Juluan Maner
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Juluan Maner, beleg ha geriadurour brezhoneg, a voe ganet d’ar 1añ a viz Here 1606 e Sant-Jord-Restembaod, e biz eskopti Roazhon, war harzoù Normandi.
Mont a reas war e studi e skolaj an Tadoù Jezuisted e Roazhon, adalek 1621. Alese ez eas da leandi Saint-Germain e Pariz, ma reas e leoù kentañ e 1627. Kenderc’hel a reas e studioù e La Flèche ha goude-se e skolaj Kemper e 1630. Eno e stagas da zeskiñ brezhoneg, met kontañ a reer en dije desket ar yezh, dre vurzhud, en un nozvezh, e 1631, e chapel Ti Mamm Doue e Kerfeunteun, ur barrez sko ouzh Kemper.
D’ar mare-se ivez e tarempredas Mikael an Noblez a oa o chom e Douarnenez hag e reas e vennozh da brezeg dre Vreizh.
Mont a reas an Tad Maner da Deurgn ha da v-Bourges da beurechuiñ e studioù. Beleget e voe e 1637 ha distreiñ a reas da Gemper e 1640. Neuze e krogas da visioniñ tro-dro da Gemper, o vont alies da eskoptioù all : Leon, Treger, Gwened, Sant-Brieg. Kregiñ a reas gant e vision kentañ e 1641, e Douarnenez. A-hed e vuhez, betek e varv e 1683, ez eas dre Vreizh a-bezh da brezeg an aviel. Heverk e oa misionoù an Tad Maner gant o zaolennoù, implijet ivez gant Mikael an Noblez evit displegañ ar Skritur sakr d’an dud gant skeudennoù eeun, gant o c’hantikoù, ha gant ur brosesion vras evit klozañ ar mision. Kantikoù e-leizh a savas an tad Maner, rak ar pep gwellañ e oa, hervezañ, evit kenteliañ an dud. Tremen 400 mision a zo lakaet war e anv.
Sevel a reas a-du gant an dug de Chaulnes, karget da lakaat an urzh da ren en-dro goude Emsavadeg ar Bonedoù ruz, er bloaz 1675. Prezeg a rae ar sentidigezh hag ar sujidigezh d’an dud, koulz war ar maez hag e kêr.
[kemmañ] E oberennoù
An Tad Maner eo a grogas da skrivañ brezhoneg evel ma veze komzet. Da lavarout eo e voe skrivet gantañ ar c’hemmadurioù na vezent ket skrivet araozañ e krennvrezhoneg. Ouzhpenn ar c’hantikoù hag ar skridoù relijiel skrivet gantañ, en deus lezet war e lerc’h ul levr anvet Le Sacré-Collège de Jésus, ul levr katekiz e brezhoneg, ennañ ouzhpenn ur yezhadur hag ur geriadur galleg-brezhoneg, embannet e 1659.
Mervel a reas an Tad Maner d’an 28 a viz Genver 1683.
Lakaet eo bet da wenvidig gant ar Pab Pius XII, e 1951.
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Juluan Maner (e galleg)
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan