Doire (departamant)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
An Doire a oa un departamant gall en hanternoz Italia, da vare an impalaer Napoleon.
Ivrée e oa ar pennlec'h (Ivrea en italianeg). Isprefetioù a oa en Aosta (Aoste galleg) ha Chivasso. Kontet e veze 224 127 a dud o chom ennañ, gallegerien an darn vrasañ anezho a-hervez.
Gwelit ar gartenn amañ: Listenn departamantoù gall Italia
Taolenn |
[kemmañ] Anv
Dont a ra an anv eus ar stêr anvet Doire Baltée e galleg, (Dora Báltea, en italianeg) a dremen dre Aosta hag Ivrea, da zisheñvelout diouzh an Doire Ripaire, Dora Riparia, un adstêr all d'ar Pô.
[kemmañ] Istor
Savet e oa bet d'an 11 a viz Gwengolo 1802 (décret du 24 Fructidor, an X) pa voe staget Piemont ouzh Bro-C'hall. Da gentañ e oa bet en ur framm anvet Éridan, a oa ennañ departamant ar Pô.
E 1812 e oa rannet e 3 arondisamant: Ivrea, Aosta ha Chivasso.
[kemmañ] Diskar
Diskaret e voe evel an departamantoù gall all war-lerc'h faezhidigezh Napoleon e 1814, ha roet da stadoù Savoia, hervez feuremglev Fontainebleau an 11 a viz Ebrel 1814.
[kemmañ] Hiziv
Emañ douaroù an departamant e proviñs Torino ha rannvro emren Aosta.