Krac'h
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Kumunioù Breizh | |
---|---|
Krac'h | |
Departamant | Mor-Bihan |
Bro hengounel | {{{bro hengounel}}} |
Arondisamant | Arondisamant An Oriant |
Etrekumuniezh | {{{etrekumuniezh}}} |
Bro 'Voynet' | {{{Bro Voynet}}} |
Kanton | {{{kanton}}} |
Kod INSEE | 56046 |
Kod post | 56950 |
Maer Amzer gefridi |
Jean-Loïc Bonnemains 2005-2008 |
Gorread | 3054 ha = 30,54 km² |
Hed | 03° 00' 01" kornôg |
Led | 47° 37' 05" norzh |
Uhelder | keitat : 29 m bihanañ : 0 m brasañ : 44 m |
Poblañs hep kontoù doubl | 3030 (1999) |
Stankter | 99 a./km2 |
Taolenn |
[kemmañ] Monumantoù ha traoù heverk
[kemmañ] Douaroniezh
[kemmañ] Istor
Krac'h a zo ur gumun eus Frañs (stumm ofisiel : Crach, stumm implijet gant an ti-kêr : Crac'h), lec'hiet e departement ar Mor-Bihan e Breizh.
[kemmañ] Douaroniezh
Bevennet eo Krac'h gant div aber : Stêr Krac'h er c'hornôg hag Stêr an Alre er Reter. En tu all da Stêr Krac'h emañ An Drinded-Karnag er Mervent, Karnag er c'hornôg ha Pleñver er gwalarn. Brec'h hag An Alre a zo en Norzh, Sant-Filiberzh er Su ha Lokmaria-Kaer er gevred.
War un dorgenn emañ an iliz parrez hag ar vourc'h, setu e soñj da lod e teu anv ar gumun diwar krec'h pe kreac'h.
[kemmañ] Istor
Dont a ra douaroù Krac'h eus diempradur ar barrez kozh Kaer a oa Krac'h ha Lokmaria enni gwezhall.
[kemmañ] Monumantoù ha traoù heverk
[kemmañ] Iliz ha chapelioù
- Iliz Sant-Turiav (XVvet kantved) : iliz parrez ;
- Chapel Itron-Varia ar Plas-Kaer (1873-1874) : Savet e bet e lec'h ma oa ur chapel eus ar XVvet kantved bet savet gant ar venec'h ruz ;
- Chapel Lomareg ;
- Chapel Kervin-Berc'hed ;
- Chapel Sant-Yann.
[kemmañ] Kestell ha manerioù
- Kastell ar Plesis-Kaer (XVvet kantved)
- Kastell Rosnarho (XVvet kantved)
- Kastell Kerantreizh (dibenn an XVIIIvet kantved) : kavet e vez ar stummoù skrivet Kerantré, Kerentré, Kerentreh ha Kerentrech)
- Kastell Kergurioné
- Maner Lokeltaz
- Maner Kergal
- Maner Kergleverit
[kemmañ] Feunteunioù
- Feunteun Sant-Turiav
- Feuteun ar Plas-Kaer
- Feunteun Sant-Armel (er Plas-Kaer)
- Feunteunioù Lomareg
- Feunteun Sant-Albin (e Kervin-Berc'hed)
- Feunteun Sant-Yann
- Feunteun Kerbirio
- Feunteun Kervive
- Feunteun Kerberen
[kemmañ] Peulvanoù ha taolioù-maen
- Alez toet al Luffang (n'eo ket toet ken)
- Taol-vaen Kervin-Brec'hed
- Taolioù-maen Park Guren (Park Gurun) nepell diouzh bae Sant-Yann
- Taol-vaen ar Breudreg
- Taolioù-maen bae Sant-Yann
- Taol-vaen ar Marc'h
- Taol-vaen Kerkado
- Taol-vaen Kergoed
- Taol-vaen ar Vigeah (aet da get hiziv an deiz)
- Taol-vaen Kerzug
[kemmañ] Traoù all
- Geler Frank : e chapel Lomareg ez eus un arched maen-greun eus ar V-VIvet kantved e stumm un drapezenn ma c'heller lenn warnañ I R H A E M A +INRI. Hervez Gweltaz Bernier e ranker kompren amañ eo beziet ar roue. Warog pe Ereg e vefe ar roue-se, an hini en deus roet e anv da Vro-Warog pe Bro-Ereg, ha da Lomareg ivez.
- Pont roman : Pont-Pesked a vez graet anezhañ dre ma tegemere pesketaerien Kiberen a zeue da gas o fesked da varc'hadourien ar vro.
- Pont an tri c'hanton (XVIIvet pe XVIIIvet kantved)
- Milin-vor
- Pont-dour roman : ne chom nemet dek piler eus ar pont-se a gase dour a-us da Stêr an Alre eus ar Bonoù war-zu Lokmaria-Kaer.