Ebooks, Audobooks and Classical Music from Liber Liber
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z





Web - Amazon

We provide Linux to the World


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Yezh digenvez - Wikipedia

Yezh digenvez

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan


Ur yezh digenvez a zo anezhi ur yezh naturel hep liammoù gant yezh ebet all. Da lâret eo ne c'hell ket bezañ renket en ur familh-yezhoù bennaket.

A-wechoù e teu ur yezh da vezañ digenvez goude ma'z eo aet da get an holl yezhoù all eus ur familh-yezhoù bennaket. Ar pirahaneg (pe yezh pirahã) komzet e Brazil, da skwer, eo ar yezh nemeti a van c'hoazh eus an holl yezhoù a veze renket gwechall e-touez ar yezhoù murek.

A-wechoù ivez n'eus ket ket titour a-walc'h diwar-benn ur yezh bennaket a-benn gallout he renkañ e-touez yezhoù all en ur familh-yezhoù resis. Gant seurt yezhoù e sav alies damkanoù a glask diskwel e rankfent bezañ renket er familh-mañ'r-familh ha neuze e c'hellfer lâret ez eo yezhoù damdigenvez anezhe rak ne vezer ket sur penn-da-benn hag-eñ ez eus ul liamm familh etre ar yezhoù-se ha yezhoù all pe get.


