Rosko
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Kumunioù Breizh | |
---|---|
Rosko | |
Departamant | Penn-ar-Bed |
Bro hengounel | Bro Leon |
Arondisamant | Arondisamant Montroulez |
Etrekumuniezh | Kumuniezh kumunioù Bro Leon |
Bro 'Voynet' | Bro Vontroulez |
Kanton | Kanton Kastell-Paol |
Kod INSEE | 29239 |
Kod post | 29680 |
Maer Amzer gefridi |
Joseph Seité 2001-2007 |
Gorread | 619 ha = 61,9 km² |
Hed | -3.98° |
Led | 48.73° |
Uhelder | keitat : 6 m bihanañ : 0 m brasañ : xx m |
Poblañs hep kontoù doubl | 3 711 (1989) |
Stankter | war-dro 600 ann./km2 |
Rosko a zo ur gumun lec'hiet e departamant Penn-ar-Bed e Breizh.
Taolenn |
[kemmañ] Brezhoneg
Ur skol divyezhek a zo eno abaoe 2002. 14,1% eus ar vugale a zo ganti er c'hentañ derez. [1]
[kemmañ] Monumantoù ha traoù heverk
- Iliz Intron Varia Kroaz Vaz savet etre 1522 betek 1545-1550 (gotek hag Azginivelezh)
- Ti "Mary Stuart" ha tiez eus ar XVIvet-XVIIvet
- Listri-pesked (pe akwariom) hag arnodva bevoniel ha moroniel
- Leandi ar Gapusined (e lec'h ma c'helled gwelet ur wezenn-fiez kozh-tre, 1621, bet diskaret, siwazh)
- Mirdi ar Brezel 1939-1945
[kemmañ] Douaroniezh
Emañ Rosko war ribl Bae Montroulez war al ledenez a zo e harz er C'hornôg hag e-tal Mor-Breizh. E-tal Rosko emañ Enez Vaz. Roc'hellek eo ar mor en Norzh, met digor eo d'ar Reter ha staliet ez eus bet ur porzh nevez e Bloskon.
[kemmañ] Istor
- Distrujet e oa ar porzh e 1375 gant ar Kont Arundel. adsavet e vo e-kichen Kroaz-Vaz e-lec'h mañ emañ hiriv.
- Eus 1522 betek 1545-1550, iliz.
- E 1548, Mary Stuart, rouanez Bro Skos (d'an oad a daouzek bloaz), a zizouarae e Rosko evit mont da zimeziñ gant an Daofin Fransez II.
- E 1790 e teuas Rosko da vezañ ur gumun dizalc'h eus Kastell Paol
[kemmañ] Roudoù el lennegezh
Tristan Corbière, ar barzh gallek, en deus bevet e Rosko hag savet en deus ur varzhoniezh a zo bet diwar-benn paotred Rosko. "Paotred Rosko", ur ganaouenn brudet-kenañ ("Rosko, sko mibin, sko kalet, sko ato").