World Wide Web Consortium
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar World Wide Web Consortium (anvet ar W3C peurliesañ) a zo ur c'henseurtiz etrebroadel labour ennañ asamblez aozadurioù ezel, ur skipailh tud gopret hag ar publik evit ma vo diorroet reoladoù da vezañ implijet er World Wide Web. Termenet eo bet e bal evel-se : "kas diorroadur ar World Wide Web d'e galloudezhioù brasoc'h m'eo posubl tizhañ anezho en ur sevel protokoloù hag hentennoù ma yeont da bourchas ur c'hresk padus". Krouiñ a ra ar W3C poelladoù ha kas a ra oberioù evit an deskadurezh hag an enklask hag ur forom ivez.
E penn ar W3C emañ Tim Berners-Lee, hemañ krouer kentañ reoladoù an URL (Uniform resource locator), an HTTP (Hypertext Transfer Protocol) hag an HTML (HyperText Marked-up Language), an holl diazezoù pennañ teknologiezhoù ar World Wide Web.