Ebooks, Audobooks and Classical Music from Liber Liber
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z





Web - Amazon

We provide Linux to the World


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Kristol Goulm - Wikipedia

Kristol Goulm

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan

Kristol Goulm, taolennet gant Sebastiano Del Piombo
Brasaat
Kristol Goulm, taolennet gant Sebastiano Del Piombo

Kristol Goulm (e katalaneg Cristòfol Colom, e kastilhaneg Cristóbal Colón, e portugaleg Cristóvão Colombo, en italianeg Cristoforo Colombo) a oa ur moraer e servij Kastilha, genidik eus Genova (ganet e Genova war-dro 1451, marvet e Valladolid e 1506). E veajoù eo a lakaas tud Europa da anavezout Amerika. Ne c’heller ket ober anezhañ kavadenner Amerika koulskoude.

Taolenn

[kemmañ] Orin

Evit gwir ne ouzer ket daoust hag eus Genova e oa. Un nebeud traoù kevrinus en e vuhez a laka tud zo da soñjal e oa anezhañ un den en doa cheñchet anv goude bezañ graet peñse ha kemeret anv Colombo, hag e vije bet e gwirionez ur Yuzev eus Portugal marteze pe eus Katalonia. Ha gwir eo ne implij ket an italianeg en e skridoù, met atav un doare kastilhaneg souezhus, mesket gant gerioù portugaleg.

E 1476 ez eas da chom da Lisbon. Eno, dre hanterouriezh familh e wreg, Felipa Moniz, e sinas ur respet gant kompagnunezhioù merdeiñ bras Portugal.

[kemmañ] E vennozh

Levezonet e voe gant mennozhioù skiantourien evel Paolo dal Pozzo Toscanelli pe Pierre d’Ailly war kelc’husted an Douar. Ha soñjal a reas e c’hellfe tizhout Indez ha broioù all ar reter (Sina ha Japan) en ur vont war-zu ar c’hornôg. Met jedet fall en doa ment an Douar, kalz bihanoc’h e oa an treuzkiz jedet gant Koulm eget ar wirionez. Hervez skiantiourien zo e oa Japan (anvet Cipangu gant Europiz ar Grennamzer) war-hed 20 150 km er c’hornôg d’an Inizi Kanariez, en tu all d’ar Mor atlantel, met evit Kristol Goulm ne oa nemet 6 275 km. Reizh a-walc’h e oa an hed jedet gant ar skiantourien, hini Koulm avat a oa gwall bell eus ar wirionez.

Pa oa bet nac’het e raktres gant ar roue João II eus Portugal, ez eas Kristol Goulm d’e ginnig d’ar Rouaned Katolik, Fernando de Aragón hag Isabel de Castilla, (e 1487). Dezho ivez e seblantas ar raktres-se, da gentañ, bezañ dreistdiraez, ha ne voe degemeret ganto da vat nemet e 1492. Arc’hant a voe dastumet evit ar veaj digant meur a zen pinvidik en Italia hag e Spagn. Koulm, a oa ur moraer barrek, a voe graet amiral gant ar Rouaned ha prometet e voe dezhañ e vije lezroue an douaroù a vije kavet gantañ.

[kemmañ] Ar beajoù

D’an 3 a viz Eost e loc’has tri lestr eus porzh Palos, en Andalouzia, ar Pinta, an Niña hag ar Santa María. Mont a rejont da gentañ betek an Inizi Kanariez, a oa e dalc’h ar Spagnoled. D’ar 6 a viz Gwengolo e rejont un arsav eno. Goude 34 devezh war vor e voe tizhet ganto, d’an 12 a viz Here, un enezenn a voe badezet San Salvador (Salver Santel) gant Koulm hag a oa anvet Guanahaní gant an dud a oa o chom warni. P’en em gavas Kristol Goulm gant an dud-se, ur boblad Arawak, anezho henvroidi an inizi-se, e voent kavet peoc’hus-kenañ gantañ. Goude se ez eas betek div enezenn all : Kuba ma touaras d’an 28 a viz Here, hag unan all ma touaras d’ar 5 a viz Kerzu hag a voe badezet gantañ La Española (Hispaniola deuet da vezañ Haiti hag ar Republik Dominikan hiziv). Peñse a reas ar Santa María ha ranket e voe he lezel eno. Distreiñ a reas Kristol Goulm da Europa gant an div vag all. Erruout a reas e Portugal, ma touaras da gentañ, hag e Spagn goude e nevez-amzer ar bloavezh 1493. Eno e voe graet dezhañ un degemer eus ar c’hentañ. Diskouez a reas e lez ar Rouaned katolik henvroidi bet sammet gantañ war an inizi, aour ha traoù a bep seurt bet kavet gantañ du-hont : butun, ananaz, yer-Indez.

