Pennglaou
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
---|---|---|---|---|---|
Pennglaou
|
|||||
Rummatadur klasel | |||||
Ren : | Loened | ||||
Skourrad : | Chordata | ||||
Kevrennad : | Aves | ||||
Urzhiad : | Passeriformes | ||||
Kerentiad : | Paridae | ||||
Genad : | Parus | ||||
Anv skiantel | |||||
Parus major Linnaeus, 1758 |
|||||
|
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Taolenn |
[kemmañ] Hollegezhioù
Ar pennglaou (Parus major) a zo ul labous eus urzhad ar golvaneg hag eus kerentiad ar paridae. Gant 14 cm, ar pennglaou a zo an hini brasañ eus familh ar pennglaoued. E benn a zo du hag e zivjod gwenn. Ar par hag ar barez a zo heñvel-tre. Glaou a dave da liv e benn hag anavezet eo ivez gant anvioù penndu(ig) ha kalvennig. Sell ivez ouzh Pennglaou teñval (Parus lugubris). Pennglaouig a c'hell talvezout da skañv-benn : Pennglaouig ma 'z out !
[kemmañ] Boued
Ar pennglaou a zebr amprevaned, biskoul, kraoñ hag hadoù.
[kemmañ] Annez
Bevañ a ra ar pennglaou er c'hoadoù, liorzhoù ha girzhier. Ul labous arsezat eo en Europa. Neizhiañ a ra e miz Ebrel hag e miz Mae. Fardet eo an neizh gant kinvi, kolo, gloan, reun ha pluñv en un toull en ur wezenn pe ur voger. Dozvet eo gantañ etre 5 ha 12 vi.