Gwreg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur wreg zo un den, deuet d'he ment, dezhi reizh parezed ar wazed, hag en oad da zougen bugale. Gwragez a vez lavaret el liester. Komzet e vez eus gwragez ha merc'hed yaouank.
[kemmañ] Gwreg ha maouez
Heñvel ster e vez gwreg ha maouez a-wechoù:
- pa reont meneg eus ur barez, ha netra ken,
- pa reont meneg eus ur vaouez dimezet.
Er ster-se e vez komzet eus
- ur wreg-ozhac'h , a zo ur vaouez kreñv, dezhi doareoù paotred,
- ur wreg-vor, a dle bezañ yaouankoc'h he dremm eget ur wrac'h-vor
[kemmañ] Gwreg ha pried
Peurvuiañ hiriv e talv gwreg kement ha maouez dimezet. Komzet e vez eus gwreg un den, hag enebet e vez ouzh ar ger gwaz neuze, pe ouzh ar ger ozhac'h.
- Danvez gwreg unan bennak eo an hini a zo da zimeziñ gantañ.
- Kemer unan bennak da wreg a zo dimeziñ ganti.
- Ur wreg-nevez zo ur plac'h nevez euredet.
- Ur wreg-pried, a zo ur wreg dimezet ervar
- Gwreg-kleiz un den avat zo ur vaouez hag a vev gantañ ha n'eo ket an hini zo dimezet gantañ.
[kemmañ] Gerioù deveret
- gwregel
- gwregelezh