[[Imagen:Columbus Taking Possession.jpg|thumb|300px|Kristol Goum o tegouezhout en Amerika ]]


Beajoù Koulm
Brasaat
Beajoù Koulm

E-pad e eil beaj (1493-1496) e voe tizhet gantañ an Antilhez Bihan, Puerto Rico ha Jamaika. Ar wech-se e oa deuet gant muioc’h a dud : kuitaet en doa Cádiz, d’ar 24 a viz Gwengolo 1493, gant 17 lestr ha 1200 den war o bourzh, evit sujañ ar bobl Arawak hag evit trevadenniñ an inizi. Krouiñ a reas kêr La Isabela en Hispaniola. Kantadoù a Arawaked a voe kaset gant Koulm da sklaved, daoust ma oa bet lavaret dezhañ gant ar Rouaned katolik e tlee skoulmañ darempredoù mat gant an henvroidi gant ar soñj ober kristenien anezho. Ar re eus ar sklaved a erruas e Spagn (kalz anezho a varvas e-pad ar veaj distro) a voe dieubet hag urzh a voe roet da gas anezho d’o inizi en-dro.

E-kerzh e drede beaj (1498-1500), Kristol Goulm a yeas betek douar-bras Amerika. Kuitaat a reas Sanlúcar de Barrameda d’an 30 a viz Mae 1498 ha tizhout a reas enez Trinidad. Ergerzhet a reas aod an douar-bras war-dro aber ar stêr Orinoco. Goude bezañ bet war inizi Trinidad ha Tobago, ez eas betek Hispaniola en-dro. Eno e voe adkavet gantañ an drevadennerien en doa lezet e-pad e eil beaj. Drouklaouen e oant peogwir ne oa ket ken pinvidik ar vro ha ma oant bet lakaet da grediñ ha peogwir e oa start an darempredoù gant an henvroidi. Klemm a voe savet a-enep Koulm gant trevadennerien, ha kaset e voe Francisco de Bobadilla gant ar Rouaned katolik d’ober un enklask. Harzet e voe Koulm, lakaet ar c’hefioù dezhañ ha kaset e voe en-dro da Spagn. Ur wech en em gavet e Spagn e voe didamallet ha lezet da vont. Met koll a reas e ditl a lezroue ha ne zeuas morse a-benn da adc’hounit ar sked hag al lufr a oa bet gantañ. Ouzhpenn se e oa deuet ar Portugalad Vasco da Gama, e-keit-se, da vont war vor betek Indez, en ur ober tro Afrika dre ar su.

Ur pevare beaj a reas Koulm koulskoude (1502-1504). Kuitaat ar reas Spagn d’an 11 a viz Mae 1502. Goude bezañ douaret en inizi Martinik, Hispaniola ha Jamaika, ez eas betek aodoù Kreiz Amerika. Bageal a reas a-hed arvor Honduras, Nicaragua, Costa Rica ha Panama. Goude bezañ taget gant henvroidi e Panama, e rankas ober hent war-zu Hispaniola met peñse a reas war aod Jamaika. Eno e chomas Koulm hag e dud e-pad meur a viz, divouedet gant an naon, o c’hedal skoazell eus Hispaniola. A-benn ar fin e teuas ar skoazell hag e c’helljont distreiñ da Spagn. Erruout a rejont e Sanlúcar en-dro d’ar 7 a viz Du 1504.

[kemmañ] Dibenn e vuhez

Pa varvas Kristol Goulm d’an 20 a viz Mae 1506, e Valladolid, e oa pinvidik a-walc’h, daoust ma oa bet tennet e ditl a lezroue digantañ, gant an aour en doa kavet gant e dud war Hispaniola. Ha sur e oa c’hoazh e oa erruet war aod reter Azia.


[kemmañ] Levrlennadurezh

Filip Oillo, Levr bourzh ar veaj kentañ, Al Liamm

Our "Network":

Project Gutenberg
https://gutenberg.classicistranieri.com

Encyclopaedia Britannica 1911
https://encyclopaediabritannica.classicistranieri.com

Librivox Audiobooks
https://librivox.classicistranieri.com

Linux Distributions
https://old.classicistranieri.com

Magnatune (MP3 Music)
https://magnatune.classicistranieri.com

Static Wikipedia (June 2008)
https://wikipedia.classicistranieri.com

Static Wikipedia (March 2008)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com/mar2008/

Static Wikipedia (2007)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com

Static Wikipedia (2006)
https://wikipedia2006.classicistranieri.com

Liber Liber
https://liberliber.classicistranieri.com

ZIM Files for Kiwix
https://zim.classicistranieri.com


Other Websites:

Bach - Goldberg Variations
https://www.goldbergvariations.org

Lazarillo de Tormes
https://www.lazarillodetormes.org

Madame Bovary
https://www.madamebovary.org

Il Fu Mattia Pascal
https://www.mattiapascal.it

The Voice in the Desert
https://www.thevoiceinthedesert.org

Confessione d'un amore fascista
https://www.amorefascista.it

Malinverno
https://www.malinverno.org

Debito formativo
https://www.debitoformativo.it

Adina Spire
https://www.adinaspire.com