Renadenn verb
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Hervez ar yezhoniezh eo ar renadenn verb (saoz. object) unan eus arguzennoù pennañ ur verb tranzitivel o tennañ, peurliesañ, da pal ar verb-se.
Da skwer, ar verboù unandranzitivel-mañ (saoz. monotransitive) da heulh o deus renadennoù eeun (merket gant lizherennoù druz) nemetken:
- Hi a zebris an aval
- Koazeal brezhoneg a ra ar vrezhonegerion
Ar verboù daoudranzitivel (saoz. ditransitive) o devez, diouzh o zu, div renadenn, anvet ar gouzañver (saoz. patient) hag ar resever (saoz. recipient).
Merket e c'hell bezañ gant morphologiezh ar yezh ar perzhioù yezahdurel-se (Gw. Nominativel-akuzativel).
E meur a yezh e vez merket gouzañver ur verb daoudranzitivel en ur mod heñvel-mik ouzh an doare ma vez merket renadenn nemeti ur verb unandranzitivel. Neuze e vez graet renadenn eeun diouti.
Merket en un doare disheñvel e vez resever ur verb daoudranzitivel hag e vez great renadenn dieeun outi.
Peuliesañ gant ar yezhoù a implij kasoù yezhadurel evel al latineg, e vez merket ar renadenn eeun hervez reolennoù morfologel an akuzativel keit ha ma vez merket ar renadenn dieeun en un daore disheñvel hervez reolennoù an dativel.
E yezhoù all evel ar brezhoneg na implijont ket kasoù yezhadurel e vez anavet perzhioù ar renadennoù, eeun pe dieeun, hervez o lec'h er frazenn hag gant araogennoù, d.s.:
- Me a roas ul levr d'ar paotr
('me' - rener; 'ul levr' - renadenn eeun; 'ar paotr' - renadenn dieeun)
E brezhoneg e talvez ar [[rannig-verb|rannouigoù-verb 'a' hag 'e' hag ar c'hemmadurioù da diwel perzh an renadennoù en ur frazenn.
E darn vrasañ yezhoù ar bed e teu ar renadenn verb goude ar verb.
Bez' e c'hell renadenn ur frazenn dont da vezañ rener ar frazenn dre implijout an tu-gouzañv, d.s.
- Ul levr a voe lennet gant ar paotr