Liorzherezh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Un obererezh gant implij barregezh evit lakaat ar plant-liorzh da greskiñ eo al liorzherezh. Pal pennañ al liorzhour eo sevel un endro kenedus. Graet e vez gant hiniennoù dreist-holl war-dro o ziez. Ur seurt a gounezerezh hiniennel eo da gentañ holl. Ouzhpenn al liorzhoù a-dal d'an tiez e c'heller liorzhiñ war toennoù (liorzh-toenn), atriumoù, balkonoù (pondalez-diavaez) ha patiooù.
Ouzhpenn al liorzherezh-ti e kaver al liorzherezh evit takadoù gwer, enno al liorzhoù publik, ar parkoù foran, al liorzhoù botanikel, ar parkoù diduamant, ar zooioù tro-war-dro al letioù hag lec'hioù touristel all hag ivez a-hed an hentoù. N'eo ket mui hiniennoù a ra war-dro, met ur skipailh liorzhourien gopret.
Posupl eo liorzhañ e diabarzh un ti pe ur savadur (un ti-gwer pe vuioc'h). Liorzherezh diabarzh e vez graet eus outi. Ret eo degas barregezhioù a-zoare pa lakaer plant da greskiñ en diabarzh ha staliañ sistemoù tommerezh pe sistemoù reizhañ an aer.
Evit lakaat plant da greskiñ war-dro ar poulloù hag ar gwazhioù e vez kaoz eus al liorzherezh-dour.
Taolenn |
[kemmañ] Al liorzherezh en arz
E meur a sevenadur e vez pouezet war al liorzherezh evel un doare-bevañ ha prederiañ ivez. E Bro-Japan e veze ur varregezh priziet gant ar gadourien Samourai koulz ha gant ar venec'h eus ar skol-preder Zen a sav liorzhoù kinklet dreist.
E Europa e kaver daou doare staliañ liorzhoù tro-war-dro d'ar c'hastellioù ha d'ar manerioù : al liorzherezh doare ar C'hallaoued hag hini doare ar Saozon.
[kemmañ] Istor
Kavet eo bet roudoù al liorzherezh er Ragistor ha meneget eo bet liorzhoù kenedus Babilon dindan anv Liorzhoù a-ispilh Babilon, unan eus Seizh marzhoù ar bed hervez an Henc'hresianed. En Henroma e veze priziet-tre al liorzhoù ken e veze kavet kantadoù anezho e Kêr-Roma.
[kemmañ] Liorzhourienn illur
- Sell ouzh ar pennad liorzhour.
[kemmañ] Gwelet ivez
- Arboretum
- Bonsai
- Gounid legumaj
- Gwez
- Letonenn
- Liorzh botanikel
- Liorzhouriezh
- Liorzh Zen