Restr stlennegel
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Un heuliad stlennoù daouredel eo ur restr eleze un heuliad a niveroù 1 ha 0. Kadavet e c'hell bezañ ar restr-se da virout roudoù ar stlennoù. Ur restr kediet gant nodoù kadavet dindan stumm eizhbitoù a zo ur restr destenn.
Kadavet e vez ar restroù war ar gantenn galet peurvuiañ hogen e c'heller kadaviñ anezhi ivez war gantennoù helam evel ar c'hantennoù vouk (kantennoùigoù), ar c'hantennoù stumm (CDoù) pe ar c'hantennoù luc'h.
Renket e vezont e-barzh kleurennoù, o-unan renket e-barzh ur gwezennad. War ar skoroù kadaviñ e vezont renket e-barzh reizhiadoù restroù.
Enboneget eo ar stlennoù kadavet d'ober ur restr hervez an arload e oa bet dasveret ar roadennoù gantañ. E-gizh-se e c'heller komz eus restroù testenn, restroù sten, restroù reizhiad, restroù skeudenn ha kement 'zo. Meur a zoare d'enbonegañ ar stlennoù a vez arveret neuze ha pep hini eus ar reizhiadoù korvoiñ en deus un diskoulm dezhañ da anavezout pep hini eus ar restroù hervez o enbonegadur.
Peurvuiañ, e vez kadavet ur restr oc'h ouzhpennañ da zibenn o anv un astenn a roio al lank d'ar reizhiad korvoiñ d'anavezout anezhi ha da zigoriñ an arload azas d'he lenn ; dindan ar stumm-se : "anv-ar-restr.astenn" . Hogen diwallit ! n'eo ket peogwir e vije bet kemmet an astenn e kemmje rizh ar restr. Un ditour evit ar reizhiad korvoiñ eo nemetken an astenn.
Hirder an anv hag hini an astenn a c'hell kemmañ hervez ar reizhiad korvoiñ.
> Eizh nod evit an anv ha 3 evit an astenn gant DOS
> 256 nod evit an anv hag an astenn gant Windows 95/98/NT
> 256 nod gant ar reizhiadoù UNIX
Setu un nebeut astennoù arveret gant ar reizhiadoù Microsoft :
.avi | klip video. Galloud a reont bezañ lennet gant ul lenner liesvadia |
.bmp | skeudenn mentrezh Bitmap. Galloud a reont bezañ lennet gant forzh pe goulev kevregañ |
.bat | ur restr destenn eo a endalc'h un heuliad arc'hadoù DOS erounet an eil goude egile |
.bin | restr o enderc'hel stlennoù en areg daouredel |
.dll | restroù reizhiad |
.doc | restroù teul (Microsoft Word pe WordPad) |
.drv | driver (sturioù trobarzhelloù) |
.dwg | restroù AutoCad |
.exe | restroù erounedus |
.html | restroù gourtestenn kenrouedad |
.inf | restroù ditouroù evit ar periant |
.jpeg | restroù mentrezh JPeg |
.mid | restroù sten mentrezh MIDI |
.mp3 | restroù klev MP3 |
.sql | areg SQL |
.xls | restroù Microsoft Excel |
Evit ar reizhiadoù korvoiñ UNIX, da skouer LINUX, n'eo nemet an astennoù ur c'hendivizad envel stag ouzh ur gwazadur pe ur meziant (ne vez ket ardoet an astennoù gant ar reizhiadoù UNIX). A-wechoù evelkent e vez red doujañ ouzh ar c'hendivizad da skouer evit restroù tarzh an areg C. Setu un nebeut astennoù evit ar reizhiadoù-se :
.c | restroù tarzh an areg C |
.cc | restroù tarzh an areg C++ |
.f | restroù tarzh an areg Fortran |
.o | disoc'h ur c'hempunadur d'un areg C, Fortran .... |
.a | mezarc'h diasavel |
.so | mezarc'h dialuskel |
.sh | areg "shell" |
.icon | restroù skeudenn |
.jpg | " |
.txt | restroù testenn |
.taz | restroù TAR |