Kaozeal:Kembraeg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
n'on ket a-enep implij doiareoù-skrivañ disheñvel er pennad-mañ'r-pennad, met amañ eo deuet sot an afer-mañ! d'am soñj e vefe tu da renkañ ar pennad-mañ dre e lakaat e peurunvan en e bezh. ha ret eo votiñ? Neal 24 Kzu 2005 da 08:58 (UTC)
- Me zo peur a-du ganeoc’h, ma vije ur reizhad skritur anavezet e-giz ar C’hLT e vije disheñvel mes ur reizhad skritur ijinet penn-da-benn ha direizh mik eo, daoust hag eñ e vez graet e Wiki gallek "Le chtit couin(-couin) du fransé tradisionnel" pe "Le pure squatt du séfran dè djeuns" ? Ne vez ket abalamour ma'z eo ret d'an dud ober gant ul live yezh uheloc’h pa skrivont e-barzh traoù skiantel... Ar brezhoneg zo pinvidik a-walc’h evit ober memes tra, ha n'eo ket pellaat ar brezhoneg deus ar yezhoù roman mes ober e-giz ar yezhoù all : ur skritur unanet, un ereadurezh brav hag ur geriaoueg uheloc’h... Ur yezh ne vez ket skrivet ha prezeget gant an hevelep doare (nemet e-barzh MSN pe traoù all)...
[kemmañ] Gwareziñ ar bajenn-mañ
n'oûn ket penaos e vez graet evit gwareziñ ur pennad bennaket met gwelet m'eus bet ober e yezhoù all - d'am soñj e vefe mat gwareziñ ar pennad-mañ e peurunvan kentoc'h evit an hini bet savet oc'h implij ur skritur personel. Neal 21 Gen 2006 da 10:52 (UTC)
- Ya, laouen met evit se e ranker da-gentañ bezañ bet dilennet merourien evit ar wiki-mañ rak n'eus nemeto a c'hall en ober. --Fulup 21 Gen 2006 da 12:26 (UTC)
- Evidon-me e afe a-enep-krenn da spered ar Wikipedia. Ret eo aotreañ pep hini da zegas kemmoù er pennadoù. Gwareziñ a c'heller pajennoù zo e-giz ar re a zispleg mont en-dro ar wiki met ma vez gwarezet pennadoù gouiziegezh n'hello ket ar ouiziegezh e brezhoneg mont war-raok. Gant an tabutoù ivez e vez priziet buhez ar wiki. --Yun 22 Gen 2006 da 09:26 (UTC)
-
- A-du e savan gant Yun, a-grenn. Ne vefe ket mat mirout ouzh an dud da glokaat pennadoù. Degaset em eus, meur a wech, boued ouzhpenn d'ar pennad kembraeg, hag emichañs e rin c'hoazh.--Llydawr 23 Gen 2006 da 17:28 (UTC)
-
- n'on ket a-du ganit na tamm ebet: spered ar wikipedia, evidon.me atav, a dalv digeriñ ar pennadoù d'an holl ha dre implijet doareoù-skrivañ hiniennel ne vezeont nemet serret d'an darn vrasañ moarvat. n'eo ket gwir ivez ne vez gwarezet pajennoù a denn da vont-en-dro d'ar wiki (e yezhoù all) met gwarezet e vez ivez n'eus forzh peseurt pajenn ma vez un tabut warni pe diwarni keit ha ma vez diskoulmet an tabut-se (etre an holl implijerezed/ourion pe c'hoazh gant ur verourez pe gant ur merour). n'on ket evit difnn an dud da skrivañ ha da genlabourat, zoken ma vefe e doareoù-skrivañ disheñvel diouzh ar peuruvan, met pa welan traoù evel frañses, irlandê, mouvamant hag all e gav din eo ret lâret trawalc'h! re 'zo re!
Neal 22 Gen 2006 da 09:39 (UTC)
- Ya, ur vezh-ruz eo skrivañ frañses, irlandê, mouvamant. Met ret eo pouezañ eus un tu an amzer hag ar boan a vez kollet gant seurt tud hag eus un tu all ar pezh a vije kollet ma vije gwarezet pennadoù a c'hellfe bezañ gwellaet hag astennet.--Yun 22 Gen 2006 da 09:50 (UTC)
-
- Re wir eo e vefe torr-penn gwareziñ pennadoù na vije ket tu da glokaat ha da reizhañ ken. Ur reolenn all zo war ar wiki. Gallout a ra ar verourien mirout ouzh tud zo da cheñch traoù war ar wiki e-pad ur frapad amzer bennak (betek tri miz a gav din) ma nac'h un implijer doujañ d'ar reolennoù kendivizet. En degouezh-mañ ez eus un den na glask ket kenlabourat gant ar re all hag a zo en em lakaet er-maez, dre e ideologiezh, diouzh peurrest kumuniezh ar vrezhonegerien. Ne skriv nemet evitañ e-unan ha neket evit al lennerien. Lakaat a ra an holl da goll amzer. Ur seurt vandalerezh eo e emzalc'h. Forzh penaos eo tremen poent dilenn merourien, ha panefe nemet evit naetaat ha skarzhañ ar pennadoù kamm niverus a gaver war roll ar pajennoù da vezañ nullet bremañ. Lakaat a reont niver ar pennadoù war hor wiki da greskiñ en un doare direizh. --Fulup 22 Gen 2006 da 10:52 (UTC)
-
-
- a-du penn-da-benn ganit. un hent all da wareziñ an traoù talvoudus eo hennezh. ha penaos e vez graet evit dilenn merourezed ha merourion
-
Neal 22 Gen 2006 da 11:42 (UTC)
[kemmañ] merourion ha merourezed
ra ma vezont dilennet neuze! (evit ar banglaeg eo hennezh ar stumm reizh ha daoust ha ma vez anavezet kentoc'h beblaeg pe me oar me e vefe ret adkas atav da vbanglaeg - just evel ma vez graet gant tud ar peurunvan gant gresianeg e-lec'h gregach!)
- Ne gomprenan ket perak e vez kaoz amañ eus ar verourien/velestrerien a vanke d'ar wiki : n'eo ket o labour tamm ebet divizout war an dibaboù yezh : ur seurt diktatorelezh a-enep spered ha penaennoù ar wiki e vije. Sell ouzh pajenn war melestradurezh ar wiki. Kendelc'her a ran war An ti-chopin. --Ch. Rogel 22 Gen 2006 da 18:15 (UTC)
-
- n'eo ket e diluziañ kudennoù a denn d'ar yezh war-eeun e oan me o soñjal p'am boe kinniget dilenn merouerezed ha merourion, met kentoc'h e gwareziñ traoù talvoudus da vezañ vandalizet evit abegoù ideologel - dreist-holl pa vez savet pennadoù evit plijout d'an hini o skriv kentoc'h evit brasañ blijadur ar re a fell dezhe o lenn... n'on ket a-enep ma vez savet pennadoù e doareoù-skrivañ disheñvel diouzh ar peurunvan, met n'on ket a-du na tamm ebet gwelet traoù skrivet n'eus forzh penaos hep ton na son.
Neal 22 Gen 2006 da 19:37 (UTC)