, maa sellez un tammig ha chomez a-sav da lenn un tamm mat trenkiloc'h e weli, ur wezh all, em eus pedet ali an dud evit an elfnnoù a van. A galon.--Neal 3 Du 2006 da 21:01 (UTC)
- Mat e vez bepred kaout soñj meur a hini a-raok ober dibaboù. Lezomp amzer gant meur a hini da reiñ e soñj ivez. Soñj an den en doa savet ar pennadoù da gentañ a vije bet kaout a-raok cheñch. An darn vrasañ eus an dud a vez displijet pa vez cheñchet ar pezh o deus graet hep na ouifent.
Ar brezhoneg n'emañ ket da adsevel. Ret eo deomp, er Wiki, ober gant ar stummoù a zo en implij gant ar vrezhonegerien. N'eus ket da ijinañ stummoù nevez ma'z eus stummoù en implij dija. Gant ar riskl da faziañ... Din da c'houzout e vez implijet stummoù brezhonek evit departamantoù Breizh, evit un nebeud re n'emaint ket e Breizh ivez, evel Vande pe traoù a c'heller treiñ aes a-walc'h evel Pireneoù Atlantel. Evit ar re all (Lozère, Haute-Marne pe Loir-et-Cher) e vezer boas d'ober gant ar stummoù gallek. Evit anvioù ar stêrioù avat e kaver stummoù brezhonek (a-gozh a-wechoù) : Rhône (departamant) / Ron (stêr), Mayenne (departamant) / Mezven (stêr). Chomomp fur eta. --Llydawr 3 Du 2006 da 22:15 (UTC)- Da'm soñj emañ ar furnez amañ gant Llydawr. Rognogno 5 Du 2006 da 13:15 (UTC)
Dre vras (5)
(Diwar: Kaozeal:Alpes de Haute-Provence)
na grog ket ur brezel embann me da bed! re wir marteze e vefe ar stumm gallek an hini ofisiel nemetañ. hag a-raok ma oa bet lakaet da genofisiel anvioù departamantoù breizh (ha kenofisiel int e gwirionez) e vije bet ret ober gant an anvioù gallek e brezhoneg ivez? ne c'hell ket hounnezh bezañ ur reolenn envel, rak a-hend-all ne vefe ket tu da sevel pennadoù gante titloù e brezhoneg hag a dennfe da bro ebvbet er bed, rak n'eus hini ebet ganti un anv brezhonek ofisiel. Ha ret e vo adenvel Sina < Zhongguo? - n'he deus ar vro-se anv ofisiel ebet all.--Neal 3 Du 2006 da 20:51 (UTC)
Penaos e ra ar wiki saoznek gant anvioù gallek an departamantoù?
Chom hep treiñ anezo evit mirout an anvioù ofisiel evel-just: [[1]] Bianchi-Bihan 5 Du 2006 da 15:30 (UTC)
- ya, peogwir ne vev ket ar saoznegerion/ezed war an hevelep takad geopolitikel, da lâret eo Stad Frañs, ha n'eo ket evite ar galleg ur yezh hag a vac'h warne...
- met ne vern penaos e ra ar saozneg e gwirionez, rak ur yezh distag dioutañ eo ar brezhoneg hag ober a c'hell evel m'en deus c'hoant evel-just.
- Keñveriet gant un nebeut yezhoù all komzet e Frañs ivez ma'c'h eus c'hoant (votiñ a zo tu d'ober ivez...)
