Ar sistem pentatoneg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Herwez an etimoloji e vez pentatoneg ur skeul musikal mà ez eus pemp (gregach penta) derez e-barzh. Ar ger a vez implijet surtoud ewid koms deus ur skeul pentatoneg specifik, an heni a so lâret anhemotoneg (= heb hanter-ton) gant an etnomusikologed.
Skeul touchennoù du ar piano a so pentatoneg. Pe c'hoazh (skwer ar pennad-mañ) :
re - mi - sol - la - si - re - mi - sol
Taolenn |
[kemmañ] Ar sistem pentatoneg en etnomusikoloji
En gwirionez e vez implijet ar skeul-se gant ur bern musikoù tro-war-dro ar bed. Med, herwez Constantin Brăiloiu, pezh a garakteris ar musikoù-se n'eo ket ar skeul hebkén (un heuliad à notennoù) med an doare da implijañ anehi : ur sistem pentatoneg.
[kemmañ] Ar pycnon
Ar pennad sol-la-si deus ar skeul a so important-kenañ :
- dispartïet eo deus ar rest, deus an daou du, gant brassañ interval ar skeul (mi-sol = si-re = 1 ton hanter).
- n'eus nemed an heuliad interval -se da en-em gavoud ur wezh hebkén (pa re-mi-sol so la-si-re, mi-sol-la zo si-re-mi, etc.) Ewid ar selaouer emà neuse merk pennañ ar mod.
Hennezh zo ar pycnon (ger o toned deus ar gregach). Mad e vefe neuse niverenniñ an derezioù, o komañs deus ar pycnon :
sol - la - si - re - mi - sol - la - si - ... 1 - 2 - 3 - 4 - 5 - I - II - III - ...
hà lâred emà ur velodi bà ar mod 1 (resp. 2, 3...) mar emà 1 (resp. 2, 3...) heh notenn boutañ (isellañ)...
[kemmañ] Ar pyen-où
E-barzh an daou interval etre ar pycnon hag ar rest (mi-sol hà si-re) e vez placet a-wezhioù notennoù à eil renk, distabil : ar pyen-où (ger o tont deus ar chineseg)
RE - MI- fa -SOL - LA - SI - do
Ar pyen-où-se a so notennoù à eil renk peogwir :
- kavet e vezont a-wezhioù e-barzh ur versïon deus ur velodi, pa ne vezont ket kén e-barzh ur versïon all ;
- ou uhelded a so varïant (a-wezhioù fa, a-wezhioù fa# ewid an heni kentañ, do pe do# ewid an heni all...) ;
- kouezañ e rant war amserioù gwan aliessoc'h eged war amserioù kreñv.
Setu emaint kentoc'h notennoù da dremen, pe notennoù estrañjour.
An diferañs, neuse, etre ar sistem diatoneg
do-re-mi-fa-sol-la-si-do
hag ar sistem pentatoneg
do-RE-MI-fa-SOL-LA-SI-do
a so ne rà ket parti do, nà fa, deus structur lib' ar velodi pentatoneg.
[kemmañ] Priñsip an ingalded fonksionel
Un drà all a vefe specifik deus ur sistem pentatoneg, a-taw herwez Constantin Brăiloiu : priñsip an ingalded fonksionel : ne gaver ket gantañ nà notenn toneg nà notenn dïasez.
Setu e vo melodïoù gant ouzhpenn 5 notenn hà pentatoneg memestrà... Hà melodïoù all ou-do 5 notenn hebkén, heb bud pentatoneg, dre ne respektint ket priñsip an ingalded fonksionel.
Dibaoe Constantin Brăiloiu ez eus bet kavet é briñsipoù bà beb-sort kulturioù all tro-war-dro ar bed. Ne haller ket lâret, memes-trà, ez eus ur « c'hultur pentatoneg » nag un « doare-spered pentatoneg ». Ur sistem teorik e chom, netrà muioc'h.