Léman
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Léman a oa anv unan eus an tri departamant gall a voe krouet e Suis e 1798, pa voe aloubet Republik Geneva gant ar C'hallaoued.
E departamant Léman e oa ivez pastelloù a oa bet tennet diouzh departamantoù all : ar Mont-Blanc hag an Ain (trowardroioù Gex).
Geneva e oa ar pennlec'h.
Rannet e oa an departamant etre tri arondisamant : Geneva, Bonneville ha Thonon-les-Bains.
War-lerc'h faezhidigezh Napoleon Bonaparte e 1815 e teuas al lodenn eus an departamant a oa bet republik Geneva da vezañ ur c'hanton eus Suis, hag al lodennoù a oa bet e Savoia a voe rentet da Rouantelezh Sardigna. An tamm douar en-dro da Gex a voe staget en-dro ouzh departamant an Ain.