Metro Manila
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Kreizenn rannvroel | Manila |
---|---|
Poblañs | 11,289,368 |
– Stankter | 15,617 dre km² |
Gorread | 636 km² |
Rannoù | |
– Proviñsoù | — |
– Kêrioù | 14 |
– Kumunioù | 3 |
– Barangayioù | 1694 |
– Distrigoù Kannad | 27 |
Yezhoù | filipineg, saozneg, re all |
Metropolitan Manila (filipineg: Kalakhang Maynila) pe Rannvro Kêr-benn Vroadel National Capital Region (NCR) e saozneg, a vez graet eus tolpad-kêrioù kêr-benn Filipinez. Emañ ar veurgêr-mañ e-touez 20 tolpad-kêrioù brasañ ar bed evit ar pezh a sell ouzh an niver a dud o chom enni. Metro Manila a ya d'hec'h ober kêr vManila, anezhi kêr-benn Filipinez ha 16 kêr ha kumun all tro-war-dro, en o zouez Quezon City bet kêr-benn etre 1948 ha 1976.
Kreizenn bolitikel, sokial, armerzhel ha sevenadurel Filipinez eo Metro Manila. Unan eus meurgêrioù modern gevred Azia eo ivez. Evit tud al lec'h, dreist-holl re kêr Manila hec'h-unan, met evit tud ar proviñsoù ivez e vez graet alies gant Manila traken evit envel Metro Manila. Koulskoude ne blij ket kaer an dra-se d'an dud zo o chom e rannoù all eus ar veurgêr. Un afer lorc'h eo hag ivez abalamour m'eo tostoc'h tachenn kêrioù zo eus ar proviñsoù tro-war-dro eget eus Manila hec'h-unan. Aliez e vez berraet Metro Manila e M.M..
Taolenn |
[kemmañ] Kêrioù ha kumunioù
Mont a ra pevarzek kêr ha teir c'humun d'ober Metro Manila. Renet eo pep hini anezho gant ur Maer zo ezel eus kevre Maered Metro Manila a zo lodek eus Aotrouniezh Diorren Metro Manila (Metropolitan Manila Development Authority) (MMDA).
Kêrioù | Poblañs¹ | Gorread (km²) | Stankter Pobl. (dre km²) | |
---|---|---|---|---|
Caloocan City | 1,177,604 | 53.33 | 22,081 | |
Las Piñas City | 528,011 | 41.54 | 12,710 | |
Makati City | 444,867 | 27.36 | 16,260 | |
Malabon City | 338,855 | 15.76 | 21,501 | |
Mandaluyong City | 278,474 | 11.26 | 24,731 | |
Manila | 1,581,082 | 38.55 | 41,014 | |
Marikina City | 391,170 | 33.97 | 11,515 | |
Muntinlupa City | 379,310 | 46.70 | 8,122 | |
Parañaque City | 449,811 | 47.69 | 9,432 | |
Pasay City | 354,908 | 19.00 | 18,679 | |
Pasig City | 505,058 | 31.00 | 16,292 | |
Quezon City | 2,173,831 | 161.12 | 13,492 | |
Taguig City | 467,375 | 47.88 | 9,761 | |
Valenzuela City | 485,433 | 44.58 | 10,889 | |
Kumunioù | Poblañs¹ | Gorread (km²) | Stankter pobl. (dre km²) | |
Navotas | 230,403 | 10.77 | 21,393 | |
Pateros | 57,407 | 2.10 | 27,337 | |
San Juan | 117,680 | 5.94 | 19,811 |
¹ niverididigezh 2000
Er c'hontrol da rannvroioù all Filipinez hag a zo rannet e proviñsoù, Metro Manila, Rannvro Kêr-benn Vroadel (NCR) zo rannet e pevar distrig hep kefridi resis strollet war un diazez douaroniel boutin a ra dave da stêr Pasig. E 1976 int bet savet ha n'o deus na velestradurezh lec'hel, na n'int ket dileuriet er Parlamant kennebeut en enep d'ar proviñsoù all. Implijet e vez an distrigoù-mañ evit aferioù stadegel ha tailhoù dreist-holl.
