Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions Kaozeadenn Implijer:Merour (N) - Wikipedia

Kaozeadenn Implijer:Merour (N)

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Brasaat

Salut dit Neal,

Evidon-me, re ziwezhat eo evit cheñch reolennoù ar votadeg. Tud a sonj n'out ket neptu en afer-mañ hag an dra-se a vije kavet evel ur brouenn neptuegezh.

Gwelet em eus ar pennadoù Tintin Anna ha kavout a ran anezho mat a walc'h.

--Paotr 8 Du 2006 da 12:04 (UTC)

trugarez vras dit evit da respont ken prim all. ya, a-du on ganez ha da gompren mat-tre a ran. ma vije bet savet a-du an implijerez Tintin Anna gant an dibab ma oan bet savet me a-du gantañ em bije gallet he stankañ hep kudenn ebet. met ur gudenn eo memestra pa vez votet ggant tud ne raent netra a-hend-all. ret e vije bet din lakaat ur reolenn marteze evit sklaeraat pesuert tud a c'helle votiñ pe get, met re wir n'em eus ket graet ha bremañ emañ re diwezhat evit kemmañ ar reolennoù.

--Merour (N) 8 Du 2006 da 12:13 (UTC)

Ma c'hellan lavaret ma soñj war an afer-mañ: d'ar 5 ez a ar Merour da c'houlenn digant Tintin Anna dont da votiñ, ha pa ra, e lak-eñ arvar war he vot! N'eo ket "fair play". Soñj 'm eus eus pennadoù Tintin Anna, mat ha plijus e oant, ha reizh ha yac'h ar yezh anezho (ar pezh a zo ral a-walc'h gant Wikipedia.br). Salv ma kendalc'ho. Rognogno 8 Du 2006 da 12:27 (UTC)

ya, ar gwir a zo ganit. digarezioù a bedan. ur goulenn ne oa ket ha c'hoant am boa bet kaout ali ur merour all d'an nebeutañ (an hini all n'emañ ket oberiant abaoe pell) a-raok ober tra pe dra. kaset e vo ma digarezioù personel d'an implijerez-se. --Merour (N) 8 Du 2006 da 12:31 (UTC)

Taolenn

[kemmañ] Reolennoù votadeg

Setu ma c'hinnig :

  • ret eo bezan enrollet evel wikipedour/ez abaoe ur miz-so (?)
  • ret eo bezan krouer/ez un dek-bennak pennad

ha pa zo lañset ur votadeg

  • ret e vije rein un deiziad echuiñ (da skouer : 10 pe 15 devezh goude an deiz ma z'eo lanset)
  • ret eo kemenn ar votadeg (war ar bajenn degemer (?))

--Paotr 8 Du 2006 da 12:43 (UTC)


a-du penn-da-benn. 10 pennad a zo re nebeut d'am soñj atav. kinnig a ran 50 edit en holl, en o zouez 10 pennad krouet d'an nebeutañ. --Merour (N) 8 Du 2006 da 12:52 (UTC)

War a seblant z'eus bet krouet nebeut-tre a pennadoù gant Tintin Anna (5 pe 6). Ha n'he deus nemet 14 edit. D'am soñj e vije ret lakaat ur reolenn war piv en deus ar gwir votiñ. Ouzhpenn a rafen da kinnigoù Paotr ar redi da gaout un 50 edit bennak d'an nebeutañ (ar reolenn a vez kavet war ar wikipediaoù all). Benoni 8 Du 2006 da 13:27 (UTC)

[kemmañ] Souezhusat tra!

Kavout a ran souezhus a-walc'h an degasadenoù da heul (e druz eo bet lakaet ganin) hag a zo bet tu da lenn er pennad Politikerezh Envel Departamantoù Frañs (tabut):

"Adlakaat a ran ma evezhiadenn a zo bet tennet: sur eo emañ a-du an holl war ster ar ger "damvrezhonekaat", ha war pegement a vrezhonekaat zo e-barzh "dam"? Bernez Bernioù 8 Du 2006 da 14:33 (UTC)"

Dave a ra an degasadenn-se da homañ:

"Daoust a-du emañ an dud amañ war ster ar ger damvrezhonekaat? Pegement a zamvrezhonekaat? Seine-ha-Oise? pe Sena-ha-Oaz? Bianchi-Bihan 7 Du 2006 da 17:32 (UTC)"