- A galon --Neal 5 Du 2006 da 17:06 (UTC)
Krediñ a ran e teu ar c'hoant da okitanekaat an departamantoù eus ur fed politikel anat ha douaroniezhel splann: un drederenn eus anvioù an departamantoù zo en Okitania. Goude-se eo yezhoù kar ar galleg hag an okitaneg, hag emañ an drederenn eus ar gerioù en okitaneg dija. Un doare da adpiaouañ o sevenadur eo. pep hini e sellboent. Ni n'omp ket Okitaned. Dezho eo Okitanek anvioù ar stêrioù ha menezioù gall, hag un haroz Yann Dizouar. Deomp eo gallek , ha muntrer hon dug Arzhur eo egile. Lavarout a rez: "ar brezhoneg a c'hall ober evel en deus c'hoant". Nann: ar vrezhonegerien a c'hall. Ar brezhoneg a raio atav n'eus forzh petra, hervez an hini a blego anezhañ. Met n'eo ket d'un dornad tud da zibab e rankont ober gant ur pakad gerioù ijinet dec'h da noz evel En. Amañ emaomp o veskañ ar yezh-c'hoariell hag ar yezh benveg deskiñ. Mar deo ret dibab: ober evel katalaned hag okitaned, pe evel ar saoznegerien hag an alamaned, ha re all, n'eus nemet ober evel ar brasañ niver, ha n'int ket difur amañ.Bianchi-Bihan 5 Du 2006 da 18:49 (UTC)
evel-just e c'hell ar brezhoneg ober diouzh e c'hoant, pe kentoc'h e c'hell brezhonegerion/ezed zo implijout gerioù bet ijinet gante ha lakaat ha c'hoazh dre skrid. ha n'eo ket nemet gant un dornad tud eo e vez graet evel-se (roparzh hemon, saded, kreizenn c'heriouiñ diwan...) met graet e vez ivez gant vrezhonegerion/ezed a-vihanik (e bro-dreger d'an nebeutañ - ha ne lâran ket ne vez ket implijet gerioù gallek gante ivez). chom hep krouiñ gerioù ha chom hep implijout gerioù neve-krouet "droch" evit an darn vrasañ eus ar vrezhonegerion/ezed dam ya, an darn vrasañ n'o deus ket bet tro da vont d'ar skolioù diwan hag all) a dalvez chom hep ober gant gerioù evel pellgomz. ne welan ket perak ne vefe ket lakaet da ken droch all hag an anvioù departamant brezhonekaat hag a displijont kemendall dit ha termenadurezh all a gaver stank war ar wikipedia e brezhoneg, da skouer: Luc'heilerez Reizhiad korvoiñ, Savenn liesarc'hwel bureveg. ha termenoù hengounel int? hag implijet e vezont gant kalz a vrezhonegerion/ezed? ha neve-krouet int bet? hag a-bell ha gant piv? gant miliadoùa dud? ne welan ket e pelc'h emanñ an dalc'h gant brezhonekaat forzh petra e vefe ma fell ar vrezhonerion/ezed komz diwar e benn. ha gallek eo stummoù ofisiel nemete anvioù an departamantoù? ya, mac'hat - n'eus nemet ur yezh ofisiel e frañs ha n'eo ket ar brezhoneg an hini eo! ha ret eo dimp war ar wikipedia e brezhoneg asantiñ da seurt jakobinerezh, da lâret eo lakaat da dalñvezout ni hom-unan lezennoù yezhlazhel bet lakaet e plestr gant ar re a fell dezhe dikar yezhoù evel ar brezhoneg? trevadennet da vat e vefe hom spered neuze, sur ha n'eo ket marteze. hag evit a sell opuzh an okitaneg, ya en Okitania emañ meur a departamant, met n'int ket stummoù hengounel en okitaneg ivez - ijinet gant frañs eo bet an departamantoù e pep lec'h ha n'eo ket nemet e breizh... hag ouzhpenn-se, ma seller mat, eo bet okitanekaet anvioù departamantoù all ha n'int ket en Okitania. E katalaneg hag en euskareg eo bet graet heñvel (d'am soñj ez eus un hanter departamant ma vez komzet eurkarek ha n'emañ ket gwelloc'h an traoù e Norzh Katalonia). ober evel an darn vrasañ? ekstra, a-du on evit lakaat da dalvezout ar stummoù sinaek. ha perak e vefe ret plegañ d'ar saozneg pe d'an alamaneg (estreget ar fed ma klotont gant da sav-poent-te, evel-just) - ha rete e vefe plegañ d'an holl galloudoù impalaerour war bep tachenn. ale, gwelloc'h ober ivez neuze gant termennoù evel hardware, software, h.a. - evel en alamaneg, saozneg, italeneg (n'eo ket evel-se eo bet graet ivez gant diwan zoken d'am soñj). boñ. trawalc'h evidin. sklaer a-walc'h an traoù d'am soñj evit ma c'hellfe an dud lenn, kompren pep sav-poent ha votiñ mar fell dezhe.--Neal 5 Du 2006 da 19:10 (UTC)
Ar re all
Ouzhpenn ar saonegerien a ra gant anvioù gallek an departamantoù gall, ha ne droont netra:
- Svediz:[[5]]
- Alamaned
- Rused moarvat (n'on ket evit lenn); ne gomzan ket eus Sinaiz.
