Abjad
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Un doare-skrivañ ispisial eo un abjad a implij lizherennoù a ra dave da gensonennoù hepken. Krouet e oa bet an termenn gant Peter T. Daniels.
Implijet e vez seurt doareoù-skrivañ gant ar yezhoù semitek nemetken a-drugarez da berzhioù resis yezhadur ar yezhoù-se.
Koulskoude, an darn vrasañ eus ar yezhoù semitek a-vremañ evel an arabeg a implij doareoù-skrivañ a c'hell bezañ abjadoù rik, da lâret eo hep diskwel penaos e rank bezañ distaget ar vogalennoù, pe c'hoazh damabjadoù oc'h implijout skrapoù hag all evit diskwel distagadur ar vogalennoù (gw. niqqud).
Meur a doare-skrivañ a zo bet diorroet diwar un abjad oc'h ouzhpennañ sinoù evit ar vogalennoù hag o tont da vezañ dre-se lizherennegoù, da skwer al lizherenneg gresianek savet diwar an abjad fenisek. Gwechoù all, avat, int deuet da vezañ un abugida evel ar skritur etiopek.