Kaozeadenn Implijer:Tugdual
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Degemer mat war Wikipedia, Tugdual !
Mar fell dit e c'hallez mont diouzhtu da sellet ouzh an alioù kentañ evit gouzout penaos degas kemmoù er pennadoù ha sevel pennadoù nevez war Wikipedia.
Gallout a rez mont da foar ar goulennoù (FAG), da ereadur Wikipedia hag ober taolioù esae er poull-traezh ivez. Kavout a ri an holl draoù-se displeget dre ar munud war al levr-heñchañ evit stagañ gant Wikipedia.
Evit ma vo klok an degemer e kinnigan dit mont d'ober un tamm tro war ar reolennoù da heuliañ (reolennoù an neptuegezh, an degemer pennadoù, ar gwirioù aozer...) ha war pajennoù ar raktresoù. Moarvat e kavi tra pe dra dedennus evidout dre eno.
Evit sinañ da gemennadennoù (war ar pajennoù kaozeal nemetken), e c'hallez bizskrivañ ~~~ ; ha gant ur pevare tildenn, ouzhpenn da "sinadur", e vo diskouezet an deiz hag an eur (~~~~). Arabat sinañ pennadoù an holloueziadur. Posupl eo adkavout roll an aozerien en ur glikañ war rann Istor pep pennad.
A-wechoù e vez implijet arouezennoù pe gerioù kevrinus gant ar Wikipedourien : adkavout anezho a c'hallez ma'z ez war ar bajenn luc'haj. Eno emañ displeget o zalvoudegezh.
Mar fell dit e c'hallez lavaret deomp piv out, eus pelec'h out ha gant petra out dedennet. Evit se e c'hallez personelaat da bajenn hiniennel. Mard deuez eus ur Wikipedia all, na zisoñjez ket da lakaat liammoù war-du da bajennoù hiniennel all. Gallout a rez dont d'en em ginnig war kannadig ar Wikipedourien nevez ivez.
Kement hag aesaat an eskemmoù etre an implijerien disheñvel o yezh e c'hallez merkañ ar yezhoù boaziet ganit — ha da beseurt live — en ur lakaat unan eus ar patromoù a gavi war Wikipedia:Babel war da bajenn bersonel.
Ha ma'z peus goulennoù da sevel, arabat chom etre daou soñj a-raok dont e darempred ganin. Gallout a rez sevel da c'houlennoù en ti-chopin ivez, pe ouzh an implijerien prest da sikour, pe c'hoazh dont da gaozeal war IRC.
Avel vat war an holloueziadur kentañ e brezhoneg !
--Merour (N) 9 Du 2006 da 18:53 (UTC)
[kemmañ] Penaos aozañ ur pennad
Marteze a-walc'h ne oa ket bet peurachuet ar pennad Krug bet boulc'het ganit, met e ken kas n'out ket gwall sur penaos ober evit rummata ur pennad hag ouzhpennañ skeudennoù, laka ur sell ouzh ar pennad bremañ bet ranket ganin un tammig. mat eo ivez lakaat al liammoù etrewiki da yezhoù all gante ur pennad a denn d'an hevelep tem - trawalc'h eo e gwirionez lakaat ur yezh gante ur pennad ennañ liammoù etrewiki all rak ober a ra war-dro ur robot evit lakaat al liammoù all a vank (evit se eo gwell ober gant al liammoù diwar war wiki e saozneg peurliesañ). keit ha m'emeur o vont da sellet e lec'h all eo mat ivez lakaat ul liamm etrewiki a gas betek ar pennad e brezhoneg ([[br: Anv ar bennad]] en ur yezh all.
Plijet bras on o welet tud nevez o tont da labourat war ar raktres-mañ. ma sav ur goulenn pe ur gudenn, n'ec'h eus nemet mont e darempred ganin pe gant unan eus ar verourion all (dre ma fajenn ez eus tu da vont e darempred gante war-eeun).
--Merour (N) 9 Du 2006 da 18:53 (UTC)