N'eo ket difennet d'un implijer/ez kaout meur a gont. Ganin-me eo bet savet daou gont disheñvel, met klasket am eus bezañ onest ha lakaat sklaer gant peseurt implijer emañ dalc'het an daou gont ha perak (unan evel implijer hag egile evel merour). Met n'eo ket ret disklêriañ gant piv emañ dalc'het pep kont ivez. Un draig disheñvel-mik an hini eo, avat, klask votiñ meur a wezh a-drugarez d'ar fed m'emañ dalc'het meur a gont gant an hevelep implijer/ez. Drolig a-walc'h e kavan an degasadennoù a c'helelr lenn uheloc'h e-keñver se. Kaset e vo da benn ganin ma zammig enklask evel merour evit kadarnaat hag-eñ emañ dalc'het an daou gant-se gant ar memes den (marteze n'int ket) dre geñveriañ an IPoù implijet gante ha ma teu war wel e vije bet klasket votiñ div wezh gant an hevelep implijer e vo stanket pep kont dindan ar emes IP ha nullet an holl votoù bet graet gant implijerion/ezed-se. Reuz a-walc'h zo hep mont da glask pelloc'h. setu, n'eo ket bet tamallet hini ebet betek-hen, met klasket e vo goût petra a c'hoarvez.--Merour (N) 8 Du 2006 da 17:20 (UTC)

[kemmañ] Disoc'h an enklask betek-hen

Implijet e vez un IP disheñvel gant an daou implijer. Unan anezhe a zo un IP implijet en ul lec'h foran. Egile a c'hellfe bezañ un IP prevez. Prouenn ebet betek-hen neuze.

[kemmañ] Krug

Beñ, emañ Tugdual em c'hichen (ma mab yaouankañ eo...) ha souezhet eo ivez, èl-rezon. Kadbzh 9 Du 2006 da 19:46 (UTC)

Nevez Hueliad ha respontoù betek-hen amañ
Ken koulz 'vo gober get ar ger "etrebroadel" SKORPION (latin, gresianek, izelvoek, gallek, spagnolek... 'giz-se e raer gant 5 yezh) evit ar SKORPION ha lezel "Krug" ha "C'hwil-krug" èl m'emaint. Goulennomp alioù fur arall, n'eus ket pres... A galon. Klaod. Mont a ran da welet e kmbrg memes tra. Kadbzh 9 Du 2006 da 20:15 (UTC)

Adtapet diwar "http://br.wikipedia.org/wiki/Kaozeadenn_Implijer:Kadbzh"

Gireg Konan a c'hellahe gouzout hiroc'h. Kadbzh 9 Du 2006 da 20:18 (UTC)
Kembraeg: ysgorpion [-au, m.]
Siwper! Dreist! Spi 'm'eus ne hunvrein ket 'ba' kruged tuchant! A galon. Klaod. Kadbzh 9 Du 2006 da 21:36 (UTC)

[kemmañ] Check user

Hi Merour (N), if you want to compare the IP's used by different users you can ask a steward on meta (placing a request on m:Requests for CheckUser information) or you can choose/elect a user on your local wiki that will have checkuser rights, so that you can handle this kind of problems internally. I will do the check for you and will let you know ASAP. --Snowdog 8 Du 2006 da 23:18 (UTC)

But you have to tell me who are the users to check. You can contact me here or send me an e-mail. --Snowdog 8 Du 2006 da 23:24 (UTC)

I have the results. The 2 users use different IP addresses, so it's unlikely that they are the same person. One of them has an IP assigned to the Universite de Haute Bretagne, Rennes II, this means and this IP is likely to be shared with other accounts (other student or professors), but in this case the IP address isn't enough to determine if two accounts are used by the same person.

