Shigeru Kayano
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Bet ganet d'ar 15 Mezheven 1926 e bro Biratori e oa marv d'ar 6 Mae 2006.
Kannad kentañ Japan eus ar meuriad ainou eo bet.
Kregiñ a reas da zastum binvioù hengounel da gentañ a-raok sevel Mirdi sevenadur an Ainoued e 1972. Da heul e savas meur a levr : kontadennoù dreist-holl hag ur geriadur ainoueg.
E 1994 e voe dilennet evel senedour hag e 1997 e voe votet ul lezenn evit gwareziñ gwirioù ha brudañ sevenadur an Ainoued. Perzh a gemeras e sevel ar skol hag ar skingomz kentañ e ainoueg.
Porched Japan ha sevenadur Japan – Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'e sevenadur. |