Yezhoù bantouek
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Ur familh-yezhoù eo eus yezhoù bantouek a vez renket d'o zro e-touez ar yezhoù nijerek-kongoek.
Ar familh-yezhoù komzet war an tachenn ledanañ en Afrika a-bezh eo ar yezhoù bantouek, komzet gant tro-dro da 310 million a dud e kreisteiz Kameroun hag e gevred Nigeria peg ouzh ar vevenn gant Kameroun, e Gabon, e Republik Kongo, Republik Demokratel Kongo, Rwanda, Bouroundi, Ouganda, Kenya, Tanzania, Angola, Zambia, Malawi, Mozambik, Zimbabwe, Namibia, Botswana ha Suafrika.
Ar ger bantouek a voe savet gant Wilhelm Heinrich Immanuel Bleek diwar ar ger bantouek boutin ntu (den) gant ar rakger ba- implijet e meur a yezh vantouek evit al liester.
Gant ar yezhoù bantouek e ve renket an anvioù-kadarn e meur a glas a glot gant ur rakger resis. Un tammig evel ar jener er yezhoù indez-europek eo ar c'hlasoù-anv-se. Chench a ra an niver a glasoù a yezh da yezh, met dre vras e vez tro-dro d'un dek benanket. Adkavet e vez an hevelep rakger a-hed ur frazenn staget ouzh pep ger a glot gant ar mmes klas-anv, da skwer e swahilieg:
- Mtoto mdogo amekisoma 'E (al levr) lennet en deus ar bugel bihan'
- Watoto wadogo wamekisoma 'E (al levr) lennet o deus ar vugele vihan'
- Watoto wadogo wamevisoma 'O (al levrioù) lennet ar vugale vihan'
Ar swahilieg eo ar yezh vantoueg gant ar muiañ-niver a tud barrek warni en holl, dreist-holl evel eil yezh, met ar choneg hag ar zouloueg eo ar yezhoù a ra ar muiañ a dud gante evel yezh kentañ.
Setu roll ar yezhoù bantouek pennañ:
- Kreiz a reter Afrika
- Swahilieg (Kiswahili)
- Lingaleg
- Gandaeg (Luganda)
- Gikouyoueg (Gĩkũyũ)
- Boukousoueg (Lubukusu)
- Sogaeg (Lusoga)
- Kongoeg (Kikongo)
- Tchitcheweg (Chichewa)
- Rwandeg (Kinyarwanda)
- Roundieg (Kirundi)
- Kreisteiz Afrika
- Kornôg Afrika
E brezhoneg ez eo gwell ober dre implijout ar wrizienn hep ar reakger evit sevel anvioù ar yezhoù-se, da swker swahilieg diwar ar wrisienn swahili, e swahilieg 'kiswahili' ma'z eo kevatal ar rakger batouek ki- ouzh al lostger keltiek -eg eveit envel yezhoù.
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Geriadur bantoueg keñver-ouzh-keñver (e saozneg)
- Klasoù-anv er yezhoù bantouek (e galleg)