Meirionydd
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Meirionydd a oa ur rouantelezh vrezhon lec’hiet e mervent Gwyned e Kembre. Krouet e voe gant Meirchion, ur mab bihan eus Cunneda, a roas e dad kozh ar vro e hanternoz ar pezh a yelo d’ar rouantelezh Ceredigion dezhañ. Un isrouantelezh Gwynedd e oa ha ganta e vo staget en-dro pa varvas e roue diwezhan, Cynan, hep hêr e 785.
Roue Meirionydd brudetañ a voe Idris Gawr a renas eus 580 da 632. D’ur galloud bras e Kembre e lakkaas e diernegezh met lazhet e voe gant Oswald eus Northumbria war ribl ar Hafren. War ar digezsk e yeas e rouantelezh war-e-lerc’h.
[kemmañ] Listenn rouaned Meirionydd (n’int ket sur an amzeriadoù)
- Meirchion ap Typaun ap Cunedag : 445
- Cadwaladr ap Meirchion : 480
- Gwrin Farfdrwch : 500
- Gwyddno Garahnhir : 540
- Idris Gawr : 580 - 632
- Swalda : 632 - 645
- Brochfael : 645 - 662
- Einudd Bach : 675
- Ednyfed : 705
- Brochfael : 735
- Cynan : 765
Keltia | ||
---|---|---|
Breizh | Iwerzhon | Kembre | Kernev-Veur | Enez-Vanav | Bro-Skos |
||
Gwelout ivez : Ar Gelted - Ogham - Yezhoù keltiek |