A-hend-all, peogwir int bet meneget:
- Tud Katalonia a dro anvioù ar c'hreisteiz, met ne droont ket pep tra: [[6]], hag ober a reont gant Rennes.
- Ma reomp evel an okitaned e larimp "Maine ha Liger", pezh a zo fentus: [[7]]. Peadra da dremen da dud sirius.
- Tud Euskadi zo aet da heul tud okitania: "Ille eta Vilaine", ha Rennes.
- Den ebet n'en deus sonjet ober gant En e-lec'h Ain.
Evit ober plijadur d'an holl e kinnigan:
- Ur bajenn anvioù departamantoù brezhonekaet
- ur bajenn anvioù ofisiel
Gallout a reer kinnig ivez ur bajenn damvrezhonekaet, pe ... meur a hini, hervez faltazi pep hini.
Gwelloc'h e kavan chom hep votiñ, din n'eus ster ebet amañ. Bianchi-Bihan 5 Du 2006 da 19:06 (UTC)
- e [[ruseg] [8] eo bet savet al lstenn glok e galleg penn-da-benn hag a feur ma vez savet pennadoù e ruseg diwar an departamant-mañ'n-departamant e vezont kirillekaet, un tammig e evel ma vije treuzskrivet Aine "En" e brezhoneg evit doujañ da reolennoù reizhksrivañ ar yezh-se...
just a-walc'h - ret eo ober gwelloc'h evit an okitaneg, da lâret eo deskiññ deiwar ar pezh a zo bet graet gante dija. n'em boa ket lâret e oa ret ober resis evel o deus graet en okitaneg, nemet lâret am boa graet e oa yezhoù all komzet e Stad Frañs ma veze troet (darn) eus anvioù an departamantoù daoust d'ar fed m'eoo ofisiel an anvioù e galleg nemetken. hepdout? n'out ket rediet da labourat war ar wikipedi, ouzhpenn-se ma n'out ket kat da genlabourata hervez an divizoù bet kemeret gant an darn vrasañ eus an implijerion/ezed bet lâret o mennozh ha roet o war an tem-man'n-tem e vefe gwelloc'h dit chom hep hen ober. trist e vefe koll tud - pep hini he/en deus un dra dalvoudus d'ober, met ret eo d'an holl sachañ war ar memes fun... goulenn ac'h poa graet ma vefe kaozeet diwar-ben an afer-mañ ha kaozeet vez, met pa welez e c'hellfe (ha n'eo ket sur tamm ebet) ar maout mont gant tud dishñvelñ o sav-poent diouzh da hini e tivizez e vefe gwell ober hepdout... ne c'heller tizout un emglev nemet m'en em glevomp holl, kea?--Neal 5 Du 2006 da 19:16 (UTC)
Skouerioù all hag a diskouez ec'h eo posubl treiñ pe x-ekaat anvioù an departamantoù:
- Esperanteg: troet holl[9]
- Lituaneg Troet holl [10]
- Japaneg [11] treuzskrivet holl e katakana
- Sinaeg [12] treuzskrivet holl dre implijout sinalunioù (nevezc'her!) hag ouzhpennet ar stumm ofiisel e galleg kiche-ha-kichen
- Spagnoleg [13] damdroet
- Portugaleg [14] damdroet
- Poloneg [15] damdroet/treuzskrivet hervez reolennoù reizkskrivañ ar poloneg
- Portugaleg [16] Damdroet
--Neal 5 Du 2006 da 19:36 (UTC)
Ne gomprenan ket peseurt prozezadur a zo amañ
War ar wikioù all e vez digoret ur bajenn dabut hag e pad an tabut ur prantadig a-raok ma vo digoret ar bajenn votiñ. Amañ ez eus tud o deus votet a-raok m'eo bet dispaket an arguzennoù eus pep tu. N'eo ket dereat ober evel-se d'am soñj (graet eo bet evel-se pell'zo, met ne oa nemet un degad den o labourat mui pe vui).