Regards,

--Snowdog 9 Du 2006 da 11:25 (UTC)

--Snowdog 9 Du 2006 da 13:16 (UTC)

[kemmañ] Pedadenn

Pedet oc'h, aotrou merour, en un doare seven, da baouez da zistruj ma fennadoù (gregach). Bianchi-Bihan 11 Du 2006 da 22:05 (UTC)

n'eo ket peogwir e vez savet pennadoù gant unan bennak ma rankont menel hep bezañ kemmet pe c'hoazh skarzhet. Skarzhet e oa bet ar pennad-mañ peogwir ne glote ket gant unan eus palioù pennañ ar wikipedia ha n'eo ket evit abeg ebet all, da lâret eo e oa bet savet ar openand evel ma vije ar wikipedia ur geriadur:
"Tri dezverk pennañ zo d'ar raktres Wikipedia hag a laka anezhañ da vezañ hep e bar. Drezo-holl emañ termenet lec'h Wikipedia war ar World Wide Web:
  • Da gentañ-penn ez eo ar raktres hini savidigezh un holloueziadur. N'eo ket ur geriadur nag ur forom eskemm nag ur Roll chomlec'hioù Web eta. Sellet ouzh Ar pezh n'eo ket Wikipedia. N'eo ket Wikipedia ur Wikeriadur met degemeret e vez ennañ al labourioù divrazañ, labourioù divrazañ mat gant un deskrivadur berr, diouzh doare ur geriadur."
arabat mont da adlakaat ar penand-se en-dro, a-hendall e vo stanket ar bajenning gant an adkas warni.

--Merour (N) 12 Du 2006 da 08:11 (UTC)

[kemmañ] Galloud

Trugarez. Ezhomm a vez da zegas da soñj eo NERZH EO AR GALLOUD.

Re a c'halloud en un dorn. Ar memes den a varn hag a gondaon, a zistruj pennadoù, a denn skeudennoù, a zibab an anvioù dereat: gresianeg (anv ebet eus gregach ken), Erau (Hérault n'eo ket mat). Un tamm demokratelezh hag un tamm furnez ne rafe ket a zroug.Bianchi-Bihan 12 Du 2006 da 09:05 (UTC)

galloud n'eo ket. lakaet out bet war evezh da chom a-sav d'ober tagadennoù personel. N'eus kudenn ebet gant reiñ abegoù ha klask leuskel da vennozhioù da drec'hiñ war ar re all. Mont a ra a-enep da reolennoù ar wikipedia avat bezañ diseven ha tagañ implijerion/ezed all (pe me pe unan all vefe, ne ra forzh) hag un DLE an hini eo evit ar verourion/ezed kastizañ seurt emdalc'hioù. Demokratlezh a-leizh ez eus bet - betek ma'z eo bet savet ur votadeg ganin evit klask dont a-benn da dikloulmañ un afer e oas chalet gantañ (votadeg diwar-benn stumm anvioù an Departamantoù) evel ma oar an holl ha pasianted am eus bet gant da dagadennoù hag an traoù faoz ac'h eus bet klasket lakaat war ma choug. re zo re. Ma vi stanket -- ha ma kendal'hez war an hent bet kroget gatañ e vi stanket buan a-walc'h -- n'eo ket abalamour d'az kredennoù na da bennadoù, met abalamourr d'az emdalc'h. marteze e fell dit c'hoari ar merzher etre daouarn un diktatour meur, met da afer-te an hini eo. Mat e vefe goût, memestra, m'ac'h out ken chalte all gant ma doare da verañ an traoù perak e teuas da dabutal ganin-me gwezh ha gwezh all e lec'h mont da c'houklenn ali ar verourion all (tri omp - n'on ket an hini nemetañ!)--Merour (N) 12 Du 2006 da 09:15 (UTC)

[kemmañ] Vandalerezh ha merañ

Adlec'hiet eo bet ar gaozeadenn-mañ diwar ar pennad-mañ Politikerezh Envel Departamantoù Frañs (tabut) rak ne oa ket hennezh al lec'h dereat evit koazeal eus aferioù a d'an d'an doare da verañ ar wikipedia: --Merour (N) 12 Du 2006 da 09:15 (UTC)