[kemmañ] Listenn yezhoù digenvez

Yezh Evezhiadennoù
Abinomeg Komzet e Papoua ar C'hornaoueg gant 300 a dud
Adaieg Marv. Nebeut a ditour. Komzet e Teksas ha Louisiana (Stadoù-Unanet).
Andokeg (andoque) Komzet e Kolombia ha Perou. Marteze da vezañ renket e-touez ar yezhoù witotoek.
Ainoueg Yezh en arvar komzet e hanternoz Japan. Gwechall e oa ur familh-yezhoù eviti hec'h-unan.
Euskareg Komzet e Euskadi (Frañs) ha Spagn).
Betoieg Marv. Komzet e Kolombia. Liammoù bet kinniget gant ar yezhoù paezek.
Bourouchaskeg Komzet e hanternoz Pakistan. Liammoù bet kinniget a-wechoù gant ar yezhoù yenisek.
Bourmezoeg Komzet e Papoua ar C'hornaoueg gant 250 a dud
Hengipreg Komzet e Kipreneze pad oadvezh an houarn. Liammoù bet kiniget gant an Etruskeg
Elamiteg Marv komzet en Impalaeriezh elamitek. Marteze da vezañ renket e-touez ar yezhoù dravidek.
Gameleg Marv. Nebeut a ditour. Komzet e Maranhão (Brazil).
Houamoeg (Huamoé) Marv. Nebeut a ditour. Komzet e Pernambuco (Brazil).
Ibereg Marv. Re nebeut a ditour evit gallout e renkañ. Kavet e vez elfennoù boutin etre ar yezh-mañ hag an euskareg met n'eo ket sklaer hag-eñ e vefe ul liamm familh etreze.
Itonameg Komzet e Bolivia. Liammoù bet kinniget gant ar yezhoù paezek.
Kalteg (pe nahalieg) Yezh en arvar komzet e kornôg India. Marteze da vezañ renket e-touez ar yezhoù moundek.
Kamsaeg (Camsá) Komzet e Kolombia.
Kandocheg (Kandoshi) Komzet e Perou.
Kanitchaneg (Canichana) Komzet e Bolivia. Liammoù bet kinniget a-wechoù gant an Tekirakeg (Tequiraca) (Marv).
Kayoubabeg (Cayubaba) Komzet e Bolivia.
Kayouseg (Cayuse) Marv. Re nebeut a ditour evit gallout e renkañ. Komzet e Oregon ha Stad Washington (Stadoù-Unanet).
Karkareg-Youreg komzet e Papoua-Ginea Nevez
Karokeg Komzet e Kalifornia (Stadoù-Unanet).
Kentumeg (Centúúm) Komzet e Nijeria
Kibirieg (Kibiri) Komzet e Papoua Ginea-Nevez
Kulheg (Culle) Marv. Komzet e Perou. Marteze da vezañ renket e-touez ar yezhoù tcholonek.
Koayaeg Komzet e Rondônia (Brazil).
Koutenaieg Komzet e Idaho ha Montana (Stadoù-Unanet) ha Kolumbia Brezih-Veur (Kanada).
Koreaneg Kinniget ez eus bet liammoù gant ar yezhoù altaek.
Kukuraeg Marv. Nebeut a ditour. Komzet e Mato Grosso (Brazil).
Lekeg Komzet e Bolivia
Meroiteg Marv komzet gwechall e Rouantelezh Meroe. A-wechoù renket e-touez ar yezhoù nilek-saharek hag er yezhoù afrez-aziatek met n'eo ket bet posupl e renkañ da vat e familh resis ebet betek-hen rak digomprenus eo chomet an holl skridoù er yezh-mañ koulz lavaret.
Movimeg Komzet e Bolivia.
Mounitcheg Komzet e Perou.
Nivc'heg (pe gilyakeg) Ur yezh paleo-siberiek komzet e trowardroioù ar Stêr Amour ha war an Inizi Sac'halin. Kinniget ez eus bet liammoù gant ar yezhoù tchouktchek-kamtchatkek.
Odiayeg Komzet e Papoua Ginea-Nevez
Paezeg Komzet e Bolivia
Pankararoueg Marv. Komzet e Brazil.
Pouelcheg damvarv. Komzet e Arc'hantina.
Pouinaveg Komzet e Kolombia.
Sabeleg (pe waoraneg) Komzet e Ekwador ha Perou.
Sumereg Marv komzet gwechall e Sumeria.
Taochireg Komzet e Perou. Kinniget ez eus bet ur familh-yezhoù enni an omouraneg, ar c'handocheg, an tekirakeg hag an taochireg.
Tikouneg Komzet e Kolombia, Perou ha Brazil. Liammet marteze ouzh ar yourieg (marv).
Timoukoueg (timucua) Marv anavezet mat. Komzet e Florida ha Georgia (Stadoù-Unanet). Kinniget ez eus bet liammoù gant an tawaseg.
Tinigweg Komzet e Kolombia, hogozik marv
Toleg Komzet e Honduras
Tounikeg Marv. Komzet e Mississippi, Louisiana hag Arkansas (Stadoù-Unanet). Renket alies e-touez ar yezhoù muskogeek.
Troumaieg Komzet e Brazil
Tsimaneg Komzet e Bolivia
Tuchaeg (Tuxá) Marv. Nebeut a ditour. Komzet e Bahia ha Pernambuco (Brazil).
Urarineg Komzet e Perou
Waraoeg Komzet e Guyana, Surinam ha Venezuela. A-wechoù renket e-touez ar yezhoù paezek.
Wachoeg Komzet e Kalifornia ha Nevada (Stadoù-Unanet).
Chokoeg (xokó) Marv. Nebeut a ditour. Komzet e Alagoas ha Pernambuco (Brazil).
Choukouroueg (xukurú) Marv. Nebeut a ditour. Komzet e Pernambuco ha Paraíba (Brazil).
Yamaneg Komzet e Chile.
Yaneg Marv. Komzet e Kalifornia( Stadoù-Unanet).
Youtchieg Komzet e Georgia hag Oklahoma (Stadoù-Unanet). Kinniget ez eus bet liammoù gant ar yezhoù siouek.
Yourakareg Komzet e Bolivia.
Youreg Marv. Komzet e Kolombia ha Brazil. Marteze ez eus liammoù gant an tikouneg
Youroumangieg Marv. Komzet e Kolombia.
Zuni Komzet e Mec'hiko Nevez (Stadoù-Unanet). Kinniget ez eus bet liammoù gant ar yezhoù penoutek met n'eo ket gwall sklaer al liamm-se.

[kemmañ] Gwelet ivez

Yezhoù direnk

Our "Network":

Project Gutenberg
https://gutenberg.classicistranieri.com

Encyclopaedia Britannica 1911
https://encyclopaediabritannica.classicistranieri.com

Librivox Audiobooks
https://librivox.classicistranieri.com

Linux Distributions
https://old.classicistranieri.com

Magnatune (MP3 Music)
https://magnatune.classicistranieri.com

Static Wikipedia (June 2008)
https://wikipedia.classicistranieri.com

Static Wikipedia (March 2008)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com/mar2008/

Static Wikipedia (2007)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com

Static Wikipedia (2006)
https://wikipedia2006.classicistranieri.com

Liber Liber
https://liberliber.classicistranieri.com

ZIM Files for Kiwix
https://zim.classicistranieri.com


Other Websites:

Bach - Goldberg Variations
https://www.goldbergvariations.org

Lazarillo de Tormes
https://www.lazarillodetormes.org

Madame Bovary
https://www.madamebovary.org

Il Fu Mattia Pascal
https://www.mattiapascal.it

The Voice in the Desert
https://www.thevoiceinthedesert.org

Confessione d'un amore fascista
https://www.amorefascista.it

Malinverno
https://www.malinverno.org

Debito formativo
https://www.debitoformativo.it

Adina Spire
https://www.adinaspire.com