Bourouchaskeg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Bourouchaskeg (Burushaski) | |
---|---|
Pas en arvar | |
Perzhioù | |
Komzet e : | Pakistan |
Rannved : | Karakoroum |
Komzet gant : | 60 000 |
Renkadur : | goude 100 |
Familh-yezh : | Yezh digenvez
|
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | - |
Akademiezh : | - |
Rizhouriezh | |
Urzh ar gerioù | {{{urzh}}} |
Frammadur silabek | {{{frammadur}}} |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | |
ISO 639-2 | |
Kod SIL | BSK |
Deuit da welet ivez Yezh. |
Ur yezh digenvez eo ar bourouchaskeg (Burushaski, [buˈɾuɕaski]) komzet gant tro-dro da 50 000-60 000 den e traoñiennoù Hounza, Nagir, Yasin ha Gilgit e hanternoz Pakistan.
Teir rannyezh ez eus: hini Hunza, hini Nagar hag hini Yasin. Dre vras e kreder ez eo glanoc'h rannyezh Yasin, met implijet e vez rannyezh Hunza evit ober gant ar yezh dre skrid evel un doare yezh unvan.
Daoust ma vez kavet er bourouchaskeg meur a c'her o tont eus an ourdoueg, ar khowareg hag ar chineg ez eo sklaer n'eus liamm familh ebet etreze.
Gwechall e oa bet klasket diskwel e oa liammet ar bourouchaskeg ouzh ar sumereg, an euskareg, ar yezhoù kaokazek pe c'hoazh ar yezhoù dravidek met bremañ e ouzer n'eus ket a liammoù etre ar bourouchaskeg, yezh digenvez, ha familh-yezh ebet all.