==N'eo ket al lec'h==
Gouzout a ran n'eo ket al lec'h mat evit komz eus an traoù-se, met : gwelout a ran nevez ket implijet pajenn "an ti-chopin" (am boa kinniget kemm e anv e miz c'hwevrer, votadegoù zo a vez kaset buanoc'h en-dro). : Neuze...
Daoust ha n'eo ket vandalerezh distruj ar pennad gregach am boa savet dec'h?
Daoust ha n'eo ket vandalerezh tennañ skeudennoù dibabet ganin eus pennadoù krouet ganin (feskenn, bruched)?
E peseurt pennadoù all e vo lakaet urzh dereadegezh politikel : Warsowiki da ren (mousc'hoarzh)?
diaezet eo kompren perak e rez traoù pa c'houvezez ne dlefez ket o ober ("goût a ran n'eo ket amañ al lec'h, met...").
  • evit ar pezh a sell ouzh ar pennad "gregach". Nann, n'eo ket vandalerezh pa vez lakaet e pleustr gant ur merour reolennoù ar wikipedia ma rank an holl implijerion/ezed doujañ oute evel-just, dresit-holl pa vez roet displegadennoù diwar-benn an abegoù bet implijet evit ober ar c'hemm-nañ'r-c'hemm (s.o. Kaozeal:Gresianeg)
  • evit a sell ouzh ar skeudennoù stag ouzh ar pennad feskenn s.o. amañ.

--Merour (N) 12 Du 2006 da 08:21 (UTC)

N'eo ket vandalerezh eta distruj ur pennad, peogwir hel lavar an Aotrou Merour, ha n'hall ket vandaliñ. Kredomp e furnez e gomzoù.Bianchi-Bihan 12 Du 2006 da 08:53 (UTC)
Nann, n'eo ket vanadalerzh pa vez skarzhet ur pennad gant ur merour pe c'hoazh gant un implijer/ez keit ha ma vez graet en ur doujañ da reolennoù boutin mont-en-dro ha palioù pennañ wikipedia. Arabat klask lakaat an dud da grediñ n'eus forzh petra: skarzhet e oa bet ar pennad peogwir e oa anezhañ ur pennad geriadurel ha ne gloit ket neuze gant palioù ar wikipedia evel m'emañ displeget amañ.--Merour (N) 12 Du 2006 da 09:01 (UTC)
adlec'hiet e vo ar c'haozeadenn-mañ rak, evel m'anavez te da-unan, n'eo ket amañ al lec'h. Evel ma tenn da aferioù merañ bet kaset da benn ganin e vo kaset d'am fajenn verañ.--Merour (N) 12 Du 2006 da 09:01 (UTC)

[kemmañ] Departamantoù Frañs

Skrivet 'poa : "Ne gomprenan ket re vat penaos e c'hell an hevelep den bezañ a-enep d'ar votadeg hec'h unan ha sevel ur c'hinnig evit ar votadeg-se ha kemer perzh er votadeg d'un tro. n'em boa ket bet amzer da respont dit diwar-benn da ginnig -- hag a gavan ken mat hag ar re all -- a-raok ma vije bet votet ganit. kemer perzh en ur votadeg a zo, d'am soñj, kevatal da anavezet ar votadeg, kea?" --Merour (N) 8 Du 2006 da 12:10 (UTC)

N’ouzon ket petra a dalvez « bezañ a-enep d’ar votadeg hec’h unan » na petra eo « anavezet ar votadeg » evidout. Ar pep gwellañ evidon a vefe lakaat ar Wikipedia brezhonek da vont en-dro evel ma ra ar Wiki-où all (galleg, saozneg, da skouer) : sell ouzh Resolving disputes ha Discuss, don't vote. Pa’m boa gwelet war ma fajenn implijer, d’al lun 6 a viz Du, e oa bet digoret, d’ar sul vintin, ur bajenn tabutal anvet « Politikerezh envel departamantoù Frañs » e oan bet o welet. Peogwir e kave din ne oa mat nag an eil nag egile eus an daou ginnig a oa, em boa graet un trede kinnig war ar bajenn Kaozeadenn ha lakaet em boa ur gerig dit war da bajenn implijer. D’ar meurzh da noz, pa ne’m boa respont ebet eus da berzh em boa adkaset ar gerig-se d’an daou verour all. D’ar merc’her vintin em boa kavet respont Paotr a lavare din ouzhpennañ ma c’hinnig war ar bajenn Tabutal. Graet em boa diouzhtu. Kerkent e oa bet Benoni oc’h ober war-dro ma skrid, o kinnig anezhañ e-touez an traoù a oa tu da votiñ evito. Votet em eus, diouzhtu, evit ma c'hinnig. Netra souezhus en afer-se. --Llydawr 13 Du 2006 da 21:38 (UTC)

