Areg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Hollad an aroueziadoù, ar gerioù hag ar c'hendivizadoù implijet da ziskrivañ e-barzh ur programm (pe goulev) ar gwezhiadennoù (pe ~ obererezhioù) da ren gant un urzhiataer eo un areg gouleviñ (pe lavar stlennegel da brogrammiñ).
Pep areg gouleviñ en deus ur steradur (ster ar gerioù ouzh e ober) hag ivez ur c'hevreadur (kempenn ar gerioù oc'h ober ar "frazennoù").
Meur a seurt areg gouleviñ e vez kavet hag e c'heller renkañ anezhe hervez o live pe hentenn o aozerezh : areg ijinenn, areg erdu ijinenn (an areg kuntellañ da skouer) pe an aregoù uhellive.
Setu un nebeut aregoù uhellive :
- Cobol
- Fortran
- Basic
- Visual Basic
- Pascal
- ADA
Hogen e c'heller renkañ anezhe ivez hervez an doare ma vez keweriet ar programmoù skrivet gante gant an urzhiataer a-raok bezañ erounezet gantañ : an aregoù da gempunañ hag an aregoù da zewezhiañ.
An aregoù da gempunañ e vez graet gant ur c'hempuner da gempunañ ar goulevioù skrivet gante d'ober ur restr tarzh a c'hello neuze bezañ erounezet war un dro gant an ijinenn. An areg C da skouer a zo ul lavar stlennegel da gempunañ.
An aregoù da zewezhiañ a vez dewezhiet (displeget en un doare stlennegel) gant ur programm talvoudek (pe goulev mavek) anvet dewezhier a-feur ma vez lennet gant an urzhiataer ar goulevioù skrivet gante. Goude bezañ dewezhiet un ditour eus ar goulev e c'hell neuze an urzhiataer erounit anezhañ ha gortoz ma vije dewezhiet an ditour a heuilh. An areg PHP a zo ul lavar stlennegel da zewezhiañ.
An aregoù da gempunañ a vez peurliesañ herrekoc'h eget ar re da zewezhiañ.