Anv-familh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
An anv-familh a zo ul lodenn eus an anv personel hag eo peurvuiañ hini an tad a vez disklêriet ez-ofisiel.
Implijet e vez anv-tiegezh ivez.
Alies e kemer ar merc'hed anv o gwaz ur wech m'int bet dimezet, met ur c'hiz nevez eo bremañ, deuet diwar levezon ar c'hêrioù, rak ne oa ket ur reolenn e-touezh an dud vunut e Breizh betek ar bloavezioù '70 (evel e meur a vro gant un niver bras a gouerien).
E pastelloù-bro 'zo e Bro-C'hall (en Norzh, dre vras) hag e broioù e-lec'h ma vez komzet saozneg eo ar c'hustum stagañ anvioù-familh ar priejoù, met ar vugale o deus anv e dad.
E 2004 eo bet degemeret gant al lezenn c'hall ma vo posupl reiñ d'ar vugale anv-familh ar vamm .
E meur a vro en Azia hag en Afrika n'a ket anv an tad na d'ar vugale, na d'ar wreg. En un nebeud broioù n'eus anv-familh ebet (Enez Java, Island ha Tibet).
E familhoù ar roueed ne vez ket graet gant anvioù-familh d'an aliesañ.