Poblañsouriezh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Ar boblañsouriezh a zo studi kementadel ha studi nerzhouriezh ar poblañsoù en ur tennañ kont eus ar genel, ar frouezhusted, ar marvelezh, an euredelezh hag an divroerezh. Labour ar boblañsourien a zo elfennañ an anadennoù-se pa 'z eont war gresk-digresk en amzerioù koulz hag er spas ha pa gemmont dindan levezon ar fedoù sokial, armerzhel ha sevenadurel.
Implijet e vez meur a hentenn ha meur a anaoudegezh desachet eus kelennoù nes evel ar gevredadouriezh, an istor hag an armerzh. Ne bled ket ar skiant-se nemet gant ar stadegoù hag ar stadegouriezh, met gant stad ar poblañsoù en ur doare hollel.