DEUG
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
An DEUG a zo bet un diplom skol-veur a veze roet e dibenn an eil bloavezh, hag a zo bet dilamet gant adaozañ an diplomoù hervez ar mod europat e 2005.
[kemmañ] DEUG brezhoneg
Gounezet e oa bet an DEUG brezhoneg e 1989 goude un hir a stourm kaset war-raok, ha deuet da benn vat, gant Unvaniezh ar Gelennerien hag an holl strolladoù sevenadurel. Gant an trec'h-se e oa bet digoret brasoc'h an nor da'r brezhoneg er skolioù-meur da gentañ, er skolioù-mistri da c'houde, hag er skolioù kentañ da heul. En un doare iskis e oa bet gounezet an aotreegezh hag ar c'h-CAPES brezhoneg er bloavezhioù a-raok.