Ma teufe ar wiki brezhonek da vezañ aozetoc'h ha mui prederiet gant klask an asant ledenañ ma c'heller kaout ! --Ch. Rogel 7 Du 2006 da 17:49 (UTC)
a-raok ma vije bet dispaket arguzennoù pep hini? n'eus ket un dek pajennad er bajenn-mañ hag a denn da se? ledan em boa bet klasket sevel an dibaboù ivez. savet e oa bet ar votadeg-mañ evit klask dont a-benn d'ur gudenn hag a oa bet o plantañ reuz dre glak tizhout un emglev ledan. gant lakaat ar sizhunvezh d'am soñj evit ma c'hellfe an dud votiñ ha da lâret o soñj eo trawalc'h, dreist-holl pa seller ouzh an niver a dud deuet da reiñ o vot dija dindan 4 devezh. hag e gwirionez, daoust ha ma oa bet kaset ar gemennadenn d'an holl perzhidi enrollet (nemet d'ar roboted ha d'an dud ne oar ket brezhoneg hervez ma vez disklêriet gante o-unan war o fajenn bersonel) n'eus ket kemend-all a dud hag a labour ingal war ar raktres. ne lâran ket ne c'hell ket ar re na labour ket ingal votiñ, met gant ma vo votet gant en tu all an 10 den bennak hag a labour ingal e vo trawalc'h evit sioulaat an traoù. c'hoant em boa gallout tizhout un emglev buanig a-walc'h evit troc'hañ ar reuz a-raok ma'ch afe an treiñ war vreiniañ (ha war an hent-se int aet tamm-ha-tamm) ha d'am soñj e oa bet ar voiuezhiadeg-mañ an doare gwellañ d'ehen ober. a-hendall em bije gellet lakaet ma galloud evel merour da dalvezout dre kemmañ anvioù ar pennadoù hag o stankañ diouzh ma c'hoant betek ma vije bet tizhet un emglev met d'am soñj ne vije ket bet hennezh an hent dereatañ. demokratel ha sklaer a-awalc'h eo an traoù amañ d'am soñj (ha ne lâran ket e plijo an disoc'h d'an holl, evel-just) hag an niver a dud deuet da reiñ o ali ha da votiñ dija a diskouez eo bet degemeret mat ar c'hinnig gant meur a implijer/ez. --Neal 7 Du 2006 da 20:04 (UTC)
Ne oan ket evit ober un dagadenn ez-personel hag e kavan mat-tre da ginnig ober ur vouazhiadeg. Ul labour dispar't eus graet hag lennet 'm eus goude ma oa bet kaset ma soñj 't oa savet ar pajenn divizout d'ar sul.
Justamant, ma 'z eus tud oc'h ober brezeligoù sot, setu ar poent evit reiñ dezho an tech da vezañ furoc'h. Chañch kalz a draoù e-barzh labour un implijer hep goulenn e ali ha displegañ ar perakoù, n'eo ket sirius tamm ebet.
N'eus netra da welout gant ar gwir da chañch tra pe dra hag a zo pennaenn bennañ ar wikioù.
Pa kav un implijer eo direizh ar c'hemm e tle goulenn ali d'an holl ha chom hep kemm en-dro hag en-dro.
