Yezhoù taiek-kadaiek
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Ur familh-yezhoù eo ar yezhoù taiek-kadaiek (pe kadaiek hepmuiken) komzet e Gevred Azia hag e kreisteiz Sina. Gwechall e vezent renket e-touez ar yezhoù sinek-tibetek met hiziv ez eo sklaer ez eus dioute ur familh en hec'h-unan. Marteze a-walc'h ez eus ul liamm etre ar yezhoù-mañ hag ar yezhoù aostronezek.
Diwanañ a reas ar yezhoù taiek-kadaiek e kreisteiz Sina e-lec'h ma vez komzet c'hoazh an darn vrasañ eus yezhoù ar familh-mañ. En em staliañ a reas komzerion ar yezhoù taiek e Gevred Azia war-lerc'h o krouiñ Tailand ha Laos.
[kemmañ] Yezhoù taiek-kadaiek
- Yezhoù hlaiek(2)
- Jiamaoeg (Sina)
- Hlaieg (Sina)
- Yezhoù kadaiek (9)
- Yezhoù bouek-rongek (1)
- Yerongeg (Sina)
- Yezhoù geek-tchiek(3)
- Gelaoeg (Viêt Nam)
- Latchieg (Viêt Nam)
- Latchieg gwenn (Viêt Nam)
- Yezhoù yangek-biaoek (5)
- Bouyangeg (Sina)
- Kuneg (Sina)
- Eneg (Viêt Nam)
- Lakwaeg (Viêt Nam)
- Lahaeg (Viêt Nam)
- Yezhoù bouek-rongek (1)
- Yezhoù kamek-taiek (59)
- Yezhoù beek-taiek (49)
- Yezhoù beek (1)
- Lingaoeg (Sina)
- Yezhoù taiek-sekek (48)
- Yezhoù sekek (1)
- Saekeg (Laos)
- Taieg (47)
- Yezhoù sekek (1)
- Yezhoù beek (1)
- Yezhoù kame-suiek (9)
- Ai-tchamek (Sina)
- Cao Miaoeg (Sina)
- Dongeg an hanternoz (Sina)
- Dongeg ar c'hreisteiz (Sina)
- Makeg (Sina)
- Mulameg (Sina)
- Maonaneg (Sina)
- Suieg (Sina)
- Teneg (Sina)
- Yezhoù lakdjaek (1)
- Lakkiaeg (Sina)
- Yezhoù beek-taiek (49)