Nachieg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Ur yezh sinek-tibetek eus is-skourr ar yezhoù burmek ar su eo an nachieg (naxi, naki, lomi, mu pe moso sinaeg: 纳西 nàxī) komzet gant tro-dro da 278.009 den en holl (1990) e Lijiang Naxi hag e peurrest Yunnan (225.000 den) hag e Sichuan (20.000 den) e Sina. Komzet e vez marteze ivez e Myanmar
Ur yezh gant peder zonenn an hini eo.
Teir rannyezh ez eus:
- Lidjiangeg (lijiang pe lichiang)
- Lapaoeg (lapao)
- Loutieneg (lutien)
Un doare-skrivañ hengounel ez eus anvet dongba ha diazezet skeudennoù kentoc'h evit lizherennoù. Ne vez implijet emet evit lidoù ispisial. Div silabenneg hengounel ez eus ivez a-hendall anvet geba ha malimasa implijet e Weixi. Peurliesañ avat e vez implijet ur sistem diwazet war al lizherenneg latin bet diorroet er bloavezhioù 1950 hag adwelet er bloavezhioù 1980 evit ober gant ar nachieg dre skrid.