Strollet eo ar c'hêrioù hag ar c'humunioù en NCR e pevar distrig evel-henn :
- 1añ Distrig : Kêr Manila
- 2l Distrig : Mandaluyong City, Marikina City, Pasig City, Quezon City, San Juan
- 3e Distrig : Caloocan City, Malabon City, Navotas, Valenzuela City
- 4e Distrig : Las Piñas City, Makati City, Muntinlupa City, Parañaque City, Pasay City, Pateros, Taguig City
[kemmañ] Lec'hioù
Bet eo bet Manila kêr-benn Filipinez hag Azia spagnol e-pad tost 500 vloaz. Se zo kaoz ez eus peadra da zizoleiñ e Metro Manila a-fet lec'hioù dedennus ha plijus.
[kemmañ] Poblañs
[kemmañ] Hendadoù
Filipineziz ha Mestizos (diskennidi Filipineziz hiron) a ya d'ober an darn vrasañ eus tud Metro Manila. Evit ar pep brasañ eo Filipineziz a orin Tagaloged, Ilokaned, Bikolaned, Sebuaned, Warayed, pe Maranaed. E-touez an estrañjourien ez eus dreist-holl Sinaiz, Stadunaniz, Spagnoled, Indiiz ha Pakistaniz, Arabed, Indoneziz, Japaniz, Koreaned, Breizhveuriz, Italianed, Euskariz hag Europiz all.
[kemmañ] Yezhoù
Ar filipineg (ar yezh vroadel diazezet war kenyezh Manila) hag ar saozneg eo ar yezhoù a vez graet ganto hag a vez komprenet, koulz lavaret, gant holl dud Metro Manila. Yezhoù all a gomzer avat : Tagalog, Sougbouaneg, Bikoleg, Winarayeg, Kapampanganeg, Ilokanoeg ha Maranaeg. Ouzhpenn 86 yezh a gomzer e Filipinez a-hend-all ha klevet e vezont er gêr-benn. Evit ar pezh a sell ouzh ar yezhoù estren, hag estreget ar saozneg e vez komzet dreist-holl Spagnoleg, Sindhi, Punjabeg, japaneg, Bahasa Indonezeg, Koreaneg, euskareg, ha meur a yezh europek all.
[kemmañ] Relijion
Pennrelijion ar vro eo ar relijion katolik roman. Gant Sinaiz hag Indiiz e vez pleustret war ar voudaegezh hag an Hindouegezh tra m'eo kentoc'h protestant Stadunaniz ha Norzheuropiz. Relijion Filipineziz Maranao, an Arabed hag Indoneziz eo an Islam.
Kêrioù ha kumunioù Metro Manila | |
Kêrioù : | Caloocan | Las Piñas | Makati | Malabon | Mandaluyong | Manila | Marikina | Muntinlupa | Parañaque | Pasay | Pasig | Quezon City | Taguig | Valenzuela |
Kumunioù : | Navotas | Pateros | San Juan |
Rannvroioù ha Proviñsoù Luzon | |
Rannvro Ilocos: | Ilocos Norte | Ilocos Sur | La Union | Pangasinan |
Cagayan Valley: | Batanes | Cagayan | Isabela | Nueva Vizcaya | Quirino |
Kreiz Luzon: | Aurora | Bataan | Bulacan | Nueva Ecija | Pampanga | Tarlac | Zambales |
CALABARZON: | Batangas | Cavite | Laguna | Quezon | Rizal |
MIMAROPA: | Marinduque | Kornôg Mindoro | Reter Mindoro | Romblon |
Rannvro Bicol: | Albay | Camarines Norte | Camarines Sur | Catanduanes | Masbate | Sorsogon |
Rannvro Melestr. Cordillera: | Abra | Apayao | Benguet | Ifugao | Kalinga | Mountain Province |
Metro Manila: | Proviñs ebet |