Eostig
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
---|---|---|---|---|---|
Un eostig
|
|||||
Rummatadur klasel | |||||
Ren : | Loened | ||||
Skourrad : | Chordata | ||||
Kevrennad : | Aves | ||||
Urzhiad : | Passeriformes | ||||
Kerentiad : | Muscicapidae | ||||
Genad : | Luscinia | ||||
Anv skiantel | |||||
Luscinia megarhynchos Brehm, 1831 |
|||||
|
Taolenn |
[kemmañ] Hollegezhioù
An eostig en deus ur c'han plijus tre, a zo klevet d'an noz ha d'an deiz.
E zo o chom e-barzh ar c'hoadeg, e lec'h kentañ tost an dour, met e vez kavet ivez barzh al liorzhoù, ar bodad-gwezioù, ar werjeoù.
[kemmañ] Neuz
Etre 22 ha 24 cm e vuzul e hed-eskell, ha war-dro 16 cm e uhelder ; etre 18 ha 27 g e pouez. Gell eo e blu ha hir e zaoubav.
[kemmañ] Bevidigezh
Gant bizoù, kevnid pe amprevanoù en em vouet.
[kemmañ] Annez
Eus mae da mezheven e degouezh. Neizh an eostig a zo nebeut kempenn, hag izel (30 cm a-zioc'h an douar) pe zoken a-rez al leur. Pevar pe bemp vi e tozv ar barez, a zo damc'hlas, un tammig brizh. War-dro 14 deiz e pad ar goradur. Etre 11 ha 12 deiz e pad an dishualerezh hag an nij a heul goude nebeut. An neizherezh kentañ a zegouezh e-pad an nevez-amzer a zeu. Betek 6 bloaz e vevont an eostigoù.
[kemmañ] Divroadeg
E gwengolo e tivro an eostig etrezek Afrika kreisteiz Sahara, o tremen dre strizh-mor eus Gibraltar pe lec'hioù ne vez ket bras ar mor.
[kemmañ] Arouezioù
E-barzh an hengounioù poblel, an nevez-amzer e kemenn an eostig. Labous miz mae eo eñ, med arouez ar garantez eo an eostig ivez ha dreist-holl. Bro Nice en deus dalc'het e Eostig a nij en c'hanoù hengounel hag en c'horolloù eus mae, an testenn ec'h en deus awenet Tchaikovski evit e Humoresque opus 10-2.