Nagennouriezh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Graet e voe gant ar ger nagennouriezh da gentañ-penn diwar-benn nagenniñ pe nac'h gwirionez gouennlazh ar Yuzevien graet gant nazied Alamagn e-pad an eil brezel bed . Hervez an nagennerien n'eus ket bet eus ar c'hambreier-gaz nag eus ar youl da ziouennañ Yuzevien Europa, ha ne vije nemet mojennoù eus an torfedoù-se. Embann ar mennozhioù-se a zo eneplezenn e meur a vro hag a c'hall bout kastizet.
Da-heul kement-se e vez graet gant ar ger evit komz eus nac'hañ pe disteraat torfedoù istorel.
[kemmañ] Implij ar ger war emastenn
Astennet eo bet implij ar ger nagennouriezh pa dalvez ivez da ober anv eus nac'h gwirionez gouennlazhoù all a c'hall bezañ tostaet da lazhadegoù graet gant an nazied , hag ivez da ober anv eus torfedoù a-enep Mab-Den: gouennlazh an Armenianed gant gouarnamant an Turked Yaouank en Impalaeriezh Otoman e-kerzh ar brezel bed kentañ, gouennlazh Rwanda, lazhadegoù bras graet gant ar C'hmered Ruz, lazhadegoù an drevadennerien.
Nac'h gwirionez ur gouennlazh (Shoah, Rwanda, ha re all) a dalv kement ha klask diverkañ un torfed anat d'an holl, tennañ digant ar re lazhet hag o diskennidi ar gwir da gaout digoll ha dic'haou (pa n'eus torfed ebet n'eus ket a dorfedour na n'eus den torfedet). Gallout a ra an nagennouriezh talvezout da wareziñ ar ouennlazherien, o skoazellerien, hag o mignoned pe hêred dre an ideologiezh. Armoù all ouzhpenn ar gomz o deus an nagennerien evit nac'h gwirionez ar gouennlazhoù: tevel kousto pe gousto war an darvoudoù, herzel ouzh an dud da gomz (dre o c'hoapaat pe o lazhañ ) a vez gwelet bep tro, hervez ar reolenn « Ne dle test ebet gallout kontañ ».
Nac'h an torfed n'eo nemet ar c'hammed war-lerc'h nac'h ar gwir da vezañ hag ar c'hoant da c'hlanaat, a gaver e pep gouennlazh. Da veno ar gouennlazher ne oa gwir ebet d'an den lazhet da vezañ, ne oa ket anezhañ, diwar-se ne oa ket a dorfed.
N'eo ket klask kuzhat an torfed eo a gont ar muiañ (goude ma vez kavet ivez) met kas al labour glanaat betek penn ha peurzistruj an den lazhet. Gant-se e tenn an nagennouriezh da un elfenn eus ar gouennlazh, ar c'hendalc'h anezhañ, ha diwar-se eo euzhusoc'h c'hoazh a se.
Hep torfed n'eus ket a dud lazhet. Peurzistrujet int neuze, betek en eñvor an dud. Gallout a reer lavarout neuze e oa danvez nagennouriezh e natur an ideologiezhoù o deus kaset d'ar gouennlazh. Ma c'haller lavarout ivez ne vefe ket peurechu ar gouennlazh panevet an nagennouriezh, hag e chomfe da beurechuiñ. Se zo kaoz eo ken ret derc'hel bev an eñvor eus an torfedoù.