Taliesin
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Taliesin a zo anv ur barzh brudet eus unan eus ar rouantelezhioù brezhon kozh er vro zo etre Bro-Skos ha Bro-Saoz hiziv er VIvet kantved. Bez ez eo ivez un den mojennel, hanter barzh kembreat hanter hudour, a zo bet kemmesket zoken gant Marzhin, ha lakaet da Benn Meur Barzhed Breizh.
Taolenn |
[kemmañ] Ar barzh hervez an istor.
Ganet e vije Taliesin war-dro 534 ha marvet war-dro 599. Mab e vije da Sant Henwg Llanhennock. Bez ez eo unan eus ar c'h-Cynfeirdd, da lavarout eo unan eus ar varzhed kentañ. Splann eo n'eo ket bet savet e varzhonegoù e kembraeg met e brezhoneg an hanternoz, ur yezh tost-kar d'ar c'hembraeg n'eus forzh penaos, ha ken tost-kar all da yezh ar Vrezhoned a oa o tivroañ war-du ar c'hreisteiz, da Vreizh tramor. Hervez Historia Brittonum Nennius eo brasañ barzh Breizh e oa Taliesin hag e veve er memes amzerioù hag Aneirin.
[kemmañ] Taliesin ar mojennoù
Er XVI-vet kantved e voe savet Hanes Taliesin (Istor Taliesin) gant Elis Gruffydd, ur soudard kembreat eus an arme saoz a oa o terc'hel kêr Calais, a oa d'ar Saozon d'an ampoent. Er skrid-se eo kontet ganidigezh marzhus ar barzh ha displeget peseurt galloudiezhioù hud a oa dezhañ. Troet e voe e voe saozneg en XIX-vet kantved gant lady Charlotte Guest hag embannet a-gevret gant ar Mabinogion.
[kemmañ] Istor Gwion Bach
Tegid Foel (Tegid Voal ) a zo o chom e Kembre, en amzer ar roue Arzhur, gant e wreg Keridwen, un hudourez eus ar re varrekañ. Ur mab zo dezho, vil evel ar seizh pec'hed, drouk evel ur bleiz: Morvran eo e anv, met Afancddu (Avankdu) a vez graet anezhañ abalamour d'e groc'hen teñval. Ur verc'h o deus ivez, Creirfyw hec'h anv, ha kaer evel an heol. Ar mab ne vez maget nemet kasoni outañ gant an holl. Evit ma vo karet e fell d'e vamm reiñ dezhañ ur galloud hud: an diouganiñ. Evit se he deus ezhomm a louzoù dastumet d'ar c'houlz mat, ha goude e rank o lakaat en ur gaoteriad dour a ranko chom da virviñ e-pad ur bloaz hag un deiz. A-benn ar c'heid-amzer-se ez eus teir zakenn a ra un diouganer gant an hini a gouezhont warnañ. Ar peurrest eus an dourenn n'eo nemet pistri. Un dall kozh a zo e garg teurel evezh ouzh ar gaoteriad. Ur paotrig zo mevel gantañ, Gwion e anv. A ra war-dro an tan dindan ar gaoter. Keridwen a ziwall e chomfe dour e-barzh. An euzh a vab a zo lakaet e-tal ar gaoter, dezhañ da gaout an teir zakenn pa zeuy ar c'houlz. Manet ar vamm kousket, setu an takennoù o lammat hag o kouezhañ war Gwion Bach, hag eñ da hastañ kemer lec'h Morvran. Tarzhañ a ra ar gaoter gant ar pistri zo ennañ, dihuniñ a ra Keridwenn, ha gouzout a ra Gwion Bach kenkent emañ-hi o vont da c'hoantaat e lazhañ. Hag eñ kuit er stumm d'ur c'had.
[kemmañ] Levrioù e brezhoneg
- Pevar skourr ar Mabinogi, Preder.
- Ar varzhoniezh Kembraek, Morwenna Jenkin, Al Lanv.
[kemmañ] Levrioù e galleg
- Yann Brekilien, La Mythologie celtique, Éditions du Rocher, Monaco, 1993. ISBN 2268016315
- Albert Grenier, Les Gaulois, Petite bibliothèque Payot, Paris, 1970. ISBN 2228888389
- Christian-J. Guyonvarc'h, Magie, médecine et divination chez les Celtes, Bibliothèque scientifique Payot, Paris, 1997. ISBN 2228891126
- Christian-J. Guyonvarc'h et Françoise Le Roux, Les Druides, Ouest-France Université collection De mémoire d’homme : l’histoire, Rennes, 1986. ISBN 2858829209
- Christian-J. Guyonvarc'h et Françoise Le Roux, La Civilisation celtique, Ouest-France Université collection De mémoire d’homme : l’histoire, Rennes, 1990. ISBN 2858829209
- Christian-J. Guyonvarc'h et Françoise Le Roux, Les Fêtes celtiques, Ouest-France Université collection De mémoire d’homme : l’histoire, Rennes, 1995. ISBN 2737311987
- Venceslas Kruta, Les Celtes, Histoire et Dictionnaire, Gallimard collection Bouquins, Paris, 2000. ISBN 2737302978
- Jean-Paul Persigout, Dictionnaire de mythologie celte, Éditions du Rocher, Monaco, 1985. ISBN 2268009688
- Les Quatre branches du Mabinogi et autres contes gallois, traduit, présenté et annoté par Pierre-Yves Lambert, Gallimard l’aube des peuples, Paris, 1993. ISBN 2070732010.
[kemmañ] Levrioù e saozneg
- Ford, Patrick K. 1977. The Mabinogi and Other Medieval Welsh Tales Berkeley: University of California Press.
- Ford, Patrick K. 1992. Ystoria Taliesin University of Wales Press: Cardiff.
- Ford, Patrick K. 1999. The Celtic Poets: Songs and Tales from Early Ireland and Wales Ford and Bailie: Belmont, Mass.
- Haycock, Marged. 1997. "Taliesin's Questions" Cambrian Medieval Celtic Studies 33 (Summer): 19–79.
- Haycock, Marged. 1987. "'Some talk of Alexander and some of Hercules': three early medieval poems from the 'Book of Taliesin." Cambridge Medieval Celtic Studies 13 (1987): 7–38.
- Haycock, Marged. 1987–88. "Llyfr Taliesin," National Library of Wales Journal 25: 357–86.
- Haycock, Marged. 1983–1984. "Preiddeu Annwn and the Figure of Taliesin" Studia Celtica18/19: 52–78.
- Koch, John and John Carey. 2003.The Celtic Heroic Age 3rd ed. Celtic Studies Publishing: Malden, Mass.
- Matthews, John. 1991. Taliesin: Shamanism and the Bardic Mysteries in Britain and Ireland Harper Collins: London.
- Williams, J. E. Carwyn. 1987. The Poems of Taliesin Dublin Institute of Advanced Studies: Dublin.[[Rummad: Kembre]