Memestra e kavan iskis ma ne sav ket den ebet pa wel ur votadeg hag un diviz asamblez. Petra o deus komprenet ar wikipedidi war pennaennoù didorr ar mouazhiadegoù? Darn anezho a oar petra eo ur votadeg war a gredan. Setu perak on dipitet, met kontant gant labour Neal a vo kelennus d'an holl memestra. --Ch. Rogel 7 Du 2006 da 22:43 (UTC)
Sell 'ta: tud all a sonj un tamm eveldon. Bianchi-Bihan 7 Du 2006 da 23:09 (UTC)
- Respont evit Ch. Rogel: Trugarez evit da respont. Gwir eo marteze e vije bet tu d'ober en un doare all. met e gwirionez ne oa ket kalz hiro'ch ar pennadoù o-unan evit bep o zitl ha hervez ma oa bet lâret gant an hini en doa o c'hrouet e oant bet savet gantañ a-ratozh-kaer evit mont buan-ha-buan en tu all d'ar 10.000 pennad e kave din ne oa ket gwall strikt. ouzhpenn-se ne oa ket bet lakaet war ar pennadoù-se patrom ebet evit kemenn e oant war ober implijet peurliesañ gant ar berzhidi evit diskwel emaint o labourat war ur pennad hag goulenn digant ar re all ne vefe ket kemmet. ken boaziet e oan ivez da welet e brezhoneg ha da glevet abaoe pell stummoù evel Pirineoù-Atlantel ma kave din e oa bet ur fazi nemetken gant an implijer kentañ boulc'hañ ar pennadoù dindan anvioù gallek, dreist-holl, evel m'ec'h eus lâret da-unan dija, e oa bet ur bolitikerezh betek-hen war ar wikipedia a denne da implijout bewech stummoù brezhonekaet seurt anvioù-lec'h. --Neal 8 Du 2006 da 07:41 (UTC)
Liammoù
Piv a zo gouest da zisplegañ din an dra-mañ: --Er pennad departamant gall ez eus ul listenn departamantoù, hag eo aet glas an anvioù Aube, hag Ardennes peogwir 'm eus boulc'het ar pennadoù. --Er pennadoù Aube hag Ardennes ez eus un daolenn all gant anvioù departamantoù, ha ruz e chom an anvioù .
Ur burzhud eo? Bianchi-Bihan 7 Du 2006 da 23:38 (UTC)
burzhud ebet evel-just. ne oa ket bet savet un adkas ha setu tout. graet e vo - aezat tra!--Merour (N) 8 Du 2006 da 07:44 (UTC)
Graet--Merour (N) 8 Du 2006 da 07:46 (UTC)
N'eus forzh penaos e labouran adal ar pennad departamant gall, ha hennezh a ya war c'hlasaat tamm ha tamm. Salv ma pado. Bianchi-Bihan 8 Du 2006 da 08:02 (UTC)
Ar ger-mell
- Un dra a bouez bras pa gomzer eus douaroniezh: implij ar ger-mell.
- En anvioù broioù ha kêrioù ne vez ket, sed ar reolenn (nemedennoù zo). Evit ar stêrioù hag ar menezioù e vez lakaet ar ger-mell, sed ar reolenn (nemedennoù zo c'hoazh).
- Hag evit an departamantoù?
- Sede ma c'hinnig: peurvuiañ int anvioù stêrioù ha menezioù, neuze e talv reolenn ar rumm gerioù-se evito ivez, ha n'eo ket reolenn ar broioù. ::Panevet-se e vije ret ober gant Ain evit an departamant, hag an Ain evit ar stêr. Ne vije ket dreist-ordinal, kêrioù zo zo anvioù stêrioù ivez (Gwaien, Mayenne), met dibab a ranker.
- Dre vras e welan e vez graet evel-se (evel a lavaran ober) gant an holl, met c'hoant am boa da venegiñ ar c'hraf-mañ, pa ne oa ket bet graet c'hoazh, hag evit kaout evezhiadennoù an implijerien all war ar c'hinnig. Bianchi-Bihan 9 Du 2006 da 05:01 (UTC)
Brezhonekaat, ya, met diwar anaoudegezhioù (gerdarzh an anvioù-lec'h ha soniadouriezh istorel)
Boulc'het eo bet labour brezhonekaat an anvioù gallek gant Théo Jeusset er bloavezioù '30. Kendalc'het eo bet gant meur a den (R. Hemon, KIS-SADED, Youenn Olier hag reoù all.
Ar re-se o doa studiet al latin, ar yezhoù keltiek ha soniadouriezh istorel ar yezhoù latin ha keltiek.
N'eo ket bet echuet, siwazh, al labour war anvioù an departamantoù gall (er c'hontrol eo bet lakaet roll ar "broioù istorel gall" war [17]Geobreizh.
Evidonme n'eus ket tu da dammvrezhonekaat, rak ne welan ket penaos lakaat asamblez Mezven ha Oise pe Creuse. Ret eo dibab etre peurvrezhonekaat pe lezel e galleg.
Kavout a ra din dreeist ma afe e klaoustre ar wikipedidi desketañ leuniañ an toulloù evel en deus kinniget Neal dre ar roll en deus savet. Mat e vije lakaat anezhi en ur spas boutin evel Kendivizoù reolata/Anvioù douaroniel.
