Sudoku
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Sudoku (japaneg: 数独, sūdoku) a zo anv ur c'hoari matematik bet ijinet er Stadoù-Unanet ha deuet da vezañ brudet-meur e Japan er bloavezhioù 1986. Anavezet eo bet en Europa abaoe 2005.
Pal ar c'hoari eo leuniañ ur gael 9×9 isrannet d'e dro e kaeloùigoù 3×3 dre implijout pep sifr a 1 da 9 ur wech nemetken e pep linenn, pe kolonenn hag e pep kaelig.
Evit kregiñ e vez lakaet atav un nebeud sifroù er gael-mañ'r-gael a-benn loc'hañ gant ar c'hoari evel er skeudenn-mañ a-dehoù.
[kemmañ] Liammoù diavaez
Porched Japan ha sevenadur Japan – Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'e sevenadur. |