Peskerezh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Ur vicher hag un hollad micherioù eo ar beskerezh, dezhañ ar pal tapout ha gwerzhañ ar pesked hag kement loen-vor a c'hell bezañ lakaet war ar marc'had. Ar besketaerien a ra war-dro an dastum er mor, un ober a vez anvet hervez anv al loen e brezhoneg : pesketa evit dastum pesked, grilheta evit ar grilhed, kregina evit ar c'hregin, kranketa evit ar granked hag all.
Peurliesañ e vez graet ar pesketa war bagoù pesketa o taremprediñ porzhioù pesketa.
Taolenn |
[kemmañ] Reizhoù pesketa
Ardivinkoù hag ostilhoù arbennig a vez implijet hervez al loened-mor a glasker tapout :
- rouedoù a bep seurt
- avanelled pe vizhier-roued
- boliñj
- roued-stlej pe chalu(d)
- sac'h-drag
- tramailh
- gwalennoù pesketa
- kevell
[kemmañ] Bagoù pesketa
Bagoù pesketa a bep seurt hag a bep ment a zo bet implijet evit ar beskerezh abaoe kantvedoù eus ar bagig e ler war ur framm ozilh a veze fardet kant kantved'zo betek listri divent ar beskerezh greantel (sell a-is) a vez implijet hiziv. Gant lusk ar roeñvoù, ar gouelioù hag ar ar gefluskerien e vezont kaset war vor.
[kemmañ] Porzhioù pesketa
[kemmañ] Peskerezh greantel
[kemmañ] Sell ivez
- Peskerezh e Breizh