Koulskoude, ne 'm eus ket gwelet den o c'hinnig an droidigezh en ur degas un elfenn skiant war ar soniadouriezh istorel.
Studiet 'm eus ar skiant-se pelle'zo evit ar galleg, met n'on ket gouest keñveriañ an emdroadurioù a veze er Grennamzer-uhel. Marteze e vo un den ampart-tre evit lavaret deomp m'eo reizh kemer Issa evit Oise ha Samma evit Somme (evel 'm eus displeget e-lec'h all e teu an daou anv eus ar memes ger, Samara). Neuze e c'hellfer treiñ Val d'Oise da Nantissa pe Nant-Issa diwar patrom Pleneg-Nantraezh ha Nantize. Den n'en deus gwelet ar ger-se a-raok? A-raok Jeusset ne oa ket kaoz eus Felger (anv "ofisiel" hiziv) ha n'eo ket bet degemeret gant Roparz Hemon (Foujera) memestra.
Damvrezhonekaat, peurvrezhonekaat
Alies n'en em glever ket peogwir n'en em glever ket war implij ar gerioù. Ha pa en em glever war implij ur ger e c'hoarvez ivez ne gomprener ket ar memes tra gant ar memes ger. PEURVREZHONEKAAT. Un hunvre eo, ne vo ket peurvrezhonekaet ar bed, na bro-C'hall, na Breizh. Un ezhomm eo a zo gant lod, met ret eo anavezout ez eus yezhoù all ha broioù all er bed. Kemeromp skouer ar galleg: n'eo ket peurvc'hallekaet anvioù Amerika ganto: Californie, Floride, met New York, New Jersey, e-kichen Nouveau Mexique. Damc'hallekaat a reont evel just. DAMVREZHONEKAAT. D'am soñj e ranker damvrezhonekaat ar pezh zo anat, ha netra muioc'h (Pireneoù Uhelañ) e-kichen ar stumm ofisiel (penaos, da welout: komzomp). Brehonekaat an nebeutañ ar gwellañ. Ha mirout ouzh traoù droch evel Seine-ha-Oise. Start a-walc'h eo dija gouzañv anvioù evel Le Berre, Le Guen.Bernez Bernioù 10 Du 2006 da 07:25 (UTC)
- Buan e sav tabut (trouzusoc'h evel sevel kaoz) db gerioù, hag a-wechoù e nijo kunujennoù db. Ar pep fentusañ amañ eo sonjal e sav tabut etre brezhonegerien db departamantoù gall.
- N'ouzon pket petra eo pal wikipedia, met daoust ha rankout a ra skeudenniñ ar gevredigezh (hep chom war-lerc'h) pe daoust hag eo ur bed distag diouzh hini ar vuhez en e gichen? Rak ma'z eo distag (distag diouzh ar vrezhonegerien) e c'hall ijinañ gerioù evit e ezhommoù diabarzh (Nantisa lakaomp, nag un ezhomm!). Da neuze eo sklaer: ne c'hall ket degemer tud nevez hep na vefent kelennet da gentañ, evel a c'hoarvez gant franmasoned lakomp.
Echu ar votadeg...
Chom a ra da welout penaos e vo komprenet an disoc'h, hag an damvrezhonekaat: reter-pireneoù (ijinet enep an doare da skrivañ ha da zistagañ ar yezh), pireneoù ar sav-heol, pe re ar reter?
Fenoz e vo echu al labour war an departamantoù. Goude e krogin gant ar pennlec'hioù, ma tro mat an traoù.Bianchi-Bihan 13 Du 2006 da 05:51 (UTC)
- Ur bolitikerezh a zo bet dibabet. Bremañ eo ret he lakaat e pleustr. Ha moarvat e vo ret tabutal war anvioù departamantoù 'zo. Evel "Pireneoù ar Reter" (gwelloc'h eget Reter-Pireneoù d'am soñj). Marteze e vo ezhomm votiñ war anvioù un nebeut departamantoù... Benoni 13 Du 2006 da 10:32 (UTC)
- Petra zo bet dibabet? aze emañ an dalc'h. Bernez Bernioù 13 Du 2006 da 14:51 (UTC)