An Tri Enorus hag ar Pemp Impalaer
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Istor Sina | ||||||
3 Enorus & 5 Impalaer | ||||||
Tiernelezh Xia | ||||||
Tiernelezh Shang | ||||||
Zhou ar c'hornôg
|
Zhou | |||||
Nevezamzer & Diskar-amzer | Zhou ar reter | |||||
Rouantelezhioù brezelour | ||||||
Tiernelezh Qin | ||||||
Han ar c'hornôg | Han | |||||
Xin | ||||||
Han ar reter
|
||||||
Teir rouantelezh
|
||||||
Wei
|
Shu
|
Wu
|
||||
Jin ar c'hornôg
|
Jin
|
|||||
C'hwezek rouantelezh
|
Jin ar reter
|
|||||
Tiernelezhioù Su & Norzh
|
||||||
Tiernelezh Tang
(troc'het gant an eil Zhou) |
||||||
Liao
|
5 Tiernelezh & 10 Rouantelezh
|
|||||
Song an norzh
|
Song
|
|||||
Jin
|
kornôg Xia
|
Song ar su
|
||||
Tiernelezh Yuan
|
||||||
Tiernelezh Ming
|
||||||
Tiernelezh Qing
|
||||||
Republik Sina
|
||||||
Republik Pobl Sina
(1, 2, 3, 4) |
Republik Sina (Taiwan) | |||||
|
Hervez an hengoun e vez graet an Tri Enorus hag ar pemp Impalaer (Sinaeg: 三皇五帝; Pinyin: sānhuáng wǔdì; Wade-Giles: san-huang wu-ti) eus renerien vojennel Sina e-pad ur marevezh zo padet mui pe vui etre -2850 ha -2205, betek deroù tiernelezh Xia.
[kemmañ] An Tri Enorus
An Tri Enorus, anavezet ivez dindan an anv a Tri Aotrou, a reer eus hanterzoueed pe rouaned doueel a implije o galloudoù dreisnatur evit gwellaat stad bevañ o fobl. Abalamour d’o vertuzioù uhel o deus bevet pell-tre ha renet o bro en un doare peoc’hus a-hed ur marevezh hir.
Lies eo doare an Tri Enorus e testennoù istorel disheñvel Sina. Hervez Marilhoù an Istorour Meur savet gant Sima Qian e oa anezho :
- Roue an Neñv (天皇), bet o ren e-pad 18 000 bloaz
- Roue an Douar (地皇), bet o ren a-hed 11 000 bloaz
- Roue an Dud (泰皇 or 人皇), bet o ren a-hed 45 600 bloaz
Yundou shu (運斗樞) ha Yuanming bao (元命苞) a ziskuilh o anvioù:
- Fuxi (伏羲)
- Nüwa (女媧)
- Shennong (神農)
Fuxi ha Nüwa zo priedoù doueel a greder bezañ bet en orin an denelezh goude taolioù dour-beuz spontus ha Shennong eo an doue bet ijinet gantañ al labour-douar ha bet ivez ar c’hentañ en eus bet implijet louzaouennoù evit pareañ an dud.
Er Shangshu dazhuan (尚書大傳) hag er Baihu tongyi (白虎通義) eo kemmet o anvioù evel-henn : erlechiet eo Nüwa gant Suiren (燧人), anezhañ ijinour an tan. En Diwang shiji (帝王世紀) e teu Nüwa da vezañ an Impalaer Melen (黄帝), a lakaer da vezañ hendad an holl Sinaiz.
[kemmañ] Ar Pemp Impalaer
Rouaned vojennel fur ha peurreizh o buhezegezh a oa eus ar Pemp Impalaer. Hervez Marilhoù an Istorour Meur e oa anezho:
- An Impalaer Melen (黄帝)
- Zhuanxu (顓頊)
- Ku (嚳)
- Yao (堯)
- Shun (舜)
Anavezet eo Yao ha Shun evel an Daou Impalaer ivez hag, a-gevret gant Yu (禹), bet diazezet gantañ tiernelezh Xia, int bet lakaet da skouer diwezhatoc’h en Istor Sina gant ar goñfuzourien evit o doare da ren hag o buhezegezh direbech. Er Shangshu xu (尚書序) hag en Diwang shiji e lakaer ivez Shaohao (少昊) e-lec’h an Impalaer Melen.
E Kan Chu, e vez hevelebekaet ar Pemp Impalaer gant Doueed ar pemp roud (楚辭) :
- Shaohao (reter)
- Zhuanxu (norzh)
- Impalaer Melen (kreiz)
- Shennong (kornôg)
- Fuxi (su)
E Levr al Lidoù (禮記) e vez lakaet par-ouzh-par ar Pemp Impalaer gant ar Pemp Lignez (五氏), anezho :
- Youchao-shi (有巢氏)
- Suiren-shi (燧人氏)
- Fuxi (伏羲氏)
- Nüwa (女媧氏)
- Shennong (神農氏)
Qin Shi Huang (秦始皇) eo bet kentañ Impalaer istorel Sina. Gantañ e voe goveliet un termen nevez evit impalaer (huangdi 皇帝) en ur veskañ an titloù "an enorus" (huang 皇) gant "Roue-fur" (di 帝).
Porched ar bed sinaat – Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat. |