Digarez-me. Treuzkomprenet e oa bet ganin ha digarezioù a bedan diganit. Ret eo kompren avat n'eo ket dias kas da benn ur votadeg evel hounnezh war ma fenn ma unan en ur repont da dud a-hed ar wezh en ur vezañ taget ez-personel hag o klask lakaat brud fall war ma fenn. Digarez.--Merour (N) 14 Du 2006 da 10:09 (UTC)

[kemmañ] Ar pennad "Moniteur Ordinateur"

Beñ....ya! e soñj din e vije reizh pa 'meus skrivet pennadoù a-zivout an unvez gwereañ (monitor) hag ar skrammoù (hag am eus d'ober c'hoazh : ur pennad evit pep rizh skramm (3 neuze); danzeet eo bet ar pennad "Skramm" evit se just a-walc'h). Hag ouzhpenn, pa wellan doare skrivañ ar pennad "Moniteur ordinateur" Hummm ......Arverañ ur brezhoneg arnevez azas ouzh ar c'halvezoniezhioù arnevez e soñj din e ranker ober da lakaat ar brezhoneg-se da vezañ anavezet tamm ha tamm (pa e vez arveret da dreiñ meziantoù ouzhpenn-se bremañ ec'h ouzhpennfen...) Salut dit...a-greiz kalon --Padraig Marc'heg 17 Du 2006 da 19:47 (UTC)


Graet Graet - diverket eo bet. A-du ganit penn-da-benn--Merour (N) 17 Du 2006 da 20:24 (UTC)

[kemmañ] Tagadenn robotek

Ha moaien 'zo dit goulenn eus pelec'h eo deuet an dagadenn a zo bet en deiz all war Wiki (goulenn an IP da sk., evel ma'z poa graet evit ur afer all)? Rak mar deu eus Bro-C'hall, lakaomp, e c'hallfe bezañ unan eus ar re a glask laou e loeroù benoni war wiki gallek. Ma vefe ya ar respont, e vefe moaien en dro-se da c'houlenn gwiriañ IPoù unan pe zaou eus ar re a glask stankañ benoni (klemm a reont war-lerc'h ar wiki br war wiki fr) hag evel-se kaout an dalc'h. Rognogno 21 Du 2006 da 20:13 (UTC)

ya, ne vefe ket fall hen goût. ober a rin.--Neal 21 Du 2006 da 20:34 (UTC)

Goulennet eo bet dija gant Benoni [amañ]

Evit goût piv a zo a-drek d'un IP bennaket e c'heller implijout ar [benveg-mañ]

A galon --Merour (N) 22 Du 2006 da 18:19 (UTC)

[kemmañ] Kinnig Neal evit ar vot war ar merourien nevez

A-du hon gant kinnig Neal. Hag evel-se, ma fell d'un trede wikipedian en em ginnig, e c'hell en ober p'en deus c'hoant: bez e vo goude-se pemzektez vot etre ar mare ma vo ofisiel e ginnig hag ar mare ma vo klozet ar vot. A galon, Benoni 1 Kzu 2006 da 13:16 (UTC)

[kemmañ] Gourc'hemennoù

Ma gwellañ gourc'hemmenoù. Dont a rez da vezañ ar pevare merour dilennet an implijerion/ezed ar Wikipedia-mañ. Ra vefomp pemp emberr... --Merour (N) 4 Kzu 2006 da 09:56 (UTC)

Ok, mat.

+ Goulennet 'p eus an oustilhoù merour evidon? Amañ e vez goulennet : [1]. A galon, Benoni 4 Kzu 2006 da 10:41 (UTC)

[kemmañ] Patromoù

evel ma welez ez eus ur gudennig c'hoazh gant ar patromoù - lamet e vez ul linenn war lerc'h lod anezhe met pas gnt an holl... Perak 'ta??!! --Merour (N) 4 Kzu 2006 da 09:58 (UTC)

Aï. Tu zo dit reiñ din ur skouer eus ur patrom gant kudennoù? Mont o vont da glask reizhañ ar c'hudennoù... Benoni 4 Kzu 2006 da 10:41 (UTC)

Static Wikipedia (no images)

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -

Static Wikipedia 2007 (no images)

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -

Static Wikipedia 2006 (no images)

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu

Static Wikipedia February 2008 (no images)

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu