Morvan Marchal
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar Gwenn-ha-Du a zo bet savet gant Morvan Marchal (1900-1963), un tisavour hag un emsaver politikel.
Evitañ e oa ur banniel modern evit Breizh vodern. Gwelet e oa bet war di Breizh da geñver diskouezadeg an Arzoù kinklañ e Pariz e 1925. Eno e oa traoù bet savet gant arzourien ar "Seiz(h) Breur" war ziskouez. Ezel eus al luskad arzourien-se e oa